Barack Obama
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Barack Hussein Obama, Jr. (bet ganet d'ar 4 a viz Eost, 1961; distagadur fonetik: /bəˈɹɑk oʊˈbɑː.mə/) a zo anezhañ un den politikel eus ar Stadoù-Unanet. Senedour eo, bet dilennet e Stad Illinois er bloaz 2005, hag an hini yaouankañ eus holl senedourien ar vro.
Ezel eo eus ar Strollad demokrat, ha divizet en deus mont war ar renk evit dont da vezañ danvez prezidant an demokrated evit dilennadeg prezidant ar Stadoù-Unanet e 2008.