Jorjia (bro)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
-
-
- Evit sterioù all an anv Jorjia gwelet amañ.
-
|
|||||
Ger-stur ძალა ერთობაშია (Brezhoneg: "En unvaniezh emañ ar c'hreñvder") |
|||||
Yezhoù ofisiel | Jorjieg | ||||
Kêr-benn | Tbilisi | ||||
Statud politikel | Republik | ||||
Prezidant' | Mic'heil Saakachvili | ||||
Ministr kentañ | Zurab Noghaideli | ||||
Gorread -En holl -% dour |
69 700 km² dister |
||||
Poblañs - 2005 war-dro - Stankter ar boblañs |
4,474,404 24/km² |
||||
Moneiz | Lari (ლ) | ||||
Kan broadel | Tavisupleba ("Frankiz") |
||||
Devezh ar vro | |||||
Kod war ar Genrouedad | .ge | ||||
Kod pellgomz | 995 |
Jorjia (jorjieg საქართველო - Sakartvélo) a oa hec'h anv ofisiel adalek 1990 betek 1995 Republik Jorjia, a zo ur vro eus Eurazia. E Kaokaz ar su emañ an darn vrasañ anezhi tra ma'z ul lodenn vihanoc'h anezhi e Kaokaz an norzh. Gant Rusia he deus harz où war-du an norzh ha gant Turkia er mervent, Armenia er su hag Azerbaidjan war-du ar gevred.
Jorjia a zo un demokratelezh gant un istor hir hag ur sevenadur kozh. En Europa e laka he sevenadur hag hec'h istor met he lec'hiadur douaroniel a gem hervez an andonioù. Gwechoù 'zo e kaver eo Jorjia ur vro dreuzkevandirel.
Eus ar gresianeg (Γεωργία) - douar ar feurmioù - e teu anv brezhoneg Jorjia. Ar Jorjiz a implij ul lizherenneg ispisial ijinet gant ar roue Pharnavaz I Iberia ha n'he deus liamm ebet gant lizherenneg arall ebet. D'ar feiz kristen e voe gounezet ar vro e 327 ha troet e voe ar Bibl e yezh ar vro er Vvet kantved.
Liezek-tre eo douaroniezh Jorjia gant rannvroioù meneziek hag istrovanel a sach kalz touristed. Brudet eo ar vro ivez evit he gwin a zo e berzh heñvel ouzh hini re Frañs pe Italia. Abalamour da gavadegoù arkeologek o deus diskouezet e raed gwin enni war-dro 5000 kent J-K dja e oa bet anvet Jorjia "kavell ar gwin".
Taolenn |
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Henamzer
E-pad an henamzer e oa dalc'het tachenn Jorjia gant div rouantelezh : Iberia er reter ha Kolc'his er c'hornôg. E-touez ar broioù kentañ gounezet d'ar gristienezh e voent (war-dro 337). Kolc'his a anve hec'h annezidi Egrisi pe Lazica a voe alies ur maez-emgann etre Persia hag Impalaeriezh Bizañs. En abeg ar c'hadoù en zielfennas an div rouantelezh e deroù ar c'hrennamzer. An dra-se a aesaas an aloubidigezh arab a zeraouas er VIIvet kantved. Ne voe ket gounezet d'an Islam ar vro, avat hag e-pad an XIvet kantved e adfurmas ur rouantelezh jorjia dizalc'h. En XIIvet kantved e kontrole un darn vras eus Kaokaz ar Su hag ul lodenn eus aod norzh Anatolia.
[kemmañ] Krennamzer
Tizhout a reas rouantelezh Jorjia he barr en XIIvet hag en XIIIvet kantved. Ar pezh a anver "marevezh alaouret Jorjia" ne badas ket, avat. Aloubet e voe ar rouantelezh gant ar Vongoled e 1236. Goude-se e tiskarras Jorjia. Er XVvet voe disrannet ar vro e meur a rouantelezhioù a briñselezhioù bihan re wan da zerc'hel ouzh Persia ha Turkia. D'unan pe d'an eben e yeas da waz er XVIvet kantved.
Tierned ar rannvroioù a chomas emren a savjod meur a emsavidigezhioù hag en abeg d'ar brezelioù e voent int an abeg e diskennas poblañs Jorjia betek 250.000 annezad.
[kemmañ] Sujidigezh Rusia
E 1783 e sinas rouantelezh Kartli-Kakheti ha Rusia feurskrid Georgievsk hag a lakkaas anezhi dindan warez an Tsar. Ne ziwallas, avat, Tbilissi da vezañ peliet gant ar Bersed e 1795.
