Salaun
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Salaun (?-†874), mab da Riwalon, kont Poc'her, a zo bet roue Breizh etre 857 ha 874. Salamun e oa ar stumm kozh, aet da Salavun ha Salaun.
Dont a ra e anv eus hini Salomon, roue an Hebreed.
Graet ez eus bet Sant Salaun anezhañ gant ar bobl, p'eo bet gwelet evel ur merzher diwar e dremen kriz.
Tapout a reas rouantelezh Breizh e 857 goude bezañ muntret ar roue Erispoe, mab da Nevenoe ha kenderv dezhañ. Ne blije ket dezhañ ma vefe tostaet Breizh ha Bro-C'hall dre un dimeziñ diwar ali Alkmar, eskob Naoned. Prest e oa Erispoe da eurediñ e verc'h gant Loeiz, mab da Charlez ar Moal, ar roue frank.
E 863, dre Emglev Entrammes (Mayenne), ez a gantañ, diwar-goust ar Franked, Maine hag ul lodenn eus Anjev.
E 868, dre Emglev Compiègne e c'hounezas ar c'h-Cotentin, Bro-Avrañch hag Inizi Mor Breizh. Evel-se en em ledas Breizh war ar brasañ gorread m'he deus tizhet.
Klask a reas Salaun ma vefe dizalc'het eskibien Breizh eus arc'heskob Turgn ha goulenn a reas digant ar pab lakaat eskopti Dol da vezañ un arc'heskopti. War an entremar e chomo statud Dol o vezañ ma oa gwelet evel an arc'heskopti gant ar Vrezhoned. Un asant a roas ar pab e 1076 pa gasas ur pallium, arouez ar garg, d'an arc'heskob Even. Cheñch a reas an traoù gant ar pab Inosant III pa urzhias e 1199 ma vefe adlakaet beli arc'heskob Turgn war an eskibien e Breizh.
E 853 e savas ur manati, dediet da sant Masen e Masen-Skirieg (Il-ha-Gwilen).
E dibenn e ren en em dennas en ur manati, pe er Merzher-Salaun pe e Lanwelan, evit goulenn pardon digant Doue eus muntr Erispoe. Eno e voe drouklazhet e 874 gant e zeuñv Paskwezhen harpet gant Gurwant, deuñv Erispoe.
En e raok: Erispoe |
Roue Breizh |
War e lerc'h: Paskwezhen pe Gurwant |