Moizez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Moizez a voe digabestrer ha lezenner Israel. Bez ez eo unan profeded ar yuvezion, ha kontet eo da vezan skrivet an Torah. Anavezet eo ivez gant ar Vuzulmaned ha tud ar relijion baha'i.
[kemmañ] E anv
Moezan ha Moazan a zo bet stummoù koshoc'h e brezhoneg. מֹשֶׁה ("Mōše(h)") eo en hebreeg; موسى "Mūsā" en arabeg; ha ሙሴ "Muse" e oa e geuzeg). Sañset eo an anv dont eus an henegiptek msj (pe Mesi).
[kemmañ] E istor
Mab e oa da Amram ha d'e wreg Jochebed Hervez ar Bibl e oa bet gourc'hemennet gant ur faraon lazhañ paotredigoù ar yezuvien en Egipt. Ur vamm neuze a laoskas he mabig da vont en ur gavell gant red an dour war ar stêr Nil. Ha hennezh a voe dastumet gant merc'h ar roue.
[kemmañ] Hervez ar Bibl
Teir loden zo e buhez Moizez, , 40 bloaz e pep hini.
- Yuzev advabet gant merc'h Faraon, p'emañ an Hebreed dindan gazel-gê hag o loeniñ evel sklaved, e tegouezh da Voizez gwelout un eilmestr egiptat o vazhata ur yuzev. Lazhañ ar ar bazhataer, ha ret dezhañ tec'hout.
- Skoazell a ro da verc'hed beleg Madian, Jéthro (pe Yitro). Kemer a ra unan anezho da wreg, Sefora hec'h anv. mesaer deñved eo neuze.
- D'e 80 vloaz e teu Doue da ziskuliañ dezhañ ar gefridi zo bet aozet evitañ, a-greiz ma oa gant e zeñved. Mont a ra da gerc'hat bugale Israel e-maez Egipt betek bro Kanaan. Mervel a ra a-raok mont enni, d'e 120 vloaz.