Montenegro
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
||||||
Yezh ofisiel | Serbeg | |||||
Kêr-benn | Podgorica | |||||
Kêr-benn gozh ar roueed | Cetinje | |||||
Prezidant | Filip Vujanović | |||||
Ministr Kentañ | Milo Đukanović | |||||
Gorread – En holl – % dour |
13 812 km² n/a |
|||||
Poblañs – Total (2003) – Stankted |
616,258 48.7/km² |
|||||
Kenelioù | Montenegriz: 43% Serbed: 32% Bosniaked: 8% Albaniaed: 5% Kroated: 1% Reoù all: 11% |
|||||
Kan broadel | Oj, svijetla majska zoro doare ofisiel (mp3) | |||||
Moneiz | Euro | |||||
Takad eur
|
CET (UTC +1)
CEST (UTC +2) |
|||||
Kompagnunezh aerzougen | Montenegro Airlines | |||||
astenn Internet | .yu a vez graet gantañ c'hoazh (.cs a zo miret) |
Republik Montenegro (e serbeg: Crna Gora, Црна Гора, distaget Tsrna Gora, ['tsr̩naː 'ɡɔra]) a zo ur republik er Balkanioù a-hed Mor Adria, a ya d'ober ul lodenn eus unaniezh Serbia-ha-Montenegro .
Hervez he bonreizh eo Montenegro ur "Stad demokratel, gwaredour hag ekologel.
Crna Gora a dalvez kement ha menez du, dre ma seblante teñval d'ar verdeerien an Alpoù dinarek ar menezioù-se gwelet eus ar mor, kement a goadoù don a oa dre eno gwechall. Merdeerien Venezia eo o deus brudet an anv-se dre o yezh, hag en un bern yezhoù eus ar bed eo gant an anv Montenegro — a dalvez menez du ivez — eo anavezet ar vro.
Ur referendom war dizalc'hiezh ar vro a zo bet dalc'het d'an 21 a viz Mae 2006. 55,5% eus ar voterien a zo savet a-du gant an disrann hag evel-se adsevel an dizalc'hiezh a oa da Rouantelezh Montenegro betek 1918. Evit bezañ degemeret an disoc’h gant Unaniezh Europa e ranke ar “ya” tapout tremen 55%, ha 50% eus ar voterien a zlee eztaoliñ o mouezh (86,3% o deus graet).
Embannet eo bet an dizalc'hiezh gant ar Parlamant d'an 3 a viz Mezheven 2006 ha degemeret eo bet en ABU d'an 21 a viz Mezheven 2006.
[kemmañ] Ar c'henelioù
Setu dasparzh kenelioù ar vro hervez niveridigezh 2003:
- En holl: 620,145
- Montenegriz 267,669 (43.16%)
- Serbed 198,414 (31.99%)
- Bosniaked 48,184 (7.77%)
- Albanianed 31,163 (5.03%)
- Muzulmidi 24,625 (3.97%)
- Kroated 6,811 (1.10%)
- Rromed 2,601 (0.42%)

|
|||
Alamagn · Aostria · Belgia · Breizh-Veur · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek |
|||
Ar 21 Stad ezel eus Kuzul Europa, ouzhpenn ar re meneget a-us | |||
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Bulgaria · Island · Jorjia · Kroatia · Liechtenstein · Moldova · Monaco · Norvegia · Republik Makedonia · Roumania · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina |
|||
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa | |||
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial | |||
Åland · Akrotiri ha Dekhelia · Jibraltar · Gwernenez · Manav · Inizi Faero · Jerzenez · Jan Mayen · Kosovo · Svalbard | |||
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet | |||
Republik Turk Kiprenez an Norzh · Treuznistria ·Nagorno-Karabac'h ·Abc'hazia ·Osetia ar Su ·Tchetchenia |