Per Iañ a Vreizh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pêr Mauclerc (1191 - 1250) a oa mab da Robert II, kont Dreux ha kevenderv Fulup II Meur.
Goude marv Arzhur e voe e c'hoar, Alis Breizh pennhêrez ar dugelezh. Alis a oa prometet d'un aotrou breizhad (ne oa nemet 3 bloaz!), met Fulup a zimezas anezhi da Pêr, evit startaat al liammoù etre Breizh a Bro C'hall.
Stourmet en deus gant Fulup hag e vab Loeiz a-enep Yann Dizouar hag Herri III a Vro Saoz, met goude marv Loiz en em savas a-enep Gwenn a Kastill, rouanez Bro C'hall.
Pa dizhas e vab Yann 20 bloaz e lezas an dugelezh dezhañ. Betek fin e vuhez e vevas evel ur marc'heg baleant. Mont a reas en Douar Santel, stourmet en deus a-enep ar saozon hag an arabeg.
Mervel a reas war an distro ar C'hroazadeg diwezhañ, e 1250.
En e raok: Alis Breizh |
Rouaned ha Duged Breizh 1213 – 1237 |
War e lerc'h: Yann Iañ |