Fonetik
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Studi ar sonioù a vez savet gant ar vouezh eo ar fonetik. Disheñvel eo diouzh ar fonologiezh neuze, rak keit ha ma vez studiet gant ar fonologiezh doare mont-en-dro ar sonennoù hervez struktur ur yezh resis, gant ar fonetik e vez studiet perzhioù ar sonennoù sonenn hag an doareoù d'o froduiñ gant ar vouezh. Fonennoù a vez graet eus ar sonennoù yezh studiet gant ar fonetik, disheñvel-mik diouzh ar fonemennoù a vez pledet ar fonologiezh gante.
Bez' e c'heller isrannañ tachennoù-studi resis ar fonetik evel-mañ:
fonetik an distagañ: (saoz. 'articulatory phonetics') a denn da studi an doare ma vez produet ar sonennoù gant ar genoù, an dent, an teod, h.a.;
fonetik ar sonioù: (saoz. 'acoustic phonetics) a denn da studi ar gwagennoù-son a sav diwar sonennoù disheñvel;
fonetik ar c'hleved: (saoz. 'auditory phonetics') a denn da studi an doare ma vez merzet ar sonennoù
Peurliesañ e vez treuskrivet sonennoù ar yezhoù hervez al lizherennoù ispisial (Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel) bet savet gant KCevread Etrebroadel ar Fonetik , met muic'h-mui e vez kavet istemoù all, dreistholl evit ar c'henwiad, evel an X-SAMPA.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |