Beijing
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
![]() |
Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |
Beijing |
|
---|---|
Riez | Republik pobl Sina |
Rannvro | |
Kod pellgomz | +86/10 |
Maer Amzer gefridi |
Wang Qishan |
Gorread | 16 808 km² |
Hed | 39° 54' W |
Led | 116° 23' N |
Uhelder | 43,5 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 14 930 000 (2004) |
Stankter | 888/km² |
Ur gêr e Sina an Hanternoz eo Beijing (sinaeg] 北京, Pinyin Běijīng). Kêr-benn Republik pobl Sina an hini eo hag unan eus ar peder c'heoded e RPS a zo par d'ur rannvro er frammadur melestradurel sinat. Stok ouzh kumun Tianjin eo, e-kreiz rannvro Hebei. Ur gumun stag ouzh ar gouarnamant kreiz war-eeun eo Beijing. Rannet eo e 16 distrig ha div gontelezh.
Kêr-benn bolitikel ha sevenadurel Sina eo Beijing, tra ma z'eo Shanghai he c'hêr-benn armerzhel. Unan eus Peder c'hêr-benn gozh Sina eo ivez.
E 2008 e vo dalc'het ar C'hoarioù Olimpek eno.
Taolenn |
[kemmañ] Anv
Kêr-benn an Hanternoz a dalvez an anv "Beijing". Boutin a-walc'h eo an doare-se da envel ar c'hêrioù en Azia. Nanjing, anv kêr-benn gozh ar Vinged, a dalvez Kêr-benn ar Su, tra ma talvez Tokyo Kêr-benn ar Reter.
"Pekin" e vez anvet ar gêr-se e galleg, un anv a gav e orin e distagadur ar mandarineg er XVIIvet kantved.
Kalz a anvioù he deus bet ar gêr-se e Sina. Etre 1928 ha 1949 e veze graet Bei Ping (Peoc'h an Hanternoz) anezhi, rak d'ar mare-se edo gouarnamant Sina e Nanjing. Un tiern a vrezel a rene war ar gêr d'ar c'houlz-se, evel war an darn vrasañ eus hanternoz Sina, ha ne veze ket kavet reizh-diazezet e c'houarnamant.
Hec'h anv kozh a roas ar gomunourien dezhi a-benn diskouez e oa bet adunvanet ar vro met ne oa ket bet degemeret ar c'hemm-mañ gant Republik Sina. Betek ar bloavezhioù 1970 e kendalc'he tud Taiwan d'ober gant Bei Ping evit he anval.
Yan Jing a zo un anv arall evit envel ar gêr, graet gantañ gant tud ar vro. Daveiñ a ra an anv-mañ d'ar Rouantelezh Yan a rene war ar rannvro da vare ar Rouantelezhioù oc'h Emgannañ
[kemmañ] Istor
Poblekaet eo bet lec'hienn Beijing abaoe ar milved kentañ kent Jezuz-Krist. E-kichen Beijing a-vremañ edo Ji kêr-benn ar Rouantelezh Yan. Hendad Beijing ne oa ket Ji, avat. Dilezet eo bet ar geoded war-dro ar XVIvet kantved ha ne oa nemet kerioù bihan er rannvro e-pad ar remziadoù Sui ha Tang.
E 936 e roas remziad ar Jin Diwezhatoc'h un darn eus e harzioù en hanternoz, Beijing a vremañ enno, da remziad kithan al Liao. Un eil gêr-benn, Nanjing hec'h anv, a grouas homañ el lec'h m'emañ bremañ Beijing. E 1125 e aloubas remziad Jurchen ar Jin al liaoed ha Nanjing a lakajont da gêr-benn. Zhong Du (kêr-benn ar c'hreiz) hec'h anvjont.
Distrujañ a reas ar Vongoled kêr Zhong Du e 1215 hag hec'h adsevel a rejont un tammig pelloc'h war-du an hanternoz. Anezhi e lakaeas Kubilai Khan da gêr-benn. Khanbalik e anvas e mongoleg (o talvez kement ha "annez meur ar C'hhan") ha Da Du e sinaeg (da lâret eo, "kêr-benn veur"). War ar seblant en doa Kubilai Khan dibabet Khanbalik da gêrbenn, edo war vevennoù ar bed sinat, peogwir e oa tostoc'h ouzh Mongolia.
