Gwiana
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
||
![]() |
||
Yezh ofisiel | galleg | |
yezhoù | Kreoleg Gwiana, yezhoù amerindianek | |
Prefeti | Cayenne (Kayèn) | |
Isprefeti | Saint-Laurent-du-Maroni (Senloran) | |
Arondisamantoù | 2 | |
Kantonioù | 19 | |
Kumunioù | 22 | |
Prezidant ar Republik | Jacques Chirac | |
Prezidant ar C'huzul departamant | Pierre Désert | |
Prezidant ar C'huzul rannvro | Antoine Karam | |
Gorread - en holl - % dour |
86 504 km² ??? |
|
Poblañs - en holl (2005) - Stankted |
195.506 annezad 2 annezad./km² |
|
Moneiz | Euro | |
Eur | TU -3 | |
astenn Internet | .gf | |
Temperadur | 25° da 34° | |
Marevezh sec'hor | Eost-Du | |
Marevezh glebor | Du-Gouhere | |
Relijion | katolik |
Gwiana, pe a-wechoù Gwian (Gwiyan pe Lagwiyan pe La Gwiyan'n e kreoleg, (La) Guyane e galleg hag ent-ofisiel), a zo ur vro eus tu biz Suamerika, a-hed ar Meurvor Atlantel.
E dalc'h Frañs emañ-hi. Un departamant tra-mor eo (DOM), hag evel holl DOMoù Frañs eo ivez ur rannvro.
Gant se e vez fougeet ez eus harzoù boutin etre Bro-C'hall ha Brazil. Padal, war gartennoù Brazil, hervez a gonter eno, n'eus ket a harzoù etre an div vro. Graet e vez alies Gwiana c'hall pe Gwiana Frañs anezhi evit he dishañvalout diouzh Gwiana Vreizh-Veur (bremañ Guyana), Gwiana an Izelvroioù (bremañ Surinam), ha Gwiana Venezuela, ur rannvro eus Venezuela anvet Guayana.
Kêrioù ar vro:
- Cayenne (Kayèn e kreoleg), e-kreiz an arvor,
- Kourou, er c'hornôg, dirak inizi ar Silvidigezh, ma voe prizoniet Alfred Dreyfus ha Guillaume Seznec.
- Saint-Laurent-du-Maroni (Senloran e kreoleg), war lez reter ar stêr Maroni, dirak Surinam.
- Saint-Georges-de-l'Oyapoc, war lez kornôg ar stêr Oyapoc, dirak Brazil.
[kemmañ] Ar poblañsoù
- Ar Greoled, mesket du ha gwenn: 40 % eus ar boblañs;
- An Amerindianed, kentañ pobl ar vro (Arawak, Lokono, Kalina, Wayana, Teko, Wayampi): etre 6000 ha 9000 den (5 % )
- An Hmonged : 2 000 den (deuet eus Azia)
- Ar re Zu maron pe ar Varoned (Saramaka, Paramaka, Boni) : 10 000 den
- Ar re Wenn (deuet eus ar vro-benn): 12 % eus ar boblañs
- Ar re arall: (Sinaiz, Libaniz, Haitiz, Brazilianed)