Devezh ar vro
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Devezh ar Vro, pe devezh broadel, a reer eus un devezh zo lakaet en deiziadur evit lidañ ur vro. Meur a stumm a c’hell bezañ gant al lidoù-se. Alies e vo ur gouel broadel, un devezh gouel, eus Devezh ar Vro. Alies e tegouezh an devezh-se d’un deiz eus ar bloaz ma teuas ar vro da vezañ dizalc’h (da skouer ar 4 a viz Gouere e Stadoù-Unanet Amerika. E broioù zo e vez dibabet deiz gouel ur sant enoret er vro (da skouer gouel Sant Padrig evit Iwerzhon). Deiziadoù pouezus en istor a c’hell bezañ lakaet da Zevezh ar Vro ivez (da skouer an 11 a viz Gwengolo evit Katalonia). En darn vrasañ eus ar broioù ne vez nemet un Devezh ar Vro bep bloaz, met e broioù zo, evel Pakistan, e c’hell bezañ meur a hini. Meur a anv a c’hell bezañ gant ar devezhioù gouel broadel : Devezh an Dizalc’hidigezh, Devezh ar Frankiz, Devezh an Unaniezh, Devezh ar Republik.
Er broioù dizalc’h e vez anavezet an devezh-se gant al lezenn ha peurvuiañ e vez un devezh gouel. Er broioù n’int ket dizalc’h e c’hell bezañ anavezet ent-ofisiel (da skouer e Katalonia e oa bet anavezet da zevezh gouel gant ar Parlamant e 1980). E broioù all, dre ma n’eo ket anavezet an devezh ent-ofisiel, e c’hell bezañ dizemglev war an deiziad. E Breizh da skouer e lavar kalz tud e vez Devezh ar Vro d’an 19 a viz Mae, gouel Sant Erwan, met d’ur mare zo bet e veze roet an anv Devezh ar Vro, e Breizh, d’un devezh eus miz Mezheven ma veze lidet koun Emgann Ballon (trec’h Nevenoe war ar Franked). Ar pouez a roer da Zevezh ar Vro a c’hell bezañ bras pe vrasoc’h hervez ar vro hag an devezh a c’hell kaout meur a stumm. E Frañs da skouer e vez moustroù bras gant soudarded o tibunañ war ar Champs-Élysées e Pariz ha tanioù-arvest a vez aozet e kalz kêrioù. En Iwerzhon e vez tud laouen o tibunañ e straedoù pep kêr hag e vez forzhig tud o lonkañ banneoù en ostalerioù. Gouel Erwan, e Breizh, a vez lidet gant abadennoù sonerezh dreist-holl.
E kalz broioù e tegouezh Devezh ar Vro d’un deiziad resis, met en un nebeud broioù e c’hell bezañ ur gouel mont-dont. E Jamaika, da skouer, e vez lidet Devezh ar Vro d’al lun kentañ eus miz Eost. Lidañ a reer evel-se dizalc’hidigezh Jamaika, a voe roet dezhi gant gouarnamant ar Rouantelezh Unanet d’al Lun 6 a viz Eost 1962, al lunvezh kentañ eus miz Eost er bloavezh-se. E Tailand, a-hend-all, e vez lidet deiz-ha-bloaz ar roue d’ar 5 a viz Kerzu. D’an deiz-se e vez Devezh ar Vro bremañ met cheñch a raio pa vo ur roue all war an tron.
[kemmañ] Un nebeud devezhioù broadel
- Afghanistan 19 a viz Eost
- Alamagn 3 a viz Here
- Albania 28 a viz Du
- Aljeria 1añ a viz Du
- Andorra 8 a viz Gwengolo
- Arc'hantina 25 a viz Mae
- Aostria 26 a viz Here
- Belgia 21 a viz Gouere
- Bhoutan 17 a viz Gouere
- Birmania (Myanmar) 4 a viz Genver
- Bolivia 6 a viz Eost
- Breizh 19 a viz Mae
- Bro-Saoz 23 a viz Ebrel
- Danmark 5 a viz Mezheven
- Inizi Faero 16 a viz Ebrel
- Finland 6 a viz Kerzu
- Flandrez 11 a viz Gouere
- Frañs 14 a viz Gouere
- Galiza 25 a viz Gouere
- Gres 25 a viz Meurzh
- Greunland 21 a viz Mezheven
- Hungaria 15 a viz Meurzh, 20 a viz Eost
- Island 17 a viz Mezheven
- Italia 2 a viz Mezheven
- Iwerzhon 17 a viz Meurzh
- Kanada 1añ a viz Gouere
- Katalonia 11 a viz Gwengolo
- Kebek 24 a viz Mezheven
- Kembre 1añ a viz Meurzh
- Kernev-Veur 5 a viz Meurzh
- Kiprenez 1añ a viz Here
- Kirgizstan 30 a viz Eost
- Korsika 8 a viz Kerzu
- Kroatia 25 a viz Mezheven
- Kuba 1añ a viz Genver
- Latvia 18 a viz Du
- Liechtenstein 15 a viz Eost
- Lituania 16 a viz C'hwevrer
- Malta 21 a viz Gwengolo
- Maroko 2 a viz Meurzh
- Ouzbekistan 1añ a viz Gwengolo
- Papoua ar C’hornôg 1añ a viz Kerzu
- Polonia 3 a viz Mae
- Rusia 12 a viz Mezheven
- Samed 6 C'hwevrer
- Senegal 4 a viz Ebrel
- Skos 30 a viz Du
- Spagn 12 a viz Here
- Stadoù-Unanet Amerika 4 a viz Gouere
- Sveden 6 a viz Mezheven
- Republik Tchek 28 a viz Here
- Turkia 29 a viz Here
- Ukraina 24 a viz Eost
- Vatikan 22 a viz Here