Goude diskar ar remziad Yuan e voe adsavet kêr gant ar remziad Ming a anvas anezhi Shun Tian. E 1403 e tilec'hias an Impalaer Yongle e gêr-benn eus Nanjing da Veijing, evit difenn gwelloc'h harzoù an hanternoz. Kemeret he deus kêr Veijing he neuz a-vremañ e-pad ar remziad Ming gant savidigezh ar Geoded Difennet etre 1406 ha 1420 hag Azeuld an Neñv e 1420. Pobletañ kêr ar bed e oa Beijing etre 1420 ha 1650 hag etre 1710 ha 1825, hervez studiadenn Tertius Chandler ( Four Thousand Years of Urban Growth: An Historical Census).
Goude dibenn ren ar Vinged e chomas Beijing kêr-benn remziad mandchouek ar Quinged. Enni e lakaeas seziz ar c'hannatioù arallvro e-pad Emsavadeg ar Vokserien e 1900.
An Dispac'h Xinhai, a ziskaras ar remziad Quing e 1911, ha klask erlerc'hiañ Beijing gant Nanjing met Yuan Shikai, a oa e skoazell dizouerus da verzh an emsav, a viras an emsaverien da zalc'h Beijing da gêr-benn.
Embann a reas Yuan Sikai e [[1915] e oa deuet da vezañ Impalaer met ne oa ket bet degemeret e renerezh gant ar rannvroioù. Kouezhout a reas ar vro etre daouarn an dierned a vrezel. A re bouezusañ anezho a stourme evit kontroliñ Beijing e-pad ar brezelioù Zhili-Anhui ha Zhili-Fengtian.
Goude Argasadeg an Hanternoz en em stalias gouarnamant ar C'huomintang e Nanjing. Adañvet e oa bet ar gêr Beiping, ar pezh a c'hell bezañ troet Peoc'h an Hanternoz pe Hanternoz peoc'hekaet, a-benn diskouez ne oa ket reizh-diazezet gournamant an dierned a vrezel o doa staliet o galloud enni.
E-pad ar Brezel etre Sina ha Japan e oa bet tapet Beijing gant ar Japaniz d'ar 29 a viz Gouere 1937. Dindan o dalc'h e adkavas hec'h anv kozh - Beijing - hag e voe lakaet da sez ur gouarnamant c'houllo : Danvez Gouarnamant Republik Sina. Hemañ a oa kendeuzet gant Gouarnamant Wang Jingwei edo e sez e Nanjing. Goude kodianigezh Japan, avat, e oa bet adanvet ar gêr Beiping.
D'an 31 a viz Genver 1949 en em gavas ar gomunourien e Beijing hep stourmañ. D'ar 1añ a viz Here ez eo eno ma embannas Mao Zedong krouidigezh Republik Pobl Sina. Divizet e oa bet ur pennadig a-raok e vefe bet lakaet Beijing da gêrbenn ar stad nevez o lakaat hec'h anv kozh dezhi en-dro.
O vezañ kêrbenn ar vro he deus gwelet Beijing kalz trubuilhoù e-pad dekvloaziadoù diwezhañ an XXvet kantved, en o zouesk manifestadegoù Tienanmen, e 1976 hag e 1989.
Kregiñ a reas Beijing e ziorren goude adreizhadurioù armezhel Deng Xiao Ping hag ar c'hresk-mañ en deus degaset kudennoù niverus (saotradur, tremen) d'e heul.
[kemmañ] Douaroniezh
Lec'hiet eo Beijing e hanternoz plaenenn hanternoz Sina. Gant menezioù eo gwarezet kostez ar c'hornôg, an hanternoz hag ar gwarlarn ouzh gwent ar stepoù.
E gwalarn ar gêr e kaver ar Menezioù Jundu tra m'eo riblet ar c'hornôg gant ar Menezioù Xinshan. Lec'hiad uhelañ ar geoded eo Menez Dongling (2303 m) war vord Hebei. Talvoudekaet eo bet ar menezioù-mañ pa'z eo bet savet Moger Vras Sina a wareze ar gêr a-enep d'ar gantreidi.