D'ar 8 a viz Genver 1801 e stagas an Tsar Paul I Rusia Kartli-Kakheti ouzh Rusia dre un dekred hag a ve gwirikaet d'ar 12 miz Gwengolo gant Alexander I. E mae 1801 e kasas kuit ar jeneral rusian Carl Heinrich Knorring an tiern diwezhañ David Batonishvili, ha sevel a ra ur gouarnamant, jeneral Ivan Petrovich Lasarev en e benn.
Ne voe ket degemeret diouzhtu an dekred gant uhelidi ar vro ha ret e voe da Knorring d'o bodiñ en iliz meur Tbilisi d'o rediañ da douiñ le d'an Tsar e ebrel 1802. Bac'het e voe ar re o-deus nac'het d'hen ober.
E-pad an hañv 1805 e faezhas al lu rusat ar bersed a ginnige Tbilisi.
E 1810 e stagas Rusia rouantelezh Imretia. Roue Imretia diwezhañ Solomon II Imretia a varvas en harlu e 1815. Etre 1803 ha 1870 e vrezelas meur a wech Rusia ouzh Prersia ha Turkia ha stagañ a reas tachennadoù bras ouzh Jorjia. Furmiñ a ra an tachennadoù-se (Batumi, Artvin, Akhaltsikhe, Poti, and Abc'hazia) un darn vras eus Jorjia a-vremañ.
Staget e voe priñselezh Guria e 1828 hag hini Samegrelo e 1857. Rannvro Svaneti a voe staget goustadig etre 1857 ha 1859.
[kemmañ] Ar maread soviedel
Goude an Dispac'h Rusian 1917 en em embannas Jorjia dizalc'h d'ar 26 a viz Mae 1928. Gounezet e voe an dilennadeg kentañ gant ar strollad sokialour-demokratel, tost ouzh ar vencheviked. Da vinistr kentañ ez eas e benn Noe Zhordania. Ur brezel a enebas Jorjia ouzh Armenia e 1918. Harzet e voe, avat, gant un oberiadenn saoz. E 1918 e 1919 e vrezelas ar jeneral jorjiat Mazniashvili ouzh ar rused wenn hag arnodiñ a reas da aloubiñ aod hanternoz ar mor du eus Tuapse da Sochi.
Ne badas ket frankiz ar vro. E 1921 e faezhas al lu ruz an arme jorjiat ha ret e voe d'ar gouarnamant da dec'hout kuit eus ar vro. D'ar 25 a viz C'hwevrer 1921 ec'h antreas an nerzhioù soviedel e Tbilisi hag ur gouarnamant margodennek, Filipp Makharadze en e benn. Entouezet e voe ar vro er Republik Soviedel Treuzkaokazia asambles gant Armenia hag Azebaidjan. E 1938 e voe disrannet Treuzkaokazia ha d'ur republik soviedel wir ez eas Jorjia.
Ar jorjiat Ioseb Jughashvili a yeas d'unan eus pennoù ar strollad Bolchevik. Goude dispac'h 1917 ha marv Lenin e yeas da benn an Unaniezh Soviedel.
Etre 1941 ha 1945 e stourmas 700.000 a jorjiz el lu ruz ouzh an Alamagn Nazkouriek. Un nebeut anezho a skoazellas an nazkoured, ava. War-dro 350.000 a jorjiz a voe lazhet e-pad an eil brezel bed. E-pad an hevelep maread e voe forbannet un nebeut a bobloù bihan evel ar Dchetchened, an Inguched, ar Garachayed hag ar Valkariz, da Siberia. Un darn eu o zirioù a voeroet da Jorjia betek 1957.
Ar jorjiat Eduard Shevardnadze, hag a oa ministr an aferioù diavaez eus an Unaniezh Soviedel a voe unan eus savourien bennañ ar Beryestroika. E-pad ar maread-se e savas Jorjia ur sistem politikel liesstrolladelek hag a strivjont evit dieubidigezh ar vro. E Jorjia e c'hoarvezas an dilennadeg frank gentañ en Unaniezh Soviedel d'ar 28 Here 1990. Eus miz Du 1990 betek miz Meurzh 191 e voe Zviad Gamsakhurdia,, penn an Emsav evit an dieubidigezh vroadel, prezidant Kuzul Meur Republik Jorjia, ar parlamant Jorjiat.
