Arc'himedes
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Arc'himedes (gresianeg: Αρχιμήδης, 287-212 kt JK) a oa un ijinour gresian, ur prederour hag ur matematikour speredek. E deorienn vrudetañ a oa homañ : ma vije gant an nen ul loc'h bras a-walc'h hag al lec'h d'ober gantañ e vije bet kap da lakaat an douar da fiñval.
Un istor brudet all a oa arruet gant Arc'himedes : Ur roue en devoa soñjet e oa bet touellet pa soñje gantañ ne oa ket aour rik e gurunenn. Implij a reas Arc'himedes un deorienn diwar-benn dilec'hiañ an dour abalamour d'ar pouez evit kavout penaos e oa arc'hant ar gurunenn-mañ pa oa bet paeet evit aour rik gant ar roue. Goude bezañ kavet penn d'ar gudenn-mañ en e gibell e redas Arc'himedes er-maez en noazh a-dreuz kêr en ur grial "Eureka!" (kavet em eus!). Brudet mat eo Arc'himedes ivez evit bezañ ijinet ar savoniezh hag ur gwikefre dourañ a vez graet Biñs Arc'himedes dioutañ.
En Siracusa e vevas Arc'himedes, ur gêr hag a voe argadet gant ar Romaned e-kerz daou vrezel. Sikour a reas Siracusaiz d'en em gannañ ouzh ar Romaned gras d'e lies ijinadennoù. A-benn ar fin, avat, e voe lazhet gant ur soudard roman. Lâret e vez e oa o tresañ grafikoù skiantel en traezh hag e c'herioù diwesañ ouzh ar soudard roman a vije bet : "Na zirenkit ket ma c'helc'hioù!"
Insert non-formatted text here