Teir stêr a red dre Beijing : Yongding, Chaobai hag un darn eus ar stêr Hai. E penn diwezhañ Kanol Vras Sina, a gerzh etre hanternoz Sina ha Hangzhou, emañ Beijing ivez.
Kriz e vez hin Beijing, gant hañvioù gor ha gleb abalamour da vonson Azia ar reter ha goañvioù avelek, yen ha sec'h, levezonet gant adkelc'hwidenn Siberia. Gwrezverkoù keitat miz Genver a vez etre -7° ha -4° C pa vezont tro 25° C e miz Gouere. Bez ez eus war dro 600 mm a zour-glav bep bloaz, 75 % anezho o varradiñ e-pad an hañv.
Saotret-tre e vez aer rannvro Beijing ha barroù-avel deuet eus an dezerzh a vez alies. O kempenn kêr emañ ar gouarnamant avat, a-raok ma vo dalc'het ar c'hoarioù olimpek eno.
[kemmañ] Frammadur ar gêr
[kemmañ] Karterioù
Karterioù pennañ Beijing eo :
- Andingmen 安定门
- Beiyuan 北苑
- Chaoyangmen 朝阳门
- Dongzhimen 东直门
- Fangzhuang 方庄
- Fuchengmen 阜成门
- Fuxingmen 复兴门
- Guomao 国贸
- Hepingli 和平里
- Wangjing 望京
- Wangfujing 王府井
- Wudaokou 五道口
- Xidan 西单
- Yayuncun 亚运村
- Zhongguancun 中关村
Meur a anv-lec'h e Beijing o deus o dibenn o echuiñ gant an elfenn -men (门), ar pezh a dalvez kement ha dor. Diwar anvioù dorioù moger gozh ar gêr int bet savet. Reoù arall a echu o anvioù gant an dibenn cun (村), o talvez kement ha kêriadenn. Ar c'hêriadennoù a zo kaoz amañ a oa lec'hiet d'en tu all da voger ar gêr.
[kemmañ] Kêrioù
Un nebeud kerioù a zo enframmet e-barzh kumun Beijing met er-maez an tolead-kêr end-eeun :
- Changping 昌平
- Huairou 怀柔
- Miyun 密云
- Liangxiang 良乡
- Liulimiao 琉璃庙
- Tongzhou 通州
- Yizhuang 亦庄
[kemmañ] Rannoù melestradurel
E 18 rann eo lodennet keoded Beijing. 16 anezho a zo bannoù pe distrigoù, an div all o vezañ kontelezhioù.
E eizh bann eo rannet ar gêr hag he bannlev tost-kaer.
Bann | Poblañs (Niveradeg 2000) | Gorread (km²) | Stankter (/ km²) |
---|---|---|---|
Bann Dongcheng (东城区: Dōngchéng Qū) | 536,000 | 24.7 | 21,700 |
Bann Xicheng (西城区: Xīchéng Qū) | 707,000 | 30.0 | 23,567 |
Bann Chongwen (崇文区: Chóngwén Qū) | 346,000 | 15.9 | 21,761 |
Xuanwu (宣武区: Xuānwǔ Qū) | 526,000 | 16.5 | 31,879 |
Chaoyang (朝阳区: Cháoyáng Qū) | 2,290,000 | 470.8 | 4,864 |
Bann Haidian (海淀区: Hǎidiàn Qū) | 2,240,000 | 426.0 | 5,258 |
Bann Fengtai (丰台区: Fēngtái Qū) | 1,369,000 | 304.2 | 4,500 |
Bann Shijingshan (石景山区: Shíjǐngshān Qū) | 489,000 | 89.8 | 5,445 |
Kêr end-eeun + banlev | 8.50 milion | 1377.9 | 6,171 |
Ar c'hwec'h distrig pelloc'h a endalc'h ar banlevioù pellañ ha kêrioù staget ouzh Beijing
Bann | Poblañs (Niveradeg 2000) | Gorread (km²) | Stankter (per km²) |
---|---|---|---|
Bann Mentougou (门头沟区: Méntóugōu Qū) | 267,000 | 1,331.3 | 201 |
Bann Fangshan (房山区: Fángshān Qū) kontelezh Fangshan betek 1986 |
814,000 | 1,866.7 | 436 |
Bann Tongzhou (通州区: Tōngzhōu Qū) kontelezh Tong betek 1997 |
674,000 | 870.0 | 775 |
Bann Shunyi (顺义区: Shùnyì Qū) kontelezh Shunyi betek 1998 |
637,000 | 980.0 | 650 |
Bann Changping (昌平区: Chāngpíng Qū) kontelezh Changping betek 1999 |
615,000 | 1,430.0 | 430 |
Daxing District (大兴区: Dàxīng Qū) kontelezh Daxing betek 2001 |
672,000 | 1,012.0 | 664 |
Banlevioù diavaez | 3.68 milion | 7,490 | 491 |
En tolead diwar ar maez ha tost-kar ag ar maezioù emañ an div gontelezh hag an daou vann arall.