[kemmañ] Ar frankiz
Unan eu ar republikoù kentañ oc'h arnodiñ d'en em frankizañ deus an Unaniezh Soviedel. Gwaskadeg gant al lu ruz eus ur vanifestadeg beoc'hek d'an 9 a viz Ebrel 1989 a grouas un emsav enep-soviedel heñvel a-walc'h ouzh hini a oa er broioù baltek. En em zisrannañ a reas etre ur skour habask hag unan arall dispac'hellouroc'h. E miz Here 1990 aozas Jorjia an dilennadeg liesstrolladellek gentañ en istor eus an Unaniezh Soviedel. Tra ma voikotas an dispac'hellourien an dilennadeg ha savas ur 'hendalc'h broadel en em strollañ a reas peurest an enep-komunourien war-dro Merab Kostava ha Zviad Gamsakhurdia. Gounid a rejont gant 250 sez enep 64 hepken evit ar gomunourien. C'hwitañ a reas ar strolladoù arall da dizhout ar 5% ret da vont e-barzh ar parlamant.
D'an 9 a viz Ebrel 1991 ec'h embannas Jorjia he dieubidigezh. Zviad Gamsakhurdia a voe dilennet da brezidant d'ar 26 a viz mae 1991 met kaset kuit e voe eus ar galloud gant un taol-stad gwadek a badas eus ar 22 a viz kerzu 1991 betek ar 6 Genver 1992. Aozet e voe an taol-stad gant ar ward vroadel hag ur bagad armet : ar Mkhedrioni hag a vefe bet skoazellet gant al lu rusat. Merkout a reas an dra-se deroù ur brezel diabarzh a badas betek 1995.
Distreiñ a reas Eduard Shevardnadze d'ar vro e 1992 hag aozañ a reas ur "c'huzul-stad" asambles gant pennoù an taol-stad : Kitovani ha Ioseliani. Dilennet e voe en un doare ofisiel e 1995 ha 2000. E-pad ar marevezh-se, avat, e krogas emsavidigezhioù disranner e Abc'hazia hag Osetia ar Su. Gant skoazell stourmerien deut eus Rusia e teuas an emsaverien a-benn da sevel riezoù dizalc'h de facto en div rannvro-se. Muioc'h eget 250.000 jorjiz a voe diarbenet eus Abc'hazia ha 25.000 eus Tskhinvali. Ret e voe da galz familhoù osetiat da dec'hout eus rannvro Borjomi.
Kaset e voe Eduard Shevardnadze eus ar galloud gant Dipac'h ar Rozenn e 2003 goude dilennadegoù daelet. Beleniet e voe an dispac'h gant izili gozh strollad Shevardnadze : Mikheil Saakashvili, Zurab Zhvania ha Nino Burjanadze. Da brezidant e voe dilennet Mikheil Saakashvili e 2004. Un heuliad ag adreizhiadurioù a reas da greñvaat armerzh hag arme ar vro ha dont a benn a reas da enderc'hel adarre Ajaria met c'hwitaet en-deus da adaloubiñ Abc'hazia hag Osetia ar Su hag a zo gwarezet gant Rusia.
[kemmañ] Melestradurezh
Disrannet eo Jorjia e 9 rannvro, ur geoded ((k'alak'i) ha 2 republik emrenn pe avtonomiuri respublika (Abc'hazia hag Ajaria). Disrannet eo ar rannvroioù e 69 bann (raioni).
Kenvreuderezhioù ez eus a-zivout statud Osetia ar Su gant ar gouarnamant disrannidigel a gontrol ar broviñs. Kodori Gorge a zo an dar nemeti eus Abc'hazia a zalc'h ar gouarnamant-kreiz.
Rannvroioù Joria a zo
- 1 Abc'hazia
- 2 Samegrelo-Zemo Svaneti
- 3 Guria
- 4 Ajaria
- 5 Racha-Lechkhumi ha Kvemo Svaneti
- 6 Imeretia
- 7 Samtskhe-Javakheti
- 8 Shida Kartli
- 9 Mtskheta-Mtianeti
- 10 Kvemo Kartli
- 11 Kakheti
- 12 Tbilisi
Ar c'hêrioù brasañ a zo: Batumi, Chiatura, Gagra, Gori, Kutaisi, Poti, Rustavi, Sokhumi, Tbilisi, Tkibuli, Tskaltubo, Tskhinvali
Bannoù Jorjia a zo: Abasha, Adigeni, Akhalgori, Akhalkalaki, Akhaltsikhe, Akhmeta, Ambrolauri, Aspindza, Baghdati, Batumi, Bolnisi, Borjomi, Chiatura, Chkhorotsku, Chokhatauri, Dedoplistskaro, Dmanisi, Dusheti, Gagra, Gali, Gori, Gudauta, Gulripshi, Gurjaani, Java, Kareli, Kaspi, Kedi, Kharagauli, Khashuri, Khelvachauri, Khobi, Khoni, Khulo, Kobuleti, Kutaisi, Kvareli, Lagodekhi, Lanchkhuti, Lentekhi, Liakhvi, Marneuli, Martvili, Mestia, Mtskheta, Ninotsminda, Ochamchire, Oni, Ozurgeti, Poti, Rustavi, Sachkhere, Sagarejo, Samtredia, Senaki, Shuakhevi, Sighnagi, Sokhumi, Stepantsminda, Telavi, Terjola, Tetritskaro, Tianeti, Tkibuli, Tsageri, Tskhinvali, Tsalenjikha, Tsalka, Tskaltubo, Vani, Zestaponi, Zugdidi
[kemmañ] Orin an anv
Kartvelebi (ქართველები) en em anv ar jorjiz. Envel a reas o bro Sakartvelo (საქართველო), hag o yezh Kartuli (ქართული). Eus anv ur penn jorjiat mojennel Kartlos e teu ar gerioù-se. Ur mab eus Tagarmos, mab-bihan Japheth.
