Mor ruz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Emañ ar Mor ruz etre Norzhafrika (er C'hornôg) ha Mervent Azia (er Reter). Hir ha strizh eo, 500 kilometr a hirder ha war-dro 30 kilometr a ledander. Stumm ur vrec'h-vor divent en deus, klozet en Norzh hag oc'h echuiñ gant div ganol-vor oc'h ober evel tres kerniel : brec'h-vor Suez ha brec'h-vor Aqaba. Digor eo d'ar Su trema Meurvor Indez. War e riblennoù e kaver :
- war ar riblenn gornôg : Egipt, Soudan hag Eritrea
- war ar riblenn reter : Arabia Saoudat ha Yemen, met war vrec'h-vor Aqaba ez eus div riez hag o deus pep a brenestr bihan warnañ, Israel (porzh Eilat) ha Jordania (porzh Aqaba).
Rummadoù ar bajenn: Morioù | Afrika | Azia | Arabia saoudat | Egipt | Eritrea | Soudan | Yemen | Labour a Chom