Bann | Poblañs (Niveradeg 2000) | Gorread (km²) | Stankter (per km²) |
---|---|---|---|
Bann Pinggu (平谷区: Pínggǔ Qū) Kontelezh Pinggu betek 2001 |
397,000 | 1,075.0 | 369 |
Bann Huairou (怀柔区: Huáiróu Qū) Kontelezh Huairou betek 2001 |
296,000 | 2,557.3 | 116 |
Kontelezh Miyun (密云县: Mìyún Xiàn) | 420,000 | 2,335.6 | 180 |
Kontelezh Yanqing (延庆县: Yánqìng Xiàn) | 275,000 | 1,980.0 | 139 |
Tro | 1.39 milion | 7,947.9 | 175 |
Sifroù diwar Geohive
[kemmañ] Armezh
E 2005 e oa PBK Beijing 681.45 $ RMB (war-dro 84 miliard $ SU), kresket anezhañ eus 11,1 % e-korf ur bloaz. He PBK dre zen a oa 44,969 RMB, 8,1% muioc'h eget e 2004. Kresket kalz o deus niver ar c'hirri-tan (+ 18 % e kerzh ur bloaz) ha priz an tier.
E Guomao emañ kreizenn arc'hantel nevez ar gêr. Enni e kaver sezoù embregerezhioù, kreizennoù kenwerzhel ha lojeizoù pompadus. Ar greizenn armerzhel kozh a zo rannet etre Fuxingmen ha Fuchengmen tra m'eo Wangfujing ha Xidan toleadoù kenwerzhel dreist-holl. E Zhongguancun, lesanvet "Silicon Valley" Sina, eo lec'hiet ar braz eus an embregerezhioù elektronek.
War du ar c'hornôg emañ ar c'helc'hiadoù greantel pennañ ha er maez ar gêr e c'hounezer maiz ha gwinizh
Da vezañ buan tre e kendal'ch kreskadeg Beijing,ar pezh en-deus dilerc'hoù diblijus.Brudet eo ar gêr evit he "smog" ha "programoù espernidigezh energiezh" dekredet gant ar gouarnamant. Perzh an dour a zo fall tre hag ar gaz hag an tredan a zo ker tre. Arnodin a reas ar gouarnamant da zirouetlañ ar gudenn dre urzhiañ greanterezhioù da lakaat arc'hant da wellaat glander. Divarrek d'hen ober e oa bet lod anezho ha aet kuit ez int da gerioù arall evl X'ian
[kemmañ] Tisaverezh
Tri stumm a disaverezh a gaver e Beijing. Da gentañ, an tisaverezh impalaeriel a zo skouer gwellañ :Tienanmen, ar Geoded Difennet hag Azeuldi an Neñv. Bez ez eus ivez un tisaverezh soviedel e stumm gant savadurioù savet etre 1950 ha 1970. Savadurioù savet goude 1980 a zo muioc'h a-vremañ o stumm, gant ur meskaj a disaverezhioù kozh ha nevez.
[kemmañ] Demografiez
Poblañs Beijing, se a zo tod o chom e Beijing muioc'h eget c'hwec'h miz pep bloaz, a oa 15.38 milion. 11.870 anezho a oa hukou, gwir da chom e Beijing dibaouez. Ar peurest o-deus un aotreadur amzeriad hepken. Bez ez eus un niver dianav eus divroidi eneplezenn deuet eus ar maez. Hei ren pe dud zu anver anezho.
