Kergustentin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kergustentin pe gKontanstinopolis a zo bet diazezet e derou ar IIIvet kantved gant an impalaer roman Kustentin (Constantinus) evit krouiñ un eil gêrbenn d'an Impalaeriezh roman, Roma nevez dibabet da anv nevez gêr gozh Bizañs, met chomet eo e eil anv en enor da Gustentin, Constantinopolis (gresianeg : Κωνσταντινούπολις). Dre urzh Kustentin eo bet adsavet hag adgempennet dindan un nebeut bloavezioù, kaset di kinkladurioù pinvidikañ an impalaeriezh. Lidet eo bet an digoridigezh d'an 11 a viz Mae 330. Bravañ ha brasañ eget Roma eo deuet da vezañ seul ma kreske pinvidigezh anImpalaeriezh roman ar Reter a oa bet savet pa oa bet divizet gant Teodosius Iañ ma vo pep e daou vab o ren div lodenn an impalaeriezh roman en em ledanae war un egor divent. Kêrbenn ar bed gresianek e oa ivez hag ur greizenn genwerzhel, an hini pouezusañ er bed anavezet e-pad kantvedoù. Deuet eo da vezañ Istanbul, kêrbenn gozh ha kêr vrasañ Turkia. Annezidi Kergustentin a zo anvet ar Gergustentinidi, met graet e vez ar Vizañtiz eus outo peurvuiañ.
[kemmañ] Istor
Un drevadenn staliet er VIvet kantved gant gresianed Megara a zo bet kêr-vBizañs war strizh-mor ar Bosfor etre ar Mor Kreizdouar hag ar Mor Du, ul lec'h strategel ha mat evit ar c'henwerzh eus ar re wellañ. War riblennoù ur draonienn anvet ar C'horn-Aour eo bet staliet ar porzhioù, ar porzh kenwerzh hag ar porzh milourel. Pa voe adsavet gant Kustentin e lavared e oa staliet war seiz menez evel Kêr-Roma. Ar "Straed-greizenn" (ar Mêsê), mein-marbr warni e-leizh ha riblennet gant bolzwaregoù war gilometradoù-hed a dibune porchedoù, plasennoù, bolzoù-enor, delwennoù hag ilizoù klinklet gant marelladurioù hag ikonoù aourennet.