Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
- 1521 : e Filipinez eo lazhet an ergerzher portugalat Fernan Magalhaes en un emgann gant henvroidi.
- 1565 : un drevadenn gentañ a zo savet gant Spagnoled e Filipinez, e kêr Cebú.
- 1848 : berzet eo ar sklavelezh ent-ofisiel e trevadennoù Frañs.
- 1941 : erruout a ra soudarded Alamagn en Aten.
- 1960 : dizalc’hiezh Togo
- 1961 : dizalc’hiezh Sierra Leone
- 1969 : an darn vrasañ eus ar Frañsizien (53%) a vot ‘’nann’’ en ur referendom war ar rannvroelañ ha kempenn ar Sened. Ar prezidant Charles de Gaulle a ro e zilez.
- 1994 : e Suafrika e c’hell an holl geodedourien votiñ evit ar wech kentañ. Ar maout a ya gant ar strollad African National Congress ha dilennet eo Nelson Mandela da brezidant.
[kemmañ] Ganedigezhioù