95% eus an dud o chom e Beijing a zo Han. Kavout a reer ivez Mongoled, Mandchoued, Hui ha Tibetiz. Bez ez eus ur skolaj tibetat evit ar re yaouank a zo tibetat o zud.
Bodadoù etnek Beijing, kontadeg 2000 | ||
---|---|---|
Broadelezh | Poblañs | Dre gant |
Han | 12,983,696 | 95.69% |
Mandchou | 250,286 | 1.84% |
Hui | 235,837 | 1.74% |
Mongoled | 37,464 | 0.28% |
Koreiz | 20,369 | 0.15% |
Tujia | 8372 | 0.062% |
Zhuang | 7322 | 0.054% |
Miao | 5291 | 0.039% |
Uyghur | 3129 | 0.023% |
Tibetiz | 2920 | 0.022% |
[kemmañ] Sevenadur
Rannyezh Beijing a gomz tud bet ganet e kelc'hiadoù kêrel Beijing. Un doare mandarineg eo ha warni eo diazezet ar sinaeg standart. Er-maez ar gêr e komzer rannyezhoù tost a-walc'h ouzh hini proviñs Hebei.
Brudet e vez C'hoarigan Beijing eve unan eus begoù sevenadur sinat. Diazezet eo war ur meskaj a ganioù, a gendivizioù komzet hag ag oberennoù. Gant ur yezh hen he stumm e vez graet ennañ, ar pezh e laka da ziaes da gomprenn.
Ar Siheyuan (四合院) a zo stil tisaverezh hengounel Beijing. Un savadur karrezek eo gant kambroù o c'hronnañ ur porzh diabarzh. Hemañ a vez oc'h enderc'hel ur wezenn (ur c'hreunadenn alies)) pe un oglenn gant pesked. Un Hutongs (胡同) a vez graet gant heuliad Siheyuanoù. Boutin tre e voent e kreizenn Beijing gwechall met o vezañ distrujet emaont e frammadur politikerezh arnevezadur bleiniet gant ar gouarnamant. D'o annezidi e vez roet ranndioù er mellad-tiez nevez met lod anezho a glemm. Un nebeut hutongoù a zo gwarezet, avat, evit abegoù sevenadurel hag istorel.
Keginerezh Beijing a zo keginerezh mandarinat, an houadrostet he meuz brudetañ. Tiez-te a zo niverus e Beijing hag an te a zo ur perzh pouezhus eus ar sevenadur lec'hiel. Meur a zoare te a zo, reoù bennak ker tre.
[kemmañ] Treuzdougen
D'ur greizenn bennañ a dreuzdougen ez eo aet Beijing adalek adreizhadur armezhel Deng Xiaoping. Pemp hentoù-tro ha nav gourhentoù a gelc'h ar gêr. Un aerporzh etrevroadel he-deus ivez.
[kemmañ] Hentoù-houarn
Div c'har bennañ a zo e Beijing : Gar Beijing ([[sinaeg 北京站; Hanyu Pinyin: Běijīng Zhànha) Gar Beijing ar Reter (Hanyu Pinyin: Běijīng Xīkèzhàn, sinaeg: 北京西客站) a zo aet d'ar gar brasañ e Sina. Garioù bihanoc'h a zo ivez evel Beijing ar reter, Beijing an hanternoz ha Fengtai.
Ur greizenn hent-houarn a zo Beijing. Linennoù a liamm anezhi ouzh kêrioù brasañ ar vro evel Guangzhou, Shanghai, Harbin, Baotou, Taiyuan, Chengde and Qinhuangdao. Reoù arall a vlei e Rusia pe e Korea an Hanternoz
Ul linennn-tren-bun-tre a zo o vezañ savet. Echuet e vo e 2007 ha liammañ a raio Bejing ouzh Tianjin
[kemmañ] Hentoù
Gant an holl rannoù eus Sina eo Beijing liammet dre an hent. Nav gourhentoù (ha c'whec'h arall o vezañ savet) ha ennek hentoù broadel a gevre Beijing gant ar proviñsoù. E-Barzh Beijing e voe bet savet pemp hent-tro.
Ar red a zo unan eus kudennoù pennañ Beijing. Pemdezek eo ar stoc'hadoù, dreist hol er greizenn e-kichen rabin Chang'an. Da de dirouestlañ an diasderioù-se o-deus bet brasaet straedoù meur ar gêr d'o liaman gant an trede hent-tro. Esperiñ a reer e lakaio an dra-se da aesoc'h da dremen eus un hent-tro d'an egile.
Ma'z eus kudennoù red gant Beijing n'eo ket en-abeg d'he ment hepken. An treuzdougenoù boutin a zo skort ha leunat e vez alies ar busoù. Bez ez eus ur metro met re vihan eo c'hoazh da vezañ talvoudus. Hervez ar gouarnamant e gwellaio an traoù er bloavezhioù da zont ha da get e tlefe mont ar stoc'hadoù a-raok ar c'hoarioù olimpek.
[kemmañ] Aerporzhioù
Ar Beijing Capital International Airport (Sinaeg eeun: 北京首都国际机场; Sinaeg hengounel: 北京首都國際機場; pinyin: Běijīng Shǒudū Guójì Jīchǎng) a zo aerporzh pennañ ar gêr. E-kichen Shunyi emañ, 20 km eus ar greizenn. Ennañ e erru darn vrasañ eus an nijadennoù evit Beijing. Ouzh ar greizen eo liammet dre Hent-Buan an Aerporzh ((机场高速公路, Hanyu Pinyin: Jīchǎng Gāosù Gōnglù). Mont eus ar greizenn d'an aerporzh a gemer war dro 40 munut.
An aerporzhioù arall a zo Liangxiang, Nanyuan, Xijiao, Shahe ha Badaling met gant al lu e vezont talvoudekaet dreist holl.
[kemmañ] Treuzdougenoù boutin
Peder linenn a zo gant metro Beijing (Sinaeg hengounel: 北京地鐵; Sinaeg eeun: 北京地铁; pinyin: běi jīng dì tiě), div anezho a zo isdouarel, an div arall a zo a us d'ar gorre. Rakwelout a reer da sevel muioc'h evit ar C'hoarioù Olimpek. Bez e oa ivez 599 linenn bus ha trolleybus e 2004.
Busoù gant an aeriañ a gousk 2Renminbi evit 10 km. Ar re heptañ na gousk nemet 1 renminbi. Tikedoù metro a gousk 3 Renminbi evit al linennoù 1, 2, 13, ha 8T, 5 RMB evit tikedoù oc'h aotren un dremenadenn davet al linenn 13 ha 4 RMB evit tikedoù oc'h aotren un dremenadoù davet al linenn 8T.
Boutin kenañ eo an taksioù. Koustañ a reont 10 RMB evit an deg kilmotr kentañ ha daou evit pep kilometr muioc'h. Goude 15 km e kresk ar prizioù eus 50%. Kreskiñ a reont a 20% ivez etre 11 eur ha 18 eur. Ar c'hreskadennoù-se a zo a-vernioù.
[kemmañ] Touristelezh
E-sped freuzioù ar brezelioù hag eus an Dispac'h Sevenadurel eo Beijing pinvidik e monumantoù. Daoust m'anavez tud ar c'hornôg anezhi evit he fouez politikel dreist holl, eo Tiananmen (dor ar peoc'h neñvel) unan eus diduelloù pennañ ar gêr. Lec'hoù arall a zo Moger Vras Sina, a zo un darn anezhi e-kichen Beijing, ar Palez Hañvek hag Azeuldi an Neñv
[kemmañ] Lec'hioù touristel pennañ e-barzh ar gêr
[kemmañ] Monumantoù
- Ar Geoded zifennet (World Heritage Site)
- Tiananmen
- Tiananmen (The Gate of Heavenly Peace)
- Palez Ar bobl (Parlamant Broadel)
- Mirdi Broadel Sina
- Monumant da Harozioù ar bobl
- Ti-kañv Mao Zedong
- Ar Palez Hañvek (World Heritage Site)
- Rivinoù ar Palez Hañvek
- Gulou
- An Hutongoù istorel and Siheyuanoù
- Pont Lugou Bridge (Pont Marco Polo )
- Palez ar Priñs Gong (Gong Wang Fu)
- C'hoarigan Beijing
- Straed ar Sevenadur
- Gedlec'h Kozh Beijing
[kemmañ] Azeuldiez
- Azeuldi an neñv
- Azeuldi an Douar, e hanternoz Beijing
- Azeuldi an Heol, e reter Beijing
- Azeuldi al Loar, e kornôg Beijing
- Azeuldi tanzhe
- Azeuldi Jietai
- Azeuldi Yunju
- Yonghegong (Azeuldi Lama)
- Azeuldi Guangji
- Azeuldi Konfucius
- Azeuldi ar Kloc'h Meur
- Azeuldi ar Pemp Pagodenn
- Azeuldi ar C'houmoul Glaz
- Azeuldi ar Budda Gourvezet
- Azeuldi an Dagoba Gwenn el Liorzh Beihai
- Badachu
- Iliz Meur an Dinamm Grouet
- Iliz ar Savetaer Santel
- Moskeen Niujie
[kemmañ] Liorzhioù
- Liorzh Beihai
- Shichahai
- Liorzh Jingshan Park
- Xiangshan
- Daguanyuan
- Liorzh ar Plantennoù
- Liorzh Taoranting
- Zoo Beijing
[kemmañ] Karterioù Kenwerzhel
- Wangfujing
- Xidan
- Beijing CBD
- Beijing Financial Street
- Zhongguancun
- Yizhuang
[kemmañ] Er-maez ar gêr
- Darnioù Moger Vras Sina (World Heritage Site) e:
- Badaling
- Juyongguan
- Mutianyu
- Simatai
- Jinshanling
- Jiankou
- Bezioù an diernelezh Ming (World Heritage Site)
- Zhoukoudian, lec'h ma voe bet kavet Den Beijing (World Heritage Site)
- Shidu
[kemmañ] Ostalerioù
Betk ar bloavezhioù 70 e oa ostaleri wir ebet e Beijing en abeg da etad an traoù armezhel ha kevredel. Ar veajerien a veze o vont er zhaodaisuo, un doare ostaleri-stad. Un nebeut anezho a zo talvoudekaet c'hoazh hiziv an deiz.
Er bloavezhioù 70 e krogas Sina d'arnodiñ da sachañ arc'hant tud ar c'hornôg. Un niver bras a ostalerioù a zeraouias da sevel neuze. Kalz ostalerioù, reoù'zo uhel tre o live, ez eus bremañ e kêrbenn Sina an hini vrudetañ a zo Ostaleri Beijing (北京饭店), a zo perc'hennet gant ar stad. E-touez ar re-arall e kaver An Ostaleri Sheraton, an Ostaleri Jianguo, An Ostaleri Vedel Sina, Ar St. Regis, Ar Grand Hyatt hag Palez al Ledenez.
Bez ez eus Ostalerioù evit ar Re-Yaouant met n'int ket gwall niverus.
[kemmañ] Buhez an noz
Oberiant ha variant eo buhez an noz e Beijing. Dañsvaoù niverus a voe bet krouet abaoe adreizhadurioù Deng Xiao Ping. War-dro Sanlitun pe e-kichen Sportva al labourerien emañ darn vrasañ anezho. Kavout a reer reoù er c'harter Wudaokou e gwalarn ar gêr.
Ar c'harterioù ma'z int digor diwezhat an tavarnioù a zo :
- Sanlitun
- Houhai
- Yuandadu
[kemmañ] Deskadur
Skolioù-meur niverus a gaver e Beijing, meur anezho etrevroadel o live. Ar re vrudetañ a zo :
- Skol-veur Beijing ("Beida") - (Sinalun hengounel: 北京大學; Sinalun eeunaet: 北京大学; Pinyin: Běijīng Dàxué
)
- Skol-veur Tsinghua - (Sinaeg eeunaet: 清华大学; Sinaeg hengounel: 清華大學; Pinyin: Qinghuá Dàxué)
- Skol-veur Normal Beijing Sinaeg eeunaet: 北京师范大学; Sinaeg hengounel: 北京師範大學; Pinyin: Běijīng Shīfàn Dàxué)
- Skol-veur Renmin Sina (Sinaeg eeunaet: 中国人民大学; Sinaeg hengounel: 中國人民大學; Pinyin: Zhōngguó Rénmín Dàxué)
A-drugarez e renk a gêrbenn sevenadurel ha melstradurel Sina e herberc'h Beijing kalz muioc'h skolioù-meur eget tout ar c'herioù arall er vro. Melestrer ez int gant Deskadurezh Stad Sina. War-gresk eo niver ar studierien estrañjour
[kemmañ] Roll skolioù-veur Beijing
- [[Skol-veur Beijing] (北京大学) (diazezet e 1898), ar skol-veur wellañ eus Sina hag an hini XVved er bed a-bezh
- Skol-veur Tsinghua University (清华大学) (diazezet 1911),
- Skol-veur Renmin Sina (中国人民大学)
- Skol-veur Normal Beijing (北京师范大学) (founded 1902)
- Skol-Uhel Teknologiezh Beijing (北京理工大学)
- Skol-veur Jiaotong Beijing (北京交通大学)
- Skol-veur greiz armerzh ha finañs (中央财经大学)
- Skol-veur eus kenwerzh etrevroadel hag armerzh (对外经济贸易大学)
- Skol-veur eus an darempredoù etrevroadel (国际关系学院)
- Skol-veur eus ar skiantioù eus an deknologiezh (北京科技大学)
- Skol-veur eus nijouriezh hag astraerezh (北京航空航天大学)
- Skol-veur eus politikouriezh ha gwir (中国政法大学)
- Skol-veur teknologiezh Beijing (北京工业大学)
- Skol-veur ar studioù etrevroladel (北京外国语大学)
- Skol-veur ar yezhoù hag ar sevenadurioù (北京语言大学)
- Skol-veur gounezereh Sina (中国农业大学)
- Skol-veur teknologiezh chimiek (北京化工大学)
- Skol-veur medisinerezh (北京中医药大学)
- Skol-veur eoul-maen (石油大学)
- Skol-veur ar post (北京邮电大学)
- Skol-veur normal ar gêrbell (首都师范大学)
- Skol-veur ar c'hoadegoù (北京林业大学)
- Skol-veur an darempredoù (中国传媒大学)
- Akademiezh greiz an teatr (中央戏剧学院)
- Skol-sonerezh greiz (中央音乐学院)
- Skol-uhel an arzoù (中央美术学院)
- Akademiezh Sinema Beijing (北京电影学院)
[kemmañ] Mediaoù
[kemmañ] Skinwell ha skingomz
Skinwell Beijing a skin-gas war ar chadennoù 1 da 10. Er c'hontrol d'ar Skinwell-Kreiz Sina, n'en-deus ket ur chadenn e saoznek. Bez ez eus tri skingomz e saozneg, avat : Hit FM war FM 88.7, Easy FM gant Skingomz Etrevroadel Sina (CRI) war FM 91.5, ha Radio 774 war AM 774.
[kemmañ] Kazetennoù
Ar gazetenn vrudetañ eus Beijing a zo ar Nevezioù an Abardaez Beijing (Beijing Wanbao). Bennoz e vez embannet hag enni e kaver an holl nevezioù Beijing hag he rannvro. Ar c'hazetennoù pennañ arall a zo :
- Nevezioù Beijing (Xin Jing Bao)
- Ar Steredenn bemdeziek Beijing
- Nevezioù ar Mintin Beijing
- Kazetenn-bemdeziek ar re Yaouank (Beijing Qingnian Bao)
E Beijing e vez embannet Kazetenn-bemdeziek ar Bobl (Sinaeg: 人民日报; Pinyin: Rénmín Rìbào) ha China Daily e saozneg.
[kemmañ] Sportoù
Ar C'hoarioù Olimpek a herberc'ho Beijing e 2008. Meur a skipailh-sport ez eus enni, en-o-zouez :
- Kevredad Mell-droad
- Beijing Xiadai
- Kevredad Sinat Basket
- Houidi Beijing
- Olimpianed Beijing