Tigr
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() Panthera tigris
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Panthera | ||||
Anv skiantel | |||||
Panthera tigris Linnaeus, 1758 |
|||||
spesadoù all : | |||||
Panthera leo : leo |
|||||
|
Ur c'higdebrer eus familh ar Felidae eo an tigr. An hini brasañ eus ar c'hizier meur ez eo hag unan eus ar re bouezusañ. Darn vrasañ anezho a vev en India met o c'havout a c'heller e-barzh an holl Azia.
Bevañ a ra dreist holl e koadegoù hag e pradennoù, a zo e douellivadur diouto ha ma c'hellont tapout preizhoù mibinoc'h ha buanoc'h. Er c'hontroll da zarn vrasañ ar c'hizier eo an tigr un neuñvier mat. Alies e kaver anezhañ e stêrioù ha lennoù. Ganto o-unan e hemolc'h geotdebrerien evel ar c'herv, moc'h gouez ha bualed.
Ur spesad en arvar eo, kinniget gant distrijadur e annez hag ar bigrierezh. Ne chom nemet 5.000 a digred er bed tra ma oant muioc'h eget 100.000 ur c'hantved'zo.
Taolenn |
[kemmañ] Perzhioù
Ar c'hazh brasañ ha pounerañ er bed eo an tigr. Daoust ma c'hell kemm e berzhioù hervez an ispesadoù e vez o pouez an digred mal etre 180 ha 320 kg tra ma fouez ar barezed etre 120 ha 180 kg. Ar piri a vuzul etre 2,6 ha 3,3 metr, ar barezed etre 2,3 ha 2,75 metr. Eus an holl isspesadoù, ar hini vrasañ a zo tigr Amour hag an hini vrasañ tigr Sumatra.
Liv ha stankder ar roudennad a ziforc'h hervez an isspesadoù ha kalz nebeutoc'h o-deus an digred wenn. Darn vrasañ an digred o-deus war-dro 100 roudennad hag tigr Java (hag a zo aet da get) o-doa kalz muioc'h. Dibar eo tresadenn furmet gant roudennadoù pep aneval ha drezo e c'hell anavezout ar pennoù. An tigr a ra ganto da guzh p'emañ o tostaat ouzh e breizhoù. Al liv n'eo ket ur gudenn, er c'hontrol eus ar pezh a c'hellfed empennañ. Lodenn vrasañ eus an anevaled a wel kalz gwashoc'h al livioù eget mibion-den.
[kemmañ] Doare hemolc'h
Evel darn vrasañ a c'hizhier e vez an tigr oc'h argas e breizhoù dre sourpren (er c'hontroll d'ar bleiz evit skouer a chase anezho). Dre guzh e tost outo ha lammat a ra warno en dalvoudekat e bouez d'o filat. O lazhañ a ra dre zantañ o c'hilpenn. Pa vez bras ar preizh e vez oc'h argasiñ ar gouzoug kentoc'h, da droc'hañ ar wazhienn-gas-c'houzoug.
An digred a hemolc'h en dour ivez ha reoù'zo o-deus argaset bigi bihan.
Darn vrasañ an digred n'argasont ket an dud, estreget pan'eus an noan ganto. War-dro 3% pe 4% an digred a lazho un den e-pad o buhez. Ar re a ra an dra-se a vez aliez anevaled gozh pe c'hloazet na c'hellont ket tapout o frezhoù boazek. Evel darn vrasañ ar gigdebrerien vras e ouzont eo arvarus da hemolc'h an dud rak armet e c'hellont bezañ. Debrerien-dud a zo boutinoc'h er geunioù-mor eus ar Sundarbans, avat. Aze e argas tigred yach an dud alies a-walc'h.
Galloud a ra an digred lammat 5 m e uhelder ha 9-10 m e hirded, ar pezh a lakaa anezho d'unan eus al lammerien wellañ e-touez al loened (un tammig gwelloc'h eo ar puma, avat). Tigred a voe bet gwelet o lammat a-us ur sklotur a 2 vetr gant ur preizh a 50 kg en o geol ha galloud a reont lazhañ ur bleiz gant un taol-pav nemetañ.
[kemmañ] Annez hag emzalc'h
Ganto o-unan e vez an digred o vevañ. Ar barezed o-deus tachennadoù a 20 km² tra ma verzont re ar piri kalz brasoc'h (etre 60 ha 100 km²). Ur par a chell rannañ e dachennad gant parezed met he difenn a raio ouzh ar piri arall. Ar piri a stourm an eil ouzh an egile alies hag an emgannoù-se a c'hell bezañ marvel. Gant o zroazh e verk an digred o zachennad ha dre skilfañ ar gwez.
Ne c'hellont ar barezed en em c'houennañ nemet e-pad un nebeut devezh pep bloaz. Genel a reont 3 pe 4 kazhig a 1 kg goude un dougen a 103 devezh. Ar barez nemet a zesav anezho. Galloud a ra ar piri lazhañ kizhierigoù ur barez da vroudañ o mamm d'en em barat. E em c'houennañar ra an digred en ereoù hag ar boblañ er Stadoù Unvaniet a zo ken vras hag hini en natur moarvat.
En natur e heomlc'h an tigr kirvi, moc'h-gouez, gaured ha bualed-dour. Argasiñ a c'hellont frikorneged hag olifanted yaouank, ha zoken panterennoù hag arzhed vihan. Ar barezed, daoust dezho bezañ bihanoc'h eget ar piri, a zo barrek da lazhan ur gaur deuet d'e vent drezo-o-unan. Sambared, moc'h-gouez ha gaured a zo preizhioù pennañ an tigr e India.
[kemmañ] Rummouriezh
Nav ispesad a dig ez eus. Tri anezho a zo aet da get hag unan arall a vo en dazont tost kazi-sur. Annes hengounel an tigr (kalz bihanoc'h eo hiziv) a endalc'he Rusia, Siberia, Iran, Afganistan, India, Sina ha gevred Azia.