Tizian
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tiziano Vecellio pe Tiziano Vecelli, anvet Tizian (Tiziano en italianeg), a oa ganet war-dro 1490 e Pieve di Cadore, e Frioul, hag a varvas d'an 28 a viz Eost 1576 e Venezia, zo ul livour italian, niverus-bras e oberennoù.
Bez ez eo unan eus ar gwellañ poltredourion eus e amzer, pa lavarer e ouie diskouez temz-spered an dud en e livadurioù.
Taolenn |
[kemmañ] E vuhez
Pinvidik e oa e dud. E dad, Gregorio Vecellio, a oa meur a garg dezhañ, hini kabiten ar milis, hag enseller ar mengleuzioù. Peseurt deskadurezh en deus bet, n'ouzer ket. Nemet ne ouie ket latin, pezh a oa ur skoilh bras, hag al lizhiri en deus kaset a oa skrivet evitañ gant tud all.
Tizian a stagas da studiañ al livouriezh war un dro gant e vreur Francesco. O-daou e voent kaset da Venezia, pa oant 9 pe 10 vloaz, da studiañ an arz.
Kregiñ a rejont e ti Sebastiano Zuccato, un arzour a rae marelladurioù. A-benn pevar pe bemp bloaz ez eas Tizian da labourat gant al livour Gentile Bellini, ha goude gant e vreur Giovanni Bellini, ha ne oa ket brudetoc'h livour e Venezia en amzer-se. Eno e reas anaoudegezh gant Giorgio da Castelfranco, anavezetoc'h evel Giorgione. Mignoned e teujont da vezañ ha labourat a rejont war an hanter. E 1508 e oant war-dro murlivadurioù diavaez ar Fondaco dei Tedeschi, ur sanailh ma veze klenket marc'hadourezh an Alamaned.
Daou vloaz goude e varvas Giorgione gant ar vosenn ha krediñ a reer e voe echuet gant Tizian meur a livadur a oa bet kroget gant e gile.
E 1511 ez eas Tizian da b-Padua da ober tri murlivadur evit ar Scuola di Sant'Antonio. E 1516, pa oa marvet Giovani Bellini, e voe anvet da livour ofisiel Republik Venezia war e lerc'h. Sevel a eure e stal-labour war lez ar Ganol Vras, e San Samuele. Meur a arzour eus e amzer a voe gwelet eno : Tintoret, El Greco.
E 1520 e voe goulennet outañ kinklañ Palez an Dojed, Emgann Cadore (ur mell murlivadur a voe distrujet gant un tangwall e 1577) ha tri livadur evit Alfoñs a Este. Karget e voe da ober poltred an holl zojed betek 1555, pa voe roet ar garg neuze d'an Tintoret. Da c'hortoz, ne baoueze ket ar varc'hadourien vras nag an ilizoù da reiñ labour dezhañ.
[kemmañ] Beajoù ha dimeziñ
Tri bloaz goude, pa veaj betek Ferrare e ra anaoudegezh gant Frédéric II Gonzague, markiz Mantova. Ober a ra e boltred ha chom da labourat evitañ e-pad 10 vloaz. Ober a raio murlivadurioù e kastell Ferrara. E dibenn 1522, ez eas da v-Mantova, ma kavas an dug Federico Gonzaga a c'houlennas un daou-ugent taolenn digantañ. Eno e kavas ur mignon nevez, an Aretin.
E 1525, e timezas gant Cecilia Soldano, merc'h ur barver, en devoa bet daou vab diganti : Pomponio e 1523 hag Orazio, tre a-raok an eured. E 1530 e wilioud e wreg adarre: ur verc'h eo, Lavinia, nemet mervel a ra ar vamm un toullad mizioù goude.
N'ouzer ket hag addimeziñ a reas Tizian nemet er bloavezhioù 1530 e livas merc'hed moanoc'h evel La Bella (Firenze, Palez Pitti), Maria-Madalena (v. 1533) (Firenze, Palez Pitti) pe Gwener Urbino (Firenze, Mirdi Galerie des Offices).
[kemmañ] Livañ evit an impalaer hag ar pab
Er bloavezh 1530 ivez en em gavas gant Karl V pa deuas an impalaer da Italia, dre jubenn markiz Mantova. Tri bloaz war-lerc'h e voe anvet da g-Conte Palatino ha Cavaliere dello Sperone d'Oro gant Karl V, un enor biskoazh brasoc'h graet d'ul livour. Neuze e raio un toullad poltredoù eus kenlaboureien an impalaer.
