Patrom:Keleier ar Wiki
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki
* War-raok atav. Tremenet eo bet an 12 000vet pennad gant an holloueziadur brezhonek, ha derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez. Labour a chom avat : soñjit ‘ta ez eus tremen 50 000 pennad er Wikipedia katalanek ! Ha labour a chom ivez evit kempenn ar pennadoù zo bet savet : an holl anezho pe dost o deus ezhomm bezañ adwelet, reizhet, kempennet ha klokaet. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'heller mont d'ober un dro betek an An ti-chopin. Tud zo o deus c'hoant da cheñch anv d'ar bajenn-se ha kinnigoù zo bet graet : an ostaleri, an davarn, pe kerflap. Deuit da zisplegañ ho soñj ivez !
* Ur raktres kar da Wikipedia eo ar Wikeriadur. Ur geriadur e meur a yezh, ha bremañ e brezhoneg ivez.
Un nebeudig tud oberiant evit ar raktres Wikipedia e brezhoneg zo krog da labourat evit se. Mar fell mont da welet an disoc'h, kit war Wikeriadur e brezhoneg.
* E-touesk ar pennadoù a zo bet savet nevez 'zo e kaver meur a hini a denn d'ar strolladoù politikel eus Katalonia pe d’ar re eus Galiza.
- Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn kêrioù hor bro war-gresk, gant kumunioù eus ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor dreist-holl. Savet eo bet roll stêrioù pennañ Breizh, ha meur a bennad da-heul.
- Europa n'eo ket ur rannved hepken, met anv teir maouez eus Rummad:mojennoù Hellaz kozh. Kavout a c'hallit o istorioù, ha re Atalant pe Jason hag an Argonaoted o vont da glask ar maoutken aour, hag harozed all c'hoazh, evel Herakles pe doueed evel Eros pe Apollon.
- Krog omp da deurel ur sell ouzh tachenn divent al livouriezh, gant Tizian, Gustave Courbet ha Berthe Morisot . Dizoloit ar Balkon, Olimpia, pe Liorzh ar plijadurezhioù, da c'hortoz re all.
- Pinvidikaat a c'hallit ivez listenn ar romantoù brezhonek gant ho lennadennoù. Ra vo graet reoù mat all ganeoc’h holl amañ!