Skritur tibetek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
N'eo ket ar skritur tibetek ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ krouet diwar skwer doareoù-skrivañ yezhoù India gant Thonmi Sambhota e-kreiz ar VIIvet kantved hervez ar mojennoù
Implijet e vez evit skrivañ an tibeteg hag ivez an dzongkha (pe bhutaneg).
Daou stil pennañ a vez implijet dre vras: ar skritur u-can (Dbu-can), skrivet pe moullet gant ul linenn a-us d'al lizherennoù evel en devanagari hag ar skritur u-mey (Dbu-med), "dibenn".
Luziet a-walc'h eo doare-skrivañ an tibetek e-keñver distagadur ar yezh, rak er skritur e vez graet dave da kengerioù na vezont ket distaget. Abalamour da se e vez gwelet alies a-walc'h doare doare disheñvel evit ober gant an tibetek gant al lizherennoù latin: un treuzlizherennadur rik a diswel pep lizherenn er skritur tibetek ha mut e vefe pe get, d.s. "dbu-med"; hag un treuskrivadur a diskwel penaos e vez distaget pep ger hep ober van d'an doare ma vez skrivet hervez reolennoù ar skritur tibetek, d.s. "u-mey".
Dre ma'z eus ar skritur tibetek un abugida anezhañ e tlavez pep lizherenn diazez d'ur silabenn enni ur gensonenn digemm hag ur vogalenn diazez ("a") a c'hell bezañ kemmet dre ouzhpennañ skrapoù a bep seurt anvet vogalennoù stag.
Lizherennoù kevrennek a vez implijet ivez evit skrivañ meur a vogalenn an eil war-lerc'h eben hep vogalnn ebet kenetreze.
Ouzhpenn-se e vez lakaet ur pik (tseg) etre pep silabenn. Dre ma'z eo unsilabenneg darn vrasañ gerioù an tibeteg e talvez kement-mañ hogozig da lakaet ur pik etre pep ger.
Taolenn |
[kemmañ] Ar c'hensonennoù
Setu an 30 lizherenn kensonennel diazez:
ཀ ka | ཁ kha (k’a) | ག ga | ང nga (n̄a) |
ཅ ca | ཆ cha | ཇ ja | ཉ nya (ña), |
ཏ ta | ཐ tha (t’a) | ད da | ན na, |
པ pa | ཕ pha (p’a) | བ ba | མ ma, |
ཙ tsa | ཚ tsha (ts’a) | ཛ dza, | |
ཝ wa | ཞ zha (ža) | ཟ za, | |
འ 'a | ཡ ya | ར ra | ལ la, |
ཤ sha (s’a) | ས sa, | ||
ཧ ha | ཨ a |
[kemmañ] Kensonennoù ispisial
Implijet e vez un nebeut lizherennoù isispial dre dreiñ lizherennoù all evit skrivañ kensonennoù tro-gil o tont eus ar sañskriteg:
Troet e vez "ta", "tha", "da", "na", "sha" > ཊ ṭa (Ta), ཋ ṭha (Tha), ཌ ḍa (Da), ཎ ṇa (Na), and ཥ ṣa.
[kemmañ] Ar vogalennoù
Setu penaos e vez implijet ar vogalennoù stag:
ཀ ka, ཀི ki, ཀུ ku, ཀེke, ཀོ ko