Politikerezh yezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Meur a vro o deus savet ur 'politikerezh yezh a-benn sikour pe herzhel ouzh ur yezh resis bennaket da vont war-raok er gevredigezh. Daoust ha m'emañ gwir eo bet savet seurt politikerezhioù a-hed an amzer da reiñ harp d'ur yezh ofisiel resis en ur chom hep ober mann ebet evit ar yezhoù all e oa tu da gavout eno, bremañ eus eus muioc'h-mui a vroioù gante politikerezhioù yezh ispisial evit gwareziñ ha lakaat da vont war-raok yezhoù all hag a zo en arvar da vont da get.
Er bed a-vremañ e vez komzet tost da 6.000 yezh disheñvel, met an hanter anezhi a zo en arvar da vont da get a-raok fin an 21vet kantved. Meur a faktor a c'hell levezoniñ stad an traoù, da skwer an niver a dud a ra gant ar yezh-se, he statud kevredel hag all. Pal ar politikerezhioù yezh neuze a c'hell klask pe gwelaat pe gwasaat ar faktorioù-se a-benn lakaat ar yezh da vont war-raok pe war-gil.
Meur a doare politikerezh yezh resi a zo. Setu amañ da heul perzhioù an doareoù pennañ:
[kemmañ] Politikerezh enteuziñ
Ur politikerezh enteuziñ a zo he fal gwanaat ur yezh bihan-niver dre lakaat an dud a ra ganti da vont kentoc'h gant ar yezh pennañ. Meur a wech e vez klasket dre lakaat e pleustr seurt politikerezhioù kreñvaat unvaniezh ur Stad bennaket daoust d'an diforc'hioù a c'heller kavout enni.
Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skwer:
Afganistan - Brazil - Myanmar - Kiprenez - Timor-Lorosae - Gres - Indonezia - Iran - Irak - Pakistan - Siria - Tailand - Turkia - Vietnam
[kemmañ] Politikerezh nann-emell
Seurt politikererezhioù yezh-mañ a leusk stad an traoù etre ar yezhoù komzet en ur vro da diorren hep lakaat ar stad d'en em vellañ. Anat eo e vez gwashaet stad ar yezh minorelaet kazi bewech ma vez lakaat e pleustr seurt politikerezhioù. Talvez a ra e gwirionez kement hag ober ez-ofisiel hep politikerezh yezh ebet.
Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skwer:
Angola - Arc'hantina - Aostralia - Aostria - Benin - Burkina Faso - Chile - Republik Demokratel ar C'hongo - Kostez an Olifant - Kuba - Republik Tchek - Dominika - Ekwador - Gabon - Gana - Alamagn - Jibraltar - Ginea -- Jamaika - Japan - Liechtenstein - Mali - Nikaragua - El Salvador - Arabia Saodiat - Senegal - ar Rouantelezh Unanet - Venezuela
[kemmañ] Poltikerezh diazezet war statudoù lezennel disheñvel
Gant seurt politikerezhioù e vez roet ur statud lezennel ispisial d'ur yezh resis a-benn klask lakaat tud a ya ur yezh disheñvel gante da vevañ kichen-ha-kichen war ur memes takad. Peurliesañ, gant seurt politikerezhioù e vez gwarantet gwirioù yezhel ar re a ra gant ar yezh pouezusañ pe muiañ komzet keit ha ma c'hell bezañ gwarezet war an dro gwirioù yezhel a ra gant ur yezh bihan-niver, h.a.
Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skwer:
Albania - Boznia hag Herzegovina - Bulgaria - Sina - Estonia - Gwatemala - Latvia - Lituania - Makedonia - an Izelvroioù - Paragway - Kebec - Roumania - Slovakia - Sveden - Kembre
[kemmañ] Politikerezh evit kreñvaat ur yezh ofisiel
Un doare politikerezh troet war-du an unyezhegezh a zo anezhi n'eus forzh peseurt politikerezh a seurt-mañ a glask kreñvaat plas ur yezh ofisiel. A-wechoù e vez klasket kreñvaat ur yezh vroadel, ha gwechoù all avat e vez klasket kreñvaat yezhoù trevadennel evel ar saozneg pe ar galleg dreist-holl abalamour d'ar pouez m'emaint er bed a-bezh.
Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skwer:
Albania - Aljeria - Andorra - Azerbaijan - Kalifornia - Kambodia - Kolombia - Kroatia - Ejipt - Estonia - Frañs -Gres - India - Iran - Island - Italia - Japan - Kuwait - Latvia - Lituania - Makedonia - Madagaskar - Moroko - Meksico - Moldova - Montenegro - Nepal - Peru - Roumania - Serbia - Slovakia - Somalia - Spagn - Tunizia - ouzbekistan - Vietnam - Voivodina
[kemmañ] Politikerezhioù dre sektorioù
[kemmañ] Politikerezh divyezhegezh pe triyezhegezh
Gant seurt politikerezhioù e vez klasket diorenn kevredigezhioù divyezhek. Meur a doare diheñvel 'zo da lakaat e pleustr seurt politikerezhioù.
[kemmañ] Politikerezh hervez gwirioù hiniennel distag diouzh un takad resis
Gant ur politikerezh troet war-du an divyezhegezh diazezet war gwirioù hiniennel ha distag diouzh un takad resis e vez anavazet gwirioù pep hini d'ober gant n'eus forzh peseurt yezh ofisiel ne vern al lec'h m'en em gav er Stad-se.
Belarus - Burundi - Kanada - Tchad - Djibouti - Hong Kong - Iwerzhon - Kenya - Kiribati - Malta - Nauru - Zeland Nevez - Norvej - Rwanda - Samoa - Su Africa - Tanzania - Tonga - Tuvalu
[kemmañ] Politikerezh hervez gwirioù hiniennel stag diouzh un takad resis
Gant ur politikerezh troet war-du an divyezhegezh diazezet war gwirioù hiniennel met stag ouzh un takad resis e vez anavazet gwirioù pep hini d'ober gant yezhoù resis disheñvel hervez al lec'h m'en em gav er Stad-se.
Euskadi - Katalonia - an Inizi Faroe - Finland - Galiza - Hawaii - Enez Manav - Nikaragwa - Bro-Skos - Valle d'Aosta - Bro-Gembre
[kemmañ] Politikerezh dre takadoù
Belgia - Kameroun - Grisons - Suis
[kemmañ] Politikerezh strategiel diazezet war al liesyezhegezh
[kemmañ] Politikerezh etrebroadelekaat
[kemmañ] Politikerezh yezh kemmesk
[kemmañ] Ofisoù Yezh
Setu un nebeut liammoù da lec'hiennoù web ofisoù yezh
- Office québecois de la langue française (Ofis ar galleg Kebek)
- Ofis ar Brezhoneg
- Bwrdd yr Iaith Gymraeg (Ofis ar C'hembraeg)
- Bòrd na Gàidhlig (Ofis ar Skoseg)
- Foras na Gaeilge (Ofis an Iwerzhoneg)