Mor an Hanternoz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mor an Hanternoz zo ur mor e Gwalarn Europa, dezhañ 575 000 km², hag en-dro dezhañ ar broioù-mañ :
- ar Rouantelezh Unanet, enni enez Breizh-Veur, an inizi Shetland hag Inizi Orc'h er C'hornôg anezhañ ;
- Bro-C'hall, Belgia, an Izelvroioù hag Alamagn er C'hreisteiz ;
- Danmark ha Norvegia er Reter.
Digeriñ a ra :
- war Mor Breizh er Mervent dre ar Pas de Calais ;
- ar Mor Baltel dre ar Skagerrak pe ganol Kiel er Reter ;
- ar Meurvor Atlantel (Mor Norvegia) en Hanternoz.
Pleustret eo Mor an Hanternoz gant listri e-leizh. Oberiant eo ar besketaerien warnañ, lod evel ar Vretoned o tont eus pellik anezhañ. Kavout a reer eoul-maen ennañ etre Bro-Skos ha Norvegia, daoust ma'z a buan ar puñsoù da hesk.