Houarn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
An houarn a zo un elfenn gimiek, Fe e simbol ha 26 e niver atomek.
Derc'henn atom an houarn 56 a zo an izotop stabilañ a c'haller kavout e-touez an elfennoù kimiek p'eo dezhañ an uhelañ eus an energiezh liammañ.
Kompozad pennañ derc'henn meur ar steredenn hag a blanedenn eo an houarn, met p'eo an houarn an elfenn diwezhañ a c'hell bezañ krouet dre an teuziadur e kreiz ar stered seul m'eo dezho ur mas kevatal da 10 mas heol d'an nebeutañ, n'eus ket da ijinañ e teufe an houarn eus ur gwallreustl evel ur supernova. Kavet e vez ivez e meur a roc'hell e-barzh pluskenn an Douar.
[kemmañ] Perzhioù
[kemmañ] Perzhioù fizikel
Hervez an temperadur e c'heller kavout an houarn dindan meur a stumm allotropek. Er stadoù normal an aerwask hag ar temperadur eo an houarn ur solud kristalinek, dezhañ ur frammadur diñs gant ur c'horf kreizennet (houarn α), met pa ya an temperadur ouzhpenn 950 °C e ya da gristalloù diñs gant talioù kreizennet (houarn γ pe austenit) hag ouzhpenn 1 400 °C e ya da gristalloù diñs gant ur c'horf kreizennet en-dro (houarn δ).
Un danvez feromagnetek eo an houarn, da lavaret eo ma mir o reteradur nevez momedoù e atomoù pa kouezhont dindan levezon ur park magnetek hag n'eus ket mui anezhañ pelloc'h.
[kemmañ] Gerioù deveret
- hent-houarn
- houarn-gwenn
- houarn marc'h
- houarnaj
- houarnouriezh
- houarnwisk
- marc'h-houarn
- marc'hhouarnerezh