Varsovia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kêr-benn Polonia eo Varsovia (poloneg: Warszawa, distaget [varˈʂava] IPA). Diazezet emañ war ar stêr Vistula, 370 km bennak diouzh ar Mor Baltel hag ar C'harpatoù. E 2006 e oa ganti ur boblañs a 1 700 536 a dud, hag un hollad a 3 milion bennak gant ar bannlevioù.