Yezh digenvez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur yezh digenvez a zo anezhi ur yezh naturel hep liammoù gant yezh ebet all. Da lâret eo ne c'hell ket bezañ renket en ur familh-yezhoù bennaket.
A-wechoù e teu ur yezh da vezañ digenvez goude ma'z eo aet da get an holl yezhoù all eus ur familh-yezhoù bennaket. Ar pirahaneg (pe yezh pirahã) komzet e Brazil, da skwer, eo ar yezh nemeti a van c'hoazh eus an holl yezhoù a veze renket gwechall e-touez ar yezhoù murek.
A-wechoù ivez n'eus ket ket titour a-walc'h diwar-benn ur yezh bennaket a-benn gallout he renkañ e-touez yezhoù all en ur familh-yezhoù resis. Gant seurt yezhoù e sav alies damkanoù a glask diskwel e rankfent bezañ renket er familh-mañ'r-familh ha neuze e c'hellfer lâret ez eo yezhoù damdigenvez anezhe rak ne vezer ket sur penn-da-benn hag-eñ ez eus ul liamm familh etre ar yezhoù-se ha yezhoù all pe get.
[kemmañ] Listenn yezhoù digenvez
Yezh | Evezhiadennoù |
---|---|
Abinomeg | Komzet e Papoua ar C'hornaoueg gant 300 a dud |
Adaieg | Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Teksas ha Louisiana (Stadoù-Unanet). |
Andokeg (andoque) | Komzet e Kolombia ha Perou. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù witotoek. |
Ainoueg | Yezh en arvar komzet e hanternoz Japan. Gwechall e oa ur familh-yezhoù eviti hec'h-unan. |
Euskareg | Komzet e Euskadi (Frañs) ha Spagn). |
Betoieg | Marv. Komzet e Kolombia. Liammoù bet kinniget gant ar yezhoù nasaek. |
Bourouchaskeg | Komzet e hanternoz Pakistan. Liammoù bet kinniget a-wechoù gant ar yezhoù yenisek. |
Bourmezoeg | Komzet e Papoua ar C'hornaoueg gant 250 a dud |
Hengipreg | Komzet e Kipreneze pad oadvezh an houarn. Liammoù bet kiniget gant an Etruskeg |
Elamiteg | Marv komzet en Impalaeriezh elamitek. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù dravidek. |
Gameleg | Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Maranhão (Brazil). |
Houamoeg (Huamoé) | Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Pernambuco (Brazil). |
Ibereg | Marv. Re nebeut a ditour evit gallout e renkañ. Kavet e vez elfennoù boutin etre ar yezh-mañ hag an euskareg met n'eo ket sklaer hag-eñ e vefe ul liamm familh etreze. |
Itonameg | Komzet e Bolivia. Liammoù bet kinniget gant ar yezhoù nasaek. |
Kalteg (pe nahalieg) | Yezh en arvar komzet e kornôg India. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù moundek. |
Kamsaeg (Camsá) | Komzet e Kolombia. |
Kandocheg (Kandoshi) | Komzet e Perou. |
Kanitchaneg (Canichana) | Komzet e Bolivia. Liammoù bet kinniget a-wechoù gant an Tekirakeg (Tequiraca) (Marv). |
Kayoubabeg (Cayubaba) | Komzet e Bolivia. |
Kayouseg (Cayuse) | Marv. Re nebeut a ditour evit gallout e renkañ. Komzet e Oregon ha Stad Washington (Stadoù-Unanet). |
Karkareg-Youreg | komzet e Papoua-Ginea Nevez |
Karokeg | Komzet e Kalifornia (Stadoù-Unanet). |
Kentumeg (Centúúm) | Komzet e Nijeria |
Kibirieg (Kibiri) | Komzet e Papoua Ginea-Nevez |
Kulheg (Culle) | Marv. Komzet e Perou. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù tcholonek. |
Koayaeg | Komzet e Rondônia (Brazil). |
Koutenaieg | Komzet e Idaho ha Montana (Stadoù-Unanet) ha Kolumbia Breizh-Veur (Kanada). |
Koreaneg | Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù altaek. |
Kukuraeg | Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Mato Grosso (Brazil). |
Lekeg | Komzet e Bolivia |
Meroiteg | Marv komzet gwechall e Rouantelezh Meroe. A-wechoù renket e-touez ar yezhoù nilek-saharek hag er yezhoù afrez-aziatek met n'eo ket bet posupl he renkañ da vat e familh resis ebet betek-henn rak digomprenus eo chomet an holl skridoù er yezh-mañ koulz lavaret. |
Movimeg | Komzet e Bolivia. |
Mounitcheg | Komzet e Perou. |
Nasaeg | Komzet e Kolombia |
Nivc'heg (pe gilyakeg) | Ur yezh paleo-siberiek komzet e trowardroioù ar Stêr Amour ha war an Inizi Sac'halin. Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù tchouktchek-kamtchatkek. |
Odiayeg | Komzet e Papoua Ginea-Nevez |
Pankararoueg | Marv. Komzet e Brazil. |
Pouelcheg | damvarv. Komzet e Arc'hantina. |
Pouinaveg | Komzet e Kolombia. |
Sabeleg (pe waoraneg) | Komzet e Ekwador ha Perou. |
Sumereg | Marv komzet gwechall e Sumeria. |
Taochireg | Komzet e Perou. Kinniget ez eus bet ur familh-yezhoù enni an omouraneg, ar c'handocheg, an tekirakeg hag an taochireg. |
Tikouneg | Komzet e Kolombia, Perou ha Brazil. Liammet marteze ouzh ar yourieg (marv). |
Timoukoueg (timucua) | Marv anavezet mat. Komzet e Florida ha Georgia (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant an tawaseg. |
Tinigweg | Komzet e Kolombia, hogozik marv |
Toleg | Komzet e Honduras |
Troumaieg | Komzet e Brazil |
Tsimaneg | Komzet e Bolivia |
Tuchaeg (Tuxá) | Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Bahia ha Pernambuco (Brazil). |
Urarineg | Komzet e Perou |
Waraoeg | Komzet e Guyana, Surinam ha Venezuela. A-wechoù renket e-touez ar yezhoù nasaek. |
Yaleg | Komzet e Papoua Ginea-Nevez |
Yamaneg | Komzet e Chile. |
Youtchieg | Komzet e Georgia hag Oklahoma (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù siouek. |
Yourakareg | Komzet e Bolivia. |
Youreg | Marv. Komzet e Kolombia ha Brazil. Marteze ez eus liammoù gant an tikouneg |
Youroumangieg | Marv. Komzet e Kolombia. |
Zuni | Komzet e Mec'hiko Nevez (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù penoutek met n'eo ket gwall sklaer al liamm-se. |