Osismied
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Osismied (Osismii e latin) a oa unan eus ar meuriadoù Galianed Arvorig.
Komz a ra ar moraer gresian Pytheas deuzouto gant en anv Ostimioi. Edont o vevañ e-kichen ur c'hab Kabaion hervezañ. N'ouzer ket hag-eñ e oa oa ar c'hab-se Beg ar Raz pe Penmarc'h. O anv a dalv evit ar re uhelañ pe ar re eus penn ar bed. Er c'hontrol eus ar braz eus an anvioù meuriadoù galin all eo aet o anv da get en deiz a hiziv el lec'hanvadurezh.
Ar pezh a zo Kernev, Leon, Treger ha Goueloù bremañ a oa Tachennad an Osismied.
Kêr-benn an Osismied a oa Karaez (Vorgium e latin) savet gant ar Romaned hag un oppidum o doa er Gozh Yeoded.
Kavet e vez menegoù anezho e-barzh testennoù an aozerien-mañ : Kaezar, Plinius, Strabon.
Kemer a raent perzh er ravoltadenn ar Weneted e -56 hag Osismied a oa en arme deuet war sikour Verkingetoriks sezizet en Alesia.