Morlenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur vorlenn a zo ul ledennad vor damgloz, met digor war ar mor bras. Ober a reer ivez gant ar gerioù lenn-vor, mor-bihan ha kambr-vor. Pa'z eo ar morlennoù ur goudor evit al listri e vezont lec'hioù mat evit staliañ ur porzh-mor pe veur a hini. Ur roll politikel hag armerzhel bras o devez. E morlennoù bras hag hogos serret e veze lakaet al listri-brezel da eoriañ evit o gwareziñ diouzh tagadennoù ar morluioù estren.
Pa vez strizh ha hir ar ganol-vor a sko war ar mor bras e vez graet ur mulgul anezhi.
E Breizh, morlenn Vrest ha morlenn an Oriant a zo porzhioù-brezel kozh (abaoe an Henamzer evit Brest hag abaoe 350 vloaz evit an Oriant).