Morbig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() Ur vorbig
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Aves | ||||
Urzhiad : | Charadriiformes | ||||
Kerentiad : | Haematopodidae | ||||
Genad : | Haematopus | ||||
Spesad : | Haematopus ostralegus | ||||
Anv skiantel | |||||
Haematopus ostralegus Linnaeus, 1758 |
|||||
|
Un evn a vev en arvor eo ar vorbig (Haematopus ostralegus, morbig Eurazia pe morbig voutin). Stank e vez kavet morbiged en arvor Breizh. Spesadoù morbiged all zo er bed met morbiged Eurazia, ar spesad a gaver e Breizh, eo ar re anavezetañ ha stankañ ha kavet e vezont dre Europa a-bezh, e Rusia, betek ar Mor Habask, e Sina hag e Korea.
Taolenn |
[kemmañ] Doareoù pennañ
Ul labous brav eo ar vorbig, gwenn ha du e bluñv ha ruz-orañjez e bigos hir. Ruz-roz eo ar pavioù.
Aes eo ar vorbig da anavezout diwar nij gant e zivaskell hag e lost gwenn ha du. E vouezh skiltrus a zo aes da anavezout ivez.
[kemmañ] Annez
Ur spesad evned tremeniat eo ar morbiged, dre vras. Neizhiañ a ra ar morbiged war aodoù Breizh, dreist-holl war aodoù Mor Breizh, hag e meur a vro all eus hanternoz Europa. Kuitaat a reont Breizh goude an hañv evit skeiñ war-zu broioù tommoc’h en hanternoz Afrika ha kreisteiz Europa. Darn anezho a chom e Breizh, e Breizh-Veur pe en Iwerzhon ; met kalz anezho a zilec’h koulskoude ha pa chomfent er vro : eus arvor norzh Breizh ez eont da arvor su Breizh, pe eus Bro-Skos da su Bro-Saoz. Hag heñvel e ra ar re a zo en Azia. A-stroll e vevont, e diavaez mare an embarañ. O neizh a savont war ar reier pe e-touez ar bili alies. Etre 2 ha 4 vi gris brizhellek a vez dozvet ganto. Ul liv heguzh dispar a zo gant ar vioù ha gant re vihan ar vorbig.
[kemmañ] Boued
En em vagañ a reont diwar kregin, evel ar meskl, kranked pe pesked bihan, pe c’hoazh diwar leoged a gavont en traezh pe el lec’hid. E Breizh-Veur e vez kavet morbiged en douaroù, war al lennoù pe ar stêrioù. Stumm pigos ar re-se a zo disheñvelik diouzh stumm pigos ar morbiged a vev en arvor : re an arvor en em vag diwar kregin o deus ur pigos kalet, ledan e veg, graet evit terriñ ar c’hregin ; ar re a vev en douaroù hag en em vag diwar ar preñved a gavont el lec’hid o deus ur pigos lemm ha begek.
[kemmañ] Traoù all
Evned stank a-walc’h int en hor bro peogwir e vefe 20 000 morbig bennak, well-wazh, en arvor Breizh e-pad ar goañv, hag en tu all da 80% eus ar re a vez o neizhiañ e Frañs a vefe annezet e Breizh. Peogwir en em vagont diwar loened bihan a vev en dour mor (kregin, kranked bihan, pesked bihan) e vez sellet ouzh ar morbiged evel ur sin eus naeted an dour. Meur a studiadenn a zo bet kaset da benn evel-se, en hanternoz Alamagn, en Izelvroioù hag e Bro-Saoz.

[kemmañ] Anvioù all
Anvioù all a roer d’al labous-se e brezhoneg : pig-vor, pig-mor, pig-aod.
[kemmañ] Spesadoù all
Un dek spesad bennak a vorbiged a gaver er bed, ouzhpenn ar vorbig voutin pe morbig Eurazia. En o zouez :
- morbig du Amerika (Haematopus bachmani)
- morbig duard (Haematopus ater)
- morbig Amerika (Haematopus palliatus)
- morbig du Afrika (Haematopus moquini)
[kemmañ] Sell ivez
[kemmañ] Levrlennadur
- Tudual Huon, Laboused ar Vro, Embannadurioù Al Lanv, 1983
- Claude Péridy, Evned Breizh, Hor Yezh, 1995