Saddam Husain
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Saddam Husain Abd al-Majid al-Tikriti (e arabeg, صدام حسين عبد المجيد التكريتي), a vefe bet ganet d'an 28 a viz ebrel 1937. Marv eo d'an 30 Kerzu 2006.
E penn Bro-Irak eo bet eus 1979 da 1991, hag eus 1994 da 2003. Diskaret eo bet e-pad aloubadeg ar vro gant ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur hag un nebeud broioù all. Kriz-kenañ eo bet pa oa e penn ar vro, ha kalz traoù zo rebechet dezhañ gant an aozadurioù e-maez-gouarnamant. Kondaonet d'ar c'hastiz a varv e 2006 evit drouklazh Doujail e 1982 eo bet krouget d'an 30 Kerzu 2006.