Chokolad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pastezerezh
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ar chokolad a zo un toaz fardet gant greun ur vrousgwezenn, ar vrousgwezenn gakao hec'h anv ha kakao eo anv ar greun en deus ur glosenn kalet-tre (ar c'habos). Kaledet eo ar greun friket ha flastret gant sukr, vanilha pe traoù all. Ur boued eo hag a blij kalz da veur a zen. Malet eo evit bezañ kinniget e stummoù diniver : plakennoù, delwennigoù, gwiskadennoù evit ar gwastilli, madigoù, viou a vez kinniget heleizh da vare Pask e broioù diwar al levezon kristen.