Kib vell-droad ar bed
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kib vell-droad ar bed eo ur gevezadeg mell-droad etrebroadel a vez dalc'het bep pevar bloaz en ur riez aozer. Dalc'het eo bet evit ar wezh kentañ war intrudu Jules Rimet, prezidant Kevread Etrebroadel ar Vell-droad (KEME), e 1930 en Uruguay.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Orin ar gevezadeg
Ar soñj da aozañ ar gevezadeg Kib ar bed a zo deuet kerkent ha lakaet Kevread Etrebroadel ar Vell-droad (KEME) en e sav e 1904. E 1906 eo raktreset aozañ ar gevezadeg kentañ e Suis, gant pevar rumm, pevar skipailh e pep hini anezho, evit an dro gentañ. Met pa oa bet anv da glozañ an enskrivadurioù gant an holl skipailhoù bet pedet da zont, d'an 31 a viz Eost 1905, n'eus bet kevread ebet evit kadarnaat hag e oa bet nullet ar raktres. E 1908 e sav KEME un tournamant mell-droad olimpek hag e klask lakaat anezhañ da vezañ anvet evel kampionad mell-droad amatour ar bed. Kadarnaet eo ar meno-se e 1914 da geñver kendalc'h KEME. Met chom a ra sac'het an intrudu abalamour d'ar Brezel Bed kentañ. Goude ar Brezel Bras e cheñch KEME he emzalc'h. Adal m'eo dilennet Jules Rimet e penn KEME e stourm evit ma ne vefe ket anvet an tournamant olimpek da gampionad mell-droad amatour hag evit ma vo krouet ur gevezadeg etrebroadel nevez. A-benn ar fin eo savet KEME a-du gant ar raktres Kib ar bed d'an 28 a viz Mae 1928 : 25 mouezh a-du, 5 a-enep (Ar broioù Skandinaviat) hag unan neptu (Alamagn).[1]
Fiziet eo aozadur kentañ Kib ar Bed da Uruguay d'an 18 a viz Mae 1929 da geñver kendalc'h KEME 1929 e Barcelona. Dre ma koust kaer-ruz mont da Uruguay, n'eus ken nemet pevar skipailh evit mont di 1930[2] : hini Frañs, hini Belgia, hini Yougoslavia hag hini Roumania. Dav eo da Jules Rimet ober tro Frañs memes, evit kendrec'hiñ pennoù-bras ar melestradurezh, ar c'hoarierien hag an implijerien evit ma vo loc'het gant ar skipailh e koulz. Dont a ra a-benn un toullad a c'hoarierien da ziskrog eus o labour evit daou viz, ar pezh n'hall ket ober ar gourdoner Gaston Barreau. Evit enoriñ stourm prezidant KEME eo "Kib Jules Rimet" anv an trofe a vez da c'hounid etre 1930 ha 1970.
Dibabet e vez lakaat ar gevezadeg nevez bep pevar bloaz, etre pep krogad C'hoarioù Olimpek. E deroù Kib ar bed e veze an hevelep skipailhoù o kenstrivañ an eil a-enep egile da geñver ar C'hoarioù Olimpek, amatourien ma oant holl. Hiriz an deiz eo gwell evit skipailhoù Europa, dre ma vez aozet Kib ar bed a bep eil gant Kampionad mell-droad Europa ar Broadoù, ar pezh ned eo ket heñvel evit ar skripailhoù afrikan a genstriv evit Kib Afrika ar Broadoù bep daou vloaz, memes pa vez eus Kib ar Bed.
[kemmañ] Emdroadur ar gevezadeg
Diwar ar pennad gallek, da vezañ kendalc'het…