Trakia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Trakia , (bulgareg Тракия Trakiya, gresianeg Θράκη Thrákē, latin Thracia pe Threcia, turkeg Trakya) a zo un takad istorel ha douaroniel e Gevred Europa. Hiriv e vez anv eus Trakia evit ar rannved a c'holo Su ar Bulgaria ( = Trakia an Norzh), Bro-C'hres ar Biz (= Trakia Kornôg) ha Turkia europat (= Trakia ar Reter). War riblennoù tri mor emañ Trakia Mor du, Mor Egaios ha Mor Marmara. Graet e vez Roumelia eus Trakia e Turkia ivez. Trakia an Henamzer (i.e. tiriad ma beve an Drakianed gozh ennañ) a endalc'h ivez Norzh Bulgaria, Biz Gres, lodennoù Serbia ar Reter ha Republik of Makedonia ar Reter.