Skritur meroitek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Istor al lizherenneg |
---|
Oadv. arem kreiz e-tro XIX-XVvet kt JK
|
Meroiteg e-tro IIIe kt JK |
Genealogiezh klok |
Ul lizherenneg a gav he orinoù er hieroglifoù hag er skritur demotek egiptek eo ar skritur meroitek. Adal an eil kantved ket JK eo bet evit skrivañ ar yezh veroitek a veze graet ganti e rouantelezh Meroe. Marteze eo bet implijet evit skrivañ yezh nubiek ar rouantelezhioù nubiat zo deuet war he lerc'h ivez. Alfabetek eo an doare-skrivañ ha, dre se, ez a en-dro en un doare disheñvel mat eus an hini implijet evit skrivañ ar hieroglifoù egiptek. Gouizeien zo, evel Haarman, a gred dezho e c'hallje al lizherenneg c'hresianek bezañ c'hoariet ur roll e framm ar skritur meroitek; da gentañ-penn peogwir e ra ar meroiteg gant lizherennoù dibar evit merkañ ar vogalennoù. Daoust da se, war poentoù all ne'z a ket en-dro evel ar gresianeg tamm ebet.
Ur skritur soniadurel eo dre ma vez merket ar vogalennoù hag ar c'hensonennoù. Alfabetek e oa al lizherenneg evit ar pep brasañ gant ur vogalenn /a/ dre ziouer, diskriv; ne veze resisaet nemet ar vogalennoù all. N'eus doare ebet da ziforc'hañ ur gensonenn en hec'h-unan eus an hevelep kensonenn mui /a/. Gant se, ez eo m evit ar silabenn /ma/ hag ar gensonenn /m/, tra m'eo mi evit ur /mi/ alfabetek penn-da-benn. Er ster-se e tenn kalz ar skritur meroitek d'al lizherennegoù abugidaek Indezek a oa o tiorren d'an hevelep koulz. Alies ne veze ket skrivet kensonennoù silabennek zo e dibenn ar gerioù, evel /n/ pe /s/.
23 arouezenn a oa en holl, teir vogalenn en o zouez :
- a (e deroù ur ger hepken; a-hend-all e oa goulakaet an /a/, diskriv), e (pe schwa), i, o (pe u);
pevarzek kensonenn bennak, gant ur vogalenn /a/ goulakaet nemet e vije merket ur vogalenn all :
- y(a), w(a), b(a), p(a), m(a), n(a), r(a), l(a), ch(a) (marteze gouel staonekaet, evel en alamaneg ich, pe hogedennet, evel e nederlandeg dag), kh(a) (staonekaet, evel en alamaneg Bach), k(a), q(a), s(a) pe sh(a), d(a);
ha peder arouezenn silabennek-rik n'hallont ket bezañ kemmet gant un arouezenn vogalennek :
- ne pe ny(a), se pe s(a), te, to, t(a) pe ti.
Tabut zo c'hoazh evit gouzout hag-eñ ez eo se evit ur silabenn pe ur gensonenn /s/, diforc'h eus s evel /š/; heñveldra evit ne evel ur silabenn pe ur gensonenn /ñ/; hag hag-eñ e c'hallje t' bezañ bet evit ar silabenn ti. Lod a soñj dezho e c'hallje an implij eus silabennoù e-lec'h lizherennoù alfabetek evit sonioù zo bezañ bet evit merkañ diforc'hioù rannyezhel e diabarzh ur skritur unvan.
Daou zoare skrivañ disheñvel a oa d'al lizherenneg veroitek. Ur stumm evit ar monumantoù kemeret diwar ar hieroglifoù egiptek hag ur stumm red deuet diwar an demoteg. Gant an demoteg eo bet skrivet an darn vrasañ eus ar skridoù. Kontrol d'ar hieroglifoù, e klot rik an daou stumm an eil gant egile (un arouezenn evit un arouezenn), nemet, er stumm red, e vez kenereet ar c'hensonennoù gant an i zo war o lerc'h.
Skrivet e veze a-zehou da gleiz, eus al laez d'an traoñ, pe eus al laez d'an traoñ dre vannnoù, a-zehou da gleiz. Evel o mammenn hieroglifek e selle an arouezennoù meur war-du deroù un destenn.
Un arouezenn a yae tri fik a-led pe a-serzh d'hec'h ober a oa ivez. Implijet e veze evit rannañ gerioù pe frazennoù. Bez' eo an arouezenn boentaouiñ nemeti a veze graet ganti.
Mard eo gwir eo bet implijet ar skritur meroitek gant rouantelezhioù Nubia, eo bet erlec'hiet gant ar lizherenneg koptek p'eo bet degaset ar gristeniezh da Nubia er VIvet kantved.