Impalaer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Un titl roet da bleinerien (pe rieien)'zo eo hini an impalaer. Tennañ a ra e orin eus titl an imperator a veze roet d'ar jeneraled roman kozh pa oant trec'h war enebourien o bro. Ar stêr "penn uhel-tre" a zo bet hini penn ar riez roman pa oa aet ar Republik roman da get e kreiz ar 1añ kantved kent Jezus-Krist. Ar rieg mod-nevez a dlee kaout pep a ditl uhel : koñsul hag imperator (trec'her) hep ehan. Augustus (= An hini benniget) a zo bet gwelet evel ar c'hentañ impalaer roman (renet en- deus eus 27 kent Jezus-Krist betek e varv e 14 goude Jezuz-Krist). Titloù all eget impalaer hag augustus a ya gant hini an impalaer roman (kaesar ha princeps), met kavet e vez anvioù all e broioù gresian (basileus, autokrat, sebastokrat). E broioù slav e vez kavet tsar (eus kaesar). En Iran (bet anvet Bro-Bersia) ez eus bet un Roue ar Roueeden Henamzer hag ur Shah e-pad mareoù an Istor modern ha kempredel.
Ne chom ket impalaer ebet hiziv nemet e Bro-Japan. Mikado eo e ditl. N'en-deus mui kalz a galloud abaoe an Eil Brezel-Bed
[kemmañ] Roll ar broioù ma'z eus bet impalaerioù o ren anezho
- Alamagn
- Aostria
- Brazil
- Bulgaria
- Bro-C'hall
- Etiopia
- Galia
- Haiti
- Indez
- Iran
- Kreizafrika
- Mejiko
- Mongolia
- Perou
- Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon
- Rusia
- Serbia
- Sina
- Turkia
- Spagn