Ar ger implijet e yezhoù ar c'hornôg a zeu eus ar gresianeg (Γεωργία) - douar ar feurmioù. Er reter e anver ar jorjiz Gurjs, hag a zeu eus an arabeg Jurj pe ar persieg گرجی Gurji. Eus ar ger persiek e teu an turkeg Gürcü hag ar rusianeg Грузин ("Gruzin"). Anv ar vro a zo Gorjestan e persieg, Gürcistan en turkeg, ha Грузия e rusianeg ("Grouziya").
Proviñs bennañ Jorjoa, ha seziz ar gouarnamant e-pad darn vrasañ hec'h istor a zo Kartli, anvet ivez Iberia. Ar ger diwezhañ-mañ a vez skrivet Iveria ivez. Anezhañ e teu ar gerioù armeniek evit Jorjoa ha jorjiat : Virk (Վիրք) and Vrastan (Վրաստան). Bez ez eus kalz mojennoù a-zivout orin ar ger Jorjia, darn vrasañ anezho faoz. Hervez reoù'zo e teufe eus Sant-Jorj, patron ar vro, pe eus ar ger persiek evit bleiz. Posupl eo e teu eus ur wrizienn indez-europeat a dalvezfe "menezek".
[kemmañ] Douaroniezh
Jorjia he-deus harzioù a 728 km gant Rusia, a-hed ar bannoù Krasnodar Krai, Karachay-Cherkessia, Kabardino-Balkaria, North Ossetia-Alania, Ingushetia, Chechnya, Dagestan. Harzioù he-deus ivez gant Azerbaidjan (322 km) war-du ar gevred, [[Armenia (164 km) war du ar su ha Turkia (252 km) war du ar mervent.
Meneziek-kenañ eo ar vro. E div lodenn e tisrann ar menezioù Likhi. Kolc'his e vez anvet lodenn ar c'hornôk tra ma vez anvet ar reter Iberia. En abeg he zorosennadur liesek eo troc'het uhelgompezenn Svaneti deus peurrest a vro.
Rannañ a ra aradennad ar C'haokaz Bras Jorjia deus republikoù kaokazek Rusia. Riblet eo hanterenn su ar vro gant ar C'haokaz Bihan. Ar c'haokaz Bras a zo kalz uheloc'h eget ar C'haokaz Bihan. Tizhout a ra e leinoù uhelañ 5000 m. Menez Shkhara eo menez uhelañ Jorjia gant 5,201 m. An eil uhelañ a zo ar Janga (Jangi-Tau), hag a dizh 5,051 m. Ar menezioù bras arall a zo ar C'hazbegi (5,047 m), an Tetnuldi (4,974m), ar Shota Rustaveli (4,960m), an Ushba (4,710m.), hag an Ailama (4,525m./14,842ft.). An hini nemetañ gant un orin tanveneziek eo ar C'hazbegi. Ar rannvro lec'hiet etre ar C'hazbegi hag a Shkhara, hag a zo rannet gant ur pellder a 200 km, a endalc'h kalz skornegi. Aradennad ar C'haokaz Bihan a zo kenaozet eus aradennad bihanoc'h, tanveneziek o orin ar peurliesañ, liammet an eil ouzh an eben. O leinoù uhelañ na dizhont nemet 3400 m. Torosennadurioù pennañ ar rannvro a zo an uhelgompezenn tanveneziek Javakheti, lennoù niverus ha stivelloù tomm.
Ar c'hevioù Voronya a zo a re zonañ er bed. Lec'hiet emañ er menezioù Arabