Tchekeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Tchekeg |
||
---|---|---|
Komzet e: | Republik Tchek, Slovakia, Aostria ha broioù all zo | |
Niver a yezherien: | 12 milion | |
Renkadur: | 73 | |
Familh yezh: |
Indez-europat |
|
Statud ofisiel | ||
Yezh ofisiel : | Republik Tchek, Unaniezh Europa | |
Akademiezh: | Akademie věd, Ústav pro jazyk český |
|
Kod | ||
ISO 639-1: | cs | |
ISO 639-2(B): | cze | |
ISO 639-2(T): | ces | |
ISO/DIS 639-3(T): | ces | |
SIL: | czc |
An tchekeg (tchekeg: čeština) zo ur yezh indez-europat eus skourr yezhoù slavek ar c'hornôg. Komzet e vez gant tost da 12 milion a dud er Republik Tchek (e-lec'h ma 'z eo ar yezh stad), e Slovakia, en Aostria (e-lec'h ma 'z eo anavezet gant ar stad) ha gant Tcheked divroet er bed a-bezh. Abaoe 2004 ez eo an Tchekeg unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa. Kar eo d'ar Slovakeg betek ma n'eo ket diaes da slovakegerien ha tchekegerien en em gompren an eil egile.
Levezonet en deus an tchekeg rannyezhoù alamanek zo, dreist-holl ar Vienneg, war dachennoù ar c'heriaoueg hag ar c'hevreadurezh.
[kemmañ] Rannyezhoù
Teir rannyezh a zo: hini Bohemia, hini Moravia hag al Lac'heg (lašský jazyk) komzet e rannvro Těšín.
[kemmañ] Fonologiezh ha lizherenneg
A a | Á á | B b | C c | Č č | D d | Ď ď | E e | É é | Ě ě | F f |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
/a/ | /a:/ | /b/ | /ts/ | /tʃ/ | /d/ | /ɟ/ | /ɛ/ | /ɛ:/ | [e, je] | /f/ |
G g | H h | Ch ch | I i | Í í | J j | K k | L l | M m | N n | Ň ň |
/g/ | /ɦ/ | /x/ | /i/ | /i:/ | /j/ | /k/ | /l/ | /m/ | /n/ | /ɲ/ |
O o | Ó ó | P p | Q q | R r | Ř ř | S s | Š š | T t | Ť ť | |
/o/ | /o:/ | /p/ | [kv] | /r/ | /ɼ/ [ɼ, r'] | /s/ | /ʃ/ | /t/ | /c/ | |
U u | Ú ú | Ů ů | V v | W w | X x | Y y | Ý ý | Z z | Ž ž | |
/u/ | /u:/ | /u:/ | /v/ | /v/ | [ks] | /i/ | /i:/ | /z/ | /ʒ/ |
Brudet eo an tchekeg evit e c'herioù hep vogalenn ebet evel blb ("genaoueg") ha krk ("gouzoug"). Ret eo anzav e c'hell ar c'hensonennoù /l/ ha /r/ bezañ implijet evel vogalennoù, ha neuze n'eo ket ar gerioù-mañ hep vogalennoù pa vo lavaret mat.
Ur frazenn vrudet: Strč prst skrz krk!("Laka da viz ez korzailhenn!")
War ar silabenn gentañ emañ an taol-mouezh e tchekeg, ha hed ar vogalennoù a zo distag dioutañ, evel en anv Jiří ['jiɼi:] ("Jord").
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Dictionnaire Freelang Geriadur tch.-gall./gall.-tch.