George Orwell
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ar rummad |
Skiant-faltazi |
Skrivagnerien Skiant-faltazi pennañ |
Jules Verne-Georges Orwell
H.G. Wells-Arthur C. Clarke |
Anthony Burgess-A. E. van Vogt
H. P. Lovecraft-Aldous Huxley Ray Bradbury-René Barjavel Michael Crichton-Dan Simmons |
Bed ar skiant-faltazi |
Skrivagnerien - An SF er BT |
An SF er Sinema |
Temoù an SF |
Rummad:Skiant-faltazi |
Ganet eo bet e 1903 e India, en ur familh hanter saoz hag Indian, Geoges Orwell, e wir anv Eric Blair, a reas e studi en Eton. E 1922, ez eas kuit evit mont da Virmania, e-lec'h ma teuas da vezañ un ezel eus Polis Impalaeriezh an Indez. En gwir ne blije ket kalz ar vicher-se dezhañ, hag er mod-se, e 1928, pa oa o vakañsiñ e Bro-Saoz e roas e zilez eus e garg; c'hoant en doa da vevañ evel ur skrivagner tra-ken. Hep boujetenn ebet gantañ e teuas da Bariz e-lec'h ma vevas evel ur c'hlasker-bara, kent mont da skaotañ listri en ur restaorant. A-ziwar an danvez pa oa o krak-vevañ e tegasas ur levr eñvorennoù, sed : Down and out in Paris and London. Embannet eo bet e galleg e 1935 hag adanvet La Vache enragée, gant an ti-embann N.R.F.. Hag eñ distro da Vro-Saoz. Mont a reas da vestr-skol, implijad en ul levraoueg, ha mont a reas da ezel er P.O.U.M. e-pad brezel diabarzh Spagn. Gloazet e voe e 1937 e Huesca, heuget gant hollveliouriezh ar stalinourien, kerse gant an demokrated pouer, mont a reas da Varoko. E 1939 e voe anvet da serjant, ha disoudardet. Gounit a reas e vara dre labourat el labouradegoù e-pad an noz. A-benn ar fin e voe roet fred dezhañ evel spiker er BBC. E 1943 e teuas da vezañ pennrener ar pemdezieg The Tribune, hag, e 1945, kazetenner kefridiel evit The Observer e Frañs hag Alamagn. Er bloavezh-se e savas ur pennad brudet difennet gantañ e genvroad P. G. Wodhouse, bet prizoniad a-hed ar brezel, ha tamallet dezhañ bezañ kenlabouret gant an Alamaned. Tapet gant an droug-skevent abaoe bloavezhioù ez eas d'an anaon en ur glinikenn eus bannlev Londrez e miz Genver 1950. E-pad e vloavezhioù diwezhañ, o stourm a-eneb d'ar marv, e skrivas e romant diwezhañ "1984". Lakaat a ra aze dre skrid nec'hamant gwashañ an dud frank eus hon mare.
[kemmañ] Levrlennadur
- Burmese Days
- Down and out in Paris and London
- Animal farm
- 1984
- Homage to Catalonia
- The Road to Wigan Pier
- Coming up the air
[kemmañ] E brezhoneg
Kêr al loened (in Al Liamm nn 152 Mae-Mezheven 1972, troet gant Pierre Joseph Marie Bourdelles)