Bulgaria
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||||
Kan broadel | Мила родино (Mila rodino, "Mammvro ger") |
||||||
Ger-stur | Съединението прави силата ("Unaniezh a ra nerzh") |
||||||
Yezh ofisiel | Bulgareg | ||||||
Kêr-benn | Sofia | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
110 994 km² 0.3% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
7 718 750 (2005) 70/km² |
||||||
Prezidant | Georgi Parvanov | ||||||
Kentañ ministr | Sergei Stanichev | ||||||
Gouel broadel | 3 a viz Meurzh | ||||||
Moneiz | Lev | ||||||
Kod pellgomz | 359 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .bg |
Bulgaria ( e bulgareg България, IPA: /bɤlgˈariɤ/) a zo ur vro e gevred Europa. Harzoù he deus gant Turkia ha Gres er su, Serbia ha Republik Makedonia er c'hornôg ha Roumania en norzh. Er reter ez eo riblet gant ar Mor Du.
Diazezet e voe e 661, ha gant-se ez eo unan eus broioù koshañ Europa. Unan eus broioù an OTAN eo. D'ar c'hentañ a viz Genver 2007 eo deuet da vezañ ezelez eus Unaniezh Europa.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
E penn-kentañ ar seizhvet kantved ec'h antreas ur skourr eus ar Vulgared, bleniet gant Khan Asparuh, er Balkanoù. Eno en em veskjont gant meuriadoù slavek hag ar pezh a chome eus an Drased da grouiñ ar stad vulgar kentañ e 681. Ar stad slav kentañ en istor Europa e oa ivez.
Ur stad pouezus a oa an impalaeriezh vulgar e-pad ar IXvet hag ar Xvet kantved ha stourmañ a reas ouzh Impalaeriezh Bizañs evit kontroll ar Balkanoù. Faezhet e voe, avat, gant ar Rused e 969 ha staget gant Bizantiniz Bazil II e 1018.
Adsavet e oa e 1185 hag ur galloud bras a gendalc'has da vezañ evit daou gantved. Stourmañ a rae ouzh Impalaeriezh Bizañs, Hungaria ha stadoù ar groazidi e Gres. E penn ar XIVvet kantved e oa aloubet gant an Impalaeriezh Otoman. Distruljet e oa ar rouantelezh neuze met un dorniad tiernelezhioù sujet a dreuzvevas. Un arnodenn dieubidigezh, bleniet gant Wladislaus III Polonia, a c'hwitas en Emgann Varna e 1444.
Un diernegezh vulgarat emren a voe adgrouet gant feurskrid San-Stefano da 3 ar viz Meurzh 1878 goude ar brezel 1877-1878 etre Turkia ha Rusia. Nac'het e voe ar feur-skrid gant ar galloudoù meur, avat. Aon a oa ganto e servijo ur stad slaveg bras er Balkanoù interestoù Rusia. Gant feurskrid Berlin (1878) e voe krouet un diernegezh emren hag en em astenne war Moesia ha rannvro Sofia. Alexander Batenberg a oa he ziern kentañ. Darn vrasañ Tras a dalc'he tiernegezh emren Roumelia ar Reter tra ma oa adroet peurest da Durkia.
Goude hec'h unvaniezh gant Roumelia ar Reter ,e 1885 goude ar brezel serbek-bulgarek e yeas an diernegezh d'ur rouantelezh wir e 1908. He roue kentañ a oa Ferdinand I Bulgaria en-doa kemeret ar galloud goude ma oa bet ret da Alexander Batenberg da zilezel an tron.
Bulgaria a gemeras perzh er brezelioù balkanek e 1912 ha 1913. Strollet da gentañ gant Gres, Serbia, ha Montenegro a-enep Turkia e stourmas ouzh he kenstrolidi gozh ur bloavezh war-lerc'h. Goude he faezhedigezh e kollas Bulgaria tout ar pezh he-doa gounezet, ha Dobrujda ouzhpenn. E tu Alamagn edo e-pad ar Brezel Bed Kentañ ha douareier arall a gollas e 1918. Gant alamagn en em gevredas e-pad an Eil Brezel Bed ivez zoken ma ne gasas ket soudarded da Rusia.
Al Lu Ruz a aloubas Bulgaria e 1944 ha ur renadur komunour a lakkaas war ar vro. Hemañ a badas betek 1989 dennas kuit an Unaniezh Soviedel e skor. An diktatour komunour Todor Zhivkov a zilezas ar galloud d'ar 10 miz Du 1989). Abaoe eo Bulgaria un demokratelezh mod ar c'hornôg. Met he zremen d'un armezh digor n'en deus ket kalz berzh, hag en tu-hont da 600.000 a Vulgariz o deus divroet.
[kemmañ] Politikerezh
Evit pemp bloavezh e vez dilennet prezidant republik Bulgaria (Georgi Parvanov adalek ar 22 miz Genver 2002) hag ur wech hepken e c'hell bezañ adzilennet. Penn ar stad eo, hag arc'hpenn al lu. Penn ar C'huzul-kuzuliañ evit ar Sureñtez Vroadel ha tra n'en-deus ar gwir da reiñ lusk d'al lezennoù e c'hell goulenn ma vo adimbourc'het ul lezenn.
Kuzul ar vinistred a zo reolet gant ar ministr kentañ ((Sergey Stanishev adalek 17 ar viz eost 2005) hag a zo ar c'horf pennañ eus skour-oberiant ar gouarnamant. 20 ministr a zo ennañ. Gant ar strollad brasañ er palamant eo anvet ar ministr kentañ.
Ar c'hengevredad er galloud a zo kenaozet gant Ar Strollad Sokialour Bulgarat, an Emsav Broadel Simeon II jag an Emsav evit ar Gwirioù hag ar Frankizoù (strollad ar vinorelezh durkiat).
Ur gambr nemeti a zo er parlamant broaldel (pe Narodno Sabranie, 240 kannidi enni. Evit pevar bloavezh ez int dilennet en ur voterezh kenfeurel. E pep proviñs e vez kinniget listennoù a zle dastum muioc'h eget 4% ma fell dezho kaout kannidi. E 2005 e c'hoarvezas an dilennadeg diwezhañ, an hini nesañ a c'hoarvezo e 2009.
Votiñ a ra ar parlamant al lezennoù hag ar budjed-stad. Eñ eo a c'hell aotren ar brezel ha añnvin a ra ar ministr kentañ. Dleout a ra asañtin da gasadeg soudarded er-maez Bulgaria ha gallout a ra diskar ar gouarnamant.
Pevar live en-deus ar frammadur-justis bulgarat :
- Lezioù rannvroel
- Lezioù-bann
- Lezioù-galv
- Ul lez a dorridigezh
Bez' ez eus ivez ur bennlez velestradurel ha lezioù milourel.Prezidantoù al lez a dorridigezh, hini ar bennlez velestradurel hag ar penn-prokulor a vez dillennet gant daou drede izili ar Penn-kuzul-justis. Anvet ez int gant prezidant ar Republik. Gant ar Penn-kuzul-justis eo melestret ar justis.
Ur Lez Vonreizhel a zo karget da wiriañ eo klok gant lezenn-diazez ar vro lezennoù votet gant ar parlamant
[kemmañ] Proviñsoù Bulgaria
Abaoe 1999 eo rannet Bulgaria e 28 proviñs pe oblast a denn o anv eus o c'hêr-benn. Renet ez int gant un rener proviñsel anvet gant ar gouarnamant.
- Blagoevgrad
- Burgas
- Dobrich
- Gabrovo
- Haskovo
- Kardzhali
- Kyustendil
- Lovech
- Montana
- Pazardzhik
- Pernik
- Pleven
- Plovdiv
- Razgrad
- Ruse
- Shumen
- Silistra
- Sliven
- Smolyan
- Sofia
- Proviñs Sofia
- Stara Zagora
- Targovishte
- Varna
- Veliko Tarnovo
- Vidin
- Vratsa
- Yambol
[kemmañ] Douaroniezh
Darnioù eus ar rannvrioù klasik Thras, Moesia, and Makedonia a endalc'h Bulgaria. Menezek eo mervent ar vro gant div aradennad pennañ : Rila ha Prin. Pelloc'h war-du ar reter e kaver ar Menezioù Rhodop, izeloc'h met ec'honoc'h. Er Menezioù Rila emañ ma uheloc'h ar vro : menez Musala, a dizh 2925 metr.
An Aradennad Valkanek a red a-dreuz Bulgaria e haternoz "Traonien ar Roz". War du ar gevred hag ahed ar Mor Du e kavor un tir a blaenennoù ha torgennoù a red ag-he-zreuz an Danav, stêr pennañ ar vro. Ar sterioù bras arall a zo ar Strumahag ar Varitsa er c'hreisteiz
Damgevandiriek eo an hinad gant goañvioù yen ha gleb ha hañvioù sec'h ha tomm.
Ar c'herioù pennañ a zo
- Sofia, kêrbenn ar vro (1,203,680)
- Plovdiv (376,918)
- Varna (345,522)
- Burgas (259,985)
- Rousse (177,538)
- Stara Zagora (163,193)
- Pleven (121,700)
- Dobrich (115,861)
- Sliven (100,300)
[kemmañ] Armerzh
Digreskiñ a reas kalz armerzh Bulgaria goude divodadur ar COMECOM e 1999, a zo e izili ur mac'had pouezus eviti. Ouzhpenn-se e ra kalz droug ar c'hastizoù a-enep Yougoslavia. Al live a vuhez a gouezhas a 40% e-pad un nebeut bloavezhioù ha goude ur welladeg vihan e 1994 pa grogas adarre ar PNB ha ar c'hwezadur da zigresk, e oa un enkadenn vras e 1996. Da bignat adarre en-deus kroget adarre e 1997, avat, hag e 2004 en-deus addizhet e live a 1990. War-dro 4% e kresk an armerzh pep bloazh.
Hervez diouganoù armerzhel e tlefe ar greskadenn kenderc'hel er bloavezhioù da zont. Etre 5% ha 6% e telefe bezañ e 2006 a digreskiñ a zlefe an dilabour eus 11,5% da nebeutoc'h eget 10% e 2006.
[kemmañ] Demografiezh
Hervez kontadeg 2001 eo kenaozet poblañs Bulgaria eus Vulgariz dreist holl (83,9%) gant div vinorelezh vras : an durked (9,4%) hag ar Romed (4,7%). 0,9% a berc'henn d'ar minorelezhioù bihan : rusiz, armeniz, vlac'hed, yuzevien, tatared Krimea, ha karakchaned.
Mammyezh 84,8% ar boblañs eo ar bulgareg hag an hini ofisiel nemeti. Komzer a ra turkeg ha romaneg ivez, avat.
War zigresk eo poblañs Bulgaria adalek dibenn ar bloavezhioù 80 abalamour d'ar divroadur. Hogozik hanter ar vinorelezh durkat a zo ermaeziet eus ar vro pa arnodas gouarnamant Todor Zhivkov d'o bulgarekaat. Goude diskar ar gumunouriezh o-doa divroet kalz bulgariz ur vicher vat ganto davet broioù ar c'hornôg ha da izel-tre eo aet ar feur-genel.
[kemmañ] Sevenadur
Er c'hroaz-hent etre ar c'hornog ha ar reter emañ Bulgaria. Kreizenn an Europa slavat e oa e-pad ar c'hrennamzer hag ul levezon ment o-do a skolioù Preslav ha Ohrid. Enno e voe ijinet ar skritur kirillek.
Brudet eo ar vro evit he sonerezh hengounel hag he mojennoù. He a zo ivez mammvro kannerien brudet (Nicolai Ghiaurov, Boris Christoff, Raina Kabaivanska, Ghena Dimitrova) hag azourien evel Christo Javacheff, Pascin, Vladimir Dimitrov.
Nav lec'hienn he-deus Bulgaia war listenn ar World Heritage Sites. Div anezho a zo bezioù trasat e Sveshtari hag e Kazanlak. Teir a zo monumantoù eus ar c'hrennamzer ( Iliz Boyana, Manati Rila hag Ilizioù Ivanovo. Unan a zo ur gêr a-bezh : Nesebar. War al listenn e kaver ivez ar parkoù naturel Pirin ha Srebarna, ha bered-veur Varna.
[kemmañ] Touristelezh
E-pad ar goañv e c'heller ober ski e Borovetz, Bansko ha Pamporovo. Un nebeut kêrioù-kouronk ez eus war aodoù ar Mor Du. Ar re vrudetañ a zo : Sozopol, Nessebur, Golden Sands, Sunny Beach, Albena, St. Constantine & Helena. D'un dermen-veaj vrudet e ya Bulgaria a-drugarez da bezrzh he zraezh ha d'he frizioù hag a zo izeloc'h eget e broioù ar c'hornôg.
[kemmañ] Relijion
Darn vrasañ ar vulgariz a berc'henn d'an Iliz Ortodoks Vulgarat. Diazezet e voe e 870 gant Patriarch Kergustin a anvas he fenn kentañ ha roas he zestennoù sakr dezhi. Dizalc'h eo adalek 927. Patriarkiezh Bulgaria a voe krouet e 1870. Evel ar skourioù aral eus kristieniezh ar reter eo-he un iliz vroadel zieub hag un darn bouezus eus an heñvelded vulgariat. Div wech en hec'h istor e yeas da sujet an Iliz Ortodoks C'hresian : goude distrujadur an impalaeriezh vulgar gentañ etre 1018 ha 1185 hag dndan an impalaeriezh otoman etre 1396 ha 1878. Pep gwech e voe adsavet goude dieubidigezh ar vro. Disheñvelder teolojian ebet ez eus etrezi hag peurest kristieniezh Ortodoks ar Reter. 6,552,000 ag izili he-doa an iliz e 2004 (82,6% eus ar boblañs), zoken ma n'int ket relijiel tre an dud desavet dindan ar gouarnamant komunour.
Relijionoù arall ez eus e Bulgaria, avat : an Islam, ar Relijion Gatolik hag ar brotestantiezh. Erruet eo an Islam e Bulgaria gant an durked er XIVved kantved. Skignañ a reas etre ar XVved hag ar XVIved kantved a-drugarez d'an embroadeg durkat. Un darn vras eus ar vulgariz a kemmas o feiz ivez. E 1878, pa yeas da zieub ar vro, e oa muzulman 40% eus ar boblañs. An darn vrasañ o-deus divroet, avat, hag e 2001 ne chome nemet 967,000 muzulman (12,2% ar boblañs) er vro.
E-pad ar XVIved hag ar XVIIved kantved e c'hounezas misionerien eus Roma un nebeut bulgariz d'ar relijion gatolik. Paulisiz e anver anezho ha war-dro 44.000 ez int hiziv. Emporzhiet e vo ar brotestantiezh gant misionerien amerikan 1857. War dro 42.000 protestant ez eus e Bulgaria hiziv.
[kemmañ] Parkoù broadel
10 park bras ez eus e Bulgaria
- Park Broadel Kreiz-Valkan
- Park Broadel Golden Sands
- Park Broadel Pirin
- Park Broadel Rhodope
- Park Broadel Rila
- Roussenski Park Broadel Lom
- Park Broadel Sinite Kamani
- Park Broadel Shoumen
- Stara Planina (Balkan Mountains)
- Strandja National Park
- Vitosha National Park
- Vratchansky Balkan National Park
|
|||
Alamagn · Aostria · Belgia · Breizh-Veur · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek |
|||
Ar 21 Stad ezel eus Kuzul Europa, ouzhpenn ar re meneget a-us | |||
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Bulgaria · Island · Jorjia · Kroatia · Liechtenstein · Moldova · Monaco · Norvegia · Republik Makedonia · Roumania · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina |
|||
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa | |||
Belarus · Montenegro · Vatikan |
|||
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial | |||
Åland · Akrotiri ha Dekhelia · Jibraltar · Gwernenez · Manav · Inizi Faero · Jerzenez · Jan Mayen · Kosovo · Svalbard | |||
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet | |||
Republik Turk Kiprenez an Norzh · Treuznistria ·Nagorno-Karabac'h ·Abc'hazia ·Osetia ar Su ·Tchetchenia |
|
|
---|---|
Republik Tchek | Polonia] | Slovakia | Bosnia-ha-Herzegovina | Bulgaria | Kroatia | Montenegro | Republik Makedonia | Serbia | Slovenia | Belarus | Rusia | Ukraina |
Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA) | |
---|---|
Alamagn | Belgia | Bulgaria | kanada | Republik Tchek | Danmark | Spagn | Estonia | Frañs | Gres | Hungaria | Island | Italia | Latvia | Lituania | Luksembourg | Norvegia | an Izelvroioù | Polonia | Portugal | Roumania | Slovakia | Slovenia | Turkia | Breizh-Veur | Stadoù-Unanet Amerika |
Broioù ar Mor Du | ||
---|---|---|
Bulgaria • Jorjia • Roumania • Rusia • Turkia • Ukraina |