E 1545 e voe pedet da vont da Roma gant ar pab Paol III. D'ar 16 a viz Meurzh e voe anvet da geodedour roman, ha neuze e tistroas da Venezia. Met fromet-bras e oa bet gant oberennoù Michelangelo ha levezonet e voe gantañ diwar neuze. Kregiñ a reas d'ober livadurioù brasoc'h, pinvidikoc'h a liv.
En 1548 ez eas da Augsburg ma veze dalc'het Dael an Impalaeriezh Santel, ha Karl V en he fenn. Tro en devoe neuze da livañ an impalaer hag un toullad tud eus e goskor. Goude-se e stagas gant ar rummad Barzhoniezh evit Fulup II, mab an impalaer. El livadurioù-se e weler gwragez noazh, tudennoù eus mojennoù Hellaz kozh, evel Danae hag ar glav alaouret, Gwener hag Adonis pe Diana hag Akteon. Graet int diouzh doare diwezhañ Tizian: tresañ nebeutoc'h a ra, ha livañ muioc'h, gwelloc'h e vez gwelet fiñv ar barr-livañ war an daolenn; tud zo a lavar zoken e live gant e vizied war-dro fin e vuhez.
Gant Andrea Palladio ha Jacopo Tintoretto e voe dilennet en Akademiezh an Tresañ e Firenze e 1566. An diwezhañ taolenn graet gantañ a oa ur Pietà, a oa da vezañ lakaet war e vez: diechu e oa, hag echuet e voe gant Palma il Giovane.
[kemmañ] E varv
Mervel a eure d'an 27 a viz Eost 1576, marteze gant ar vosenn, ma n'eo ket gant ar gozhni. Beziet e voe en iliz Santa Maria dei Frari e Venezia.
Nac'het en doa ouzh ar roue Frañsez Iañ a Vro-C'hall kinklañ kastell Fontainebleau.
[kemmañ] Notennoù
[kemmañ] Livadurioù gant Tizian
Flora, (1515) |
Gwener Urbino |
||
[kemmañ] Diskouezadegoù
thumb|300 px|Gweer o selaou sonerezh, livetw ar-dro 1550 (Museo del Prado).
[[Imagen:Tizian 029.jpg|thumb|300 px|Karantez sakr, karantez disakr, livet war-dro 1515, a zo liammet ouzh an nevezplatonegezh neoplatonismo en divzremm eus ar garantez: ar garantez uhel (hini an neñvoù) hag an hini izel (hini an douar) (Galería Borghese).]]
[kemmañ] Orin danvez ar pennad
- Troidigezh wikipedia gallek an 29/12/06, a oa savet diwar:
- wikipedia italianek
- Titien, une carrière européenne, Annie Yacob, L'obet d'art, hors-série n° 27, p 20-31.
[kemmañ] Gwelout ivez
- Augusto Gentili, Da Tiziano a Tiziano Mito e allegoria nella cultura veneziana del Cinquecento, Rome, Bulzoni Editore, 1997
- Roberta Giorgi, Tiziano Venere, Amore e il Musicista in cinque dipinti, Rome, Gangemi Editore, 1990
- Rona Goffen, Titian's women, New Haven et Londres, Yales University Press, 1997
- Rona Goffen (dir.), Titian's Venus of Urbino, Cambridge University Press, 1997
- Rodolfo Pallucchini, Tiziano, Florence, Sansoni Editore, 1969
- Erwin Panofsky, Le Titien Question d'iconographie, Paris, Hazan, 2004 [édition originale : Problems in Titian Mostly iconographic, New York University Press, 1969]
- Harold Wethey, The Paintings of Titian, Londres, Phaidon Press : I. The Religious Paintings, 1969 ; II. The Portraits, 1971 ; III. The Mythological and Historical Paintings, 1975
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (en) Livadurioù Tizian
- Livadurioù Tizian
- Tiziano Vecellio at Web Gallery of Art
- Christies' sale blurb for the recently restored 'Mother and Child'
- (fr) Titien ou l'art plus fort que la nature : être Apelle par Pascal Bonafoux, Professeur d'histoire de l'art à l'université de Paris VIII-Saint-Denis.
- (it)(fr)(en) Centro Studi Tiziano e Cadore
- (en) Tizian en Artcyclopedia