Faero
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
Yezhoù ofisiel | Faeroeg, Daneg | ||||
Kêr-benn | Tórshavn | ||||
Penn ar stad | Margrethe II, rouanez Danmark | ||||
Kentañ Ministr | Jóannes Eidesgaard | ||||
Gorread - En holl - % dour |
1 399 km² 0,5 |
||||
Poblañs - En holl (2004) - Stankter ar boblañs |
48 228 33,1/km² |
||||
Statud politikel | Emren (diouzh Rouantelezh Danmark) abaoe 1948. | ||||
Moneiz | kurunenn Faero (króna) (DKK)1 | ||||
Kan broadel | Tú alfagra land mítt (Na kaer eo ma bro) |
||||
Devezh ar vro | 29 a viz Gouere |
||||
Kod war ar Genrouedad | .fo | ||||
Kod pellgomz | 298 | ||||
1Kurunenn Danmark (krone) eo a vez implijet, met tresadennoù dibar d’an inizi a vez war ar bilhedoù-bank. Gant pezhioù moneiz ordinal Danmark e vez graet. | |||||
Bez ez eo an inizi Faero (Føroyar, LFE: [ˈfœɹjaɹ], 'inizi an deñved' e faeroeg; pe marteze ivez 'inizi pell') un enezeg er Meurvor atlantel, hanter hent etre aodoù Norvegia, Bro-Skos hag Island. Stag int ouzh rouantelezh Danmark, met emren int abaoe 1948.
Taolenn |
[kemmañ] Douaroniezh
Un enezeg enni 18 enezenn eo an inizi Faero. Lec’hiet eo a-hedred gant inizi kornôg Bro-Skos, hag en em astenn a ra a-hed 113 km eus an norzh d’ar su hag a-hed 75 km eus ar c’hornôg d’ar reter. Inizi roc’hellek ha torosennek int, toullet o aodoù gant fjordoù bihan. Ar Slættaratindur eo ar menez uhelañ, dezhañ 882 m uhelder, war enez Eysturoy.
Kerreizh eo an hinad. Klouar ha gleb e vez an amzer, gant brumenn hag avel alies.
[kemmañ] Istor
Moarvat e voe menec'h eus Iwerzhon war an inizi er VIIvet kantved. Met gant ar Vikinged eo e voe poblet an inizi da vat. Hervez ar Færeyinga Saga (saga Faeroiz) e voe aloubet an inizi gant tud tec’het diouzh yev roue Norvegia en IXvet kantved. En XIvet kantved e voe perc’hennet an inizi gant ur roue norvegat all, Olav Tryggvason. Gant hennezh e voe kristenaet an enezidi. Ur wech unanet rouantelezhioù Norvegia ha Danmark, dre Unaniezh Kalmar, goude 1386, e tremenas an inizi Faero dindan galloud Danmark. Stag ouzh Danmark e chomas an inizi goude Feur-emglev Kiel, pa voe distaget Norvegia diouzh Danmark. E-pad an Eil brezel bed, pa oa bet aloubet Danmark gant an Alamaned, en em stalias arme ar Rouantelezh Unanet en inizi. Kement-se a roas c’hoant d’an enezidi da gaout o gouarnamant dezho. Un emsav evit ar yezh a oa abaoe dibenn an XIXvet kantved hag un emsav politikel abaoe deroù an XXvet kantved. E 1948 e voe roet d'an inizi ur statud emrenerezh. Pa’z eas Danmark e-barzh Kumuniezh Europa, e 1973, e tivizas tud an inizi Faero chom er-maez. Bremañ ez eo an dizalc’hiezh krenn pal gouarnamant an inizi.
[kemmañ] Levrlennadur
- B. Raoulx, Les îles Féroé, Institut Culturel Danois-Université de Caen, 1992
[kemmañ] Liammoù diavaez
- [1] – Lec’hienn ofisiel (e faeroeg hag e saozneg)
|
|||
Alamagn · Aostria · Belgia · Breizh-Veur · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek |
|||
Ar 21 Stad ezel eus Kuzul Europa, ouzhpenn ar re meneget a-us | |||
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Bulgaria · Island · Jorjia · Kroatia · Liechtenstein · Moldova · Monaco · Norvegia · Republik Makedonia · Roumania · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina |
|||
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa | |||
Belarus · Montenegro · Vatikan |
|||
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial | |||
Åland · Akrotiri ha Dekhelia · Jibraltar · Gwernenez · Manav · Inizi Faero · Jerzenez · Jan Mayen · Kosovo · Svalbard | |||
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet | |||
Republik Turk Kiprenez an Norzh · Treuznistria ·Nagorno-Karabac'h ·Abc'hazia ·Osetia ar Su ·Tchetchenia |