James Cook
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur moraer hag ur c’hartennaouer saoz e voe James Cook (Marton, Bro-Saoz, 27 a viz Here 1728 - Bae Kealakekua, Hawaii, 14 a viz C'hwevrer 1779). E-kerzh e deir beaj er Meurvor Habask e touaras war an inizi pennañ er mor-se.
Mab d’ul labourer-douar deuet eus Bro-Skos da Middlesborough (Yorkshire) e oa ha mont a reas d’ar skol betek e zaouzek vloaz. Labourat a reas gant e dad goude-se ha diwezhatoc’h e kavas labour evel deskard en ur stal vihan en ur porzh pesketa e biz Bro-Saoz. Evel-se, a lavarer, e tizoloas bed al listri, hag e teuas da vezañ sot ganto. Kemeret e voe da vous war bigi a rae kenwerzh ar glaou e Mor an Hanternoz ha goude-se er Mor Baltel. Diskouez a reas bezañ barrek ha kinniget e voe dezhañ bezañ e penn ul lestr da 27 vloaz. Met divizout a reas Cook mont er Royal Navy (morlu ar Rouantelezh-Unanet). Kemer a reas perzh er Brezel Seizh Vloaz, war aodoù Kanada, ha diskouez a reas eno bezañ barrek evel kartennaouer. Gantañ e voe savet kartennoù eus aber ar stêr Sant-Laorañs hag eus An Douar-Nevez. Sachet e voe evezh ar Royal Society (ur gevredigezh ouiziek) war e labour. Ha goulennet e voe digantañ kemer penn al lestr Endeavour, da gas skiantourien betek ar Meurvor Habask da arsellet tremenadenn Gwener dirak an heol. War bourzh an Endeavour e oa steredoniourien ha louzawourien.
Taolenn |
[kemmañ] Ar veaj kentañ (1768-1771)
Loc’hañ a reas an Endeavour eus Bro-Saoz e 1768 evit mont, dre ar C’hab Horn, betek Tahiti ma oa ar skiantourien d’ober o labour. Eno e tilestras Cook d’an 13 a viz Ebrel 1769. Pal ar skiantourien a oa jediñ an hed zo etre Gwener hag an Heol. Ur wech ma oa bet arsellet tremenadenn Gwener dirak an heol d’an 3 a viz Mezheven ha ma oa bet graet ar jedadennoù rekis, e loc’has James Cook war-zu ar c’hornôg. Un eil pal a oa gant ar veaj : ergerzhet su ar Meurvor Habask, da glask roud eus ur c’hevandir martezeüs eno, anvet Terra Australis. Gant harp un den eus Tahiti, anvet Tupaia, en tizhas Cook aodoù Zeland-Nevez. An eil Europad e oa James Cook o hentiñ an aodoù-se, pa oa bet an Izelvroad Abel Tasman eno e 1642, tremen kant vloaz abretoc’h. Sevel a reas Cook kartennoù resis eus ar vro ha diskouez a reas e oa div enezenn vras eus Zeland-Nevez, o kavout ar strizh-mor zo etre enez an Norzh hag enez ar Su ha zo anvet bremañ diwar e anv (Strizh-mor Cook). Evel-se e tiskouezas ne oa ket Zeland-Nevez un tamm eus ur c’hevandir brasoc’h, daoust da gredennoù skiantourien zo. Goueliañ a reas goude-se war-zu ar c’hornôg adarre, da glask adkavout Douar Van Diemen, a oa bet kavet gant Tasman (Tasmania hiziv). En em gavout a reas pelloc’h en norzh avat, war aod gevred Aostralia. An Europad kentañ e oa o touarañ eno, d’an 20 a viz Ebrel 1770. Hedañ a reas an aod etrezek an norzh goude-se, evit sevel kartennoù, ha dilestrañ e Botany Bay, el lec'h m'emañ Sydney bremañ. Gant e vagad skiantourien e voe diskrivet loened ha plant a oa dianav da Europiz betek-henn. Pelloc’h en norzh e voe gwelet ganto ul loen a voe anvet kangourou, un amprest digant yezh ur bobl eus Aostralia, ar guugu yimidhirr. Ar wech kentañ ma tilestras Cook ha ma welas tud eus ar vro, henvroidi Aostralia, e voe disfiz eus an daou du. Diwezhatoc’h avat e voe eskemmoù etre tud Cook hag an henvroidi hag evel-se e voe desket ar ger kangourou gant ar vagad Europiz. Goude bezañ tremenet e saozneg e tremenas ar ger e yezhoù all Europa. Ret e voe d’al lestr chom a-sav e-pad meur a sizhun da vezañ ratreet, goude ma oa bet gwallgaset war ar gloued koural zo a-hed an aod. Ur wech renket kement-se, e voe lakaet da ouel war-zu an norzh adarre. Treuzet e voe Strizh-mor Torres gant an Endeavour, ar strizh-mor zo etre Aostralia ha Ginea-Nevez, ha bet ergerzhet gant ar Portugalad Luis Váez de Torres e 1604. Betek-henn e oa chomet yac’h ha dibistig an holl e bourzh al lestr : ne oa bet tizhet den ebet gant ar skorbud, ur c’hleñved a dizhe alies ar voraerien d’ar mare-hont koulskoude. Kement-se a oa a-drugarez da evezh James Cook a c’houlenne digant e vartoloded debriñ frouezh eus ar genad Citrus ha kaol-go, diwar ali ar mezeg James Lind ha pa ne ouijed ket mat perak e tiwalle seurt boued diouzh ar skorbud. Tro inizi Java ha Sumatra a reas James Cook ha diskouez evel-se e oant div enezenn distag. Hogen, e trowardroioù Batavia e voe tizhet kalz a dud e bourzh gant ar malaria ha kleñvedoù all a rae o reuz dre eno. Hag a-raok tizhout Bro-Saoz en-dro, e 1771, e varvas meur a hini war al lestr, evel an Tahitiad Tupaia, al louzawour Herman Spöring pe ar steredoniour Charles Green. Embann a reas James Cook e zeizlevr pa voe distroet da Vro-Saoz. Dont a reas da vezañ un haroz e-touez ar skiantourien, e-kichen al louzawour Joseph Banks a oa bet e bourzh al lestr ivez. Diwar anv al lestr, an Endeavour, e voe badezet an egorvulzun Endeavour, a voe bannet gant ar Stadoù-Unanet e 1992.
[kemmañ] An eil beaj (1772-1775)
Ur wech deuet en-dro da Vro-Saoz e voe anvet da gomandant ha kinniget d’ar roue Jorj III. E 1772 e loc’has en-dro, e penn al lestr Resolution, kaset gant ar Royal Society da glask an Terra Australis adarre, pa soñjed e oa Aostralia un tamm eus ar c’hevandir-se. Ul lestr all a oa gantañ, an Adventure, renet gant Tobias Furneaux. Pell war-zu ar su ez ejont ha treuziñ ar C’helc’h Antarktikel d’ar 17 a viz Genver 1773. Mont a reas tost da Antarktika, kent treiñ war-zu inizi ar Meurvor Habask. Dispartiet e voe an eil lestr diouzh egile ha mont a reas an Adventure betek Zeland-Nevez, a-raok distreiñ da Vro-Saoz. Dilestrañ a reas James Cook en Inizi Cook a oa bet gwelet gantañ e 1770 hag a voe roet e anv dezho diwezhatoc’h. E 1774, war hent an distro, e tilestras war an inizi Vanuatu, an inizi Tonga, an inizi Markizez hag Enez Pask. Pelloc’h war e hent distro ez ergerzhas inizi Georgia ar Su ha Sandwich ar Su. Gant an eil beaj-se e voe lakaet un termen da vojenn an Terra Australis, met moarvat e welas Cook skornegoù Antarktika. Ur wech distroet da Vro-Saoz e voe anvet James Cook da ezel eus ar Royal Society ha da gabiten ha kinniget e voe dezhañ kuitaat ar morlu ha bezañ e karg eus Ospital Greenwich. Met fellout a rae da James Cook derc’hel da verdeiñ. Un trede beaj a voe raktreset da glask an Tremen dre ar Gwalarn : o loc’hañ eus ar Meurvor Habask e klaskfe Cook tizhout ar Meurvor Atlantel, en ur c’hoari an dro da Amerika dre an norzh.
[kemmañ] An trede beaj (1776-1779)
Evit an trede beaj e oa daou lestr adarre : renet e oa ar Resolution gant James Cook hag an Discovery gant Charles Clerke. Mont a rejont kuit eus Bro-Saoz e miz Gouere 1776, da vont war-zu Tahiti da gentañ. Alehont ez ejont war-zu an norzh ha kavout inizi a voe badezet ganto Inizi Sandwich, diwar anv un noblañs a oa e penn ar Royal Navy, hag a reer anezho Hawaii bremañ. Eus Hawaii e lakajont da ouel adarre da dizhout aodoù kornôg Amerika. Erruout a rejont war aodoù Enez Vancouver e miz Meurzh 1778. Sevel a reas Cook kartennoù eus aodoù kornôg Amerika, adalek Kalifornia betek Strizh-mor Bering. Ne c’hellas ket tremen dre ar strizh-mor, abalamour d’ar skorn, hag e rankas distreiñ war e c’hiz. Mont a reas da Hawaii en-dro e deroù 1779. Eno e voe laeret ur c’hanod bennak digant ar Saozon gant tud ar vro. C’hoant en devoe Cook da herzel roue Hawaii, Kalaniopuu. Sevel a reas bec’h etre James Cook hag an enezourien. En un emgann war an aod e voe tennet war tud Hawaii gant ar Saozon ha lazhet e voe Cook da-heul. Eno e varvas d’ar 14 a viz C’hwevrer 1779, e Bae Kealakukea.
Clerke a gemeras penn an daou lestr hag a glaskas, adarre, tremen dre Strizh-mor Bering, met en aner. Distreiñ a reas an div vag da Vro-Saoz e 1780.