Eros
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Eros a zo un doue eus Hellaz hag unan eus an nerzhioù a ren ar bed a-raok ganedigezh an doueed divarvel ha donedigezh an dud war an douar. Astenn a ra e c’halloud war an dud evel just, hag ivez war ar plant, ar mineralioù, an dourioù, war gement tra zo.
[kemmañ] Heñvelekaat
Peurvuiañ e vez heñvelekaet, evel ma'z eo bet graet e Roma gozh, ha gant an arzourien dre vras, Eros Hellaz ha Kupidon ar Romaned.
[kemmañ] Disheñvelekaat
E gwirionez n’emañ ket da vezañ tostaet ouzh an doue roman Kupidon, na gant ar Garantez, daoust ma’z eo bet lakaet Eros da harp d’ar garantez, a zo mab da Hermes hag Afrodit, daoust ma ma’z eo bet skeudennet a-wechoù evel ur paotrig askellek , o skeiñ saezhioù gant kalonoù an dud, pe o c’hwezhañ an tan en o eneoù .
Eros a zo da gentañ-penn un dra difetis : ar c’hoant a dosta hag a c’han ar bedoù. Evel-se eo e vez gwelet er bredelfennerezh freudian, enebet ouzh Tanatos.
[kemmañ] Gerioù
Diwar anv Eros (un anv roet d'ar baotred e Bro-C'hres hag en Italia), eo bet savet ar gerioù erotek, erotegezh.