Sant Judikael
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
E-kreiz ar VIIvet kantved, sant Yudikael (658), manac'h ha roue Breizh. Dindan anv Iudichael eo meneget gant Gregor Turgn en e Historia Francorum). Mab da Judual, roue Domnonea, ur rouantelezh bras e hanternoz Breizh, e oa. Breur e oa ivez san sant Judog ha da sant Winnog ha da Haelog.
Hag eñ pennhêr e oe rediet lezel ar galloud d'e vreur Haelog ha mont a reas da vanac'h e Gwazel beteg marv Haelog. Galvet en-dro diwezhatoc'h da gemer krog e stur ar rouantelezh e tapas ur vrud a furnez. Marteze e oe trec'h war Dagoberzh, roue ar Franked, met staliañ a reas ar peoc'h en ur vont d'e welout en e balez e-kichen Pariz e 635 evit sevel ur feur-emglev .
E mare Yudikael e teuas e Breizh sant Maloù, hemañ diazezer eskopti Sant-Maloù. Harpañ a reas savidigezh meur a vanati, hini Pempont savet diwar emsziskouez ar Werc'hez en doa bet eno, sañset. Adarre e tilezas e garg a roue a-raok dezhan mervel evel ur sant. Anv Yudikael a zo brudet meurbet e Breizh. Deuet eo da vezañ Yezekel (pe Yezekael) e Breizh-Izel ha Jikel e Breizh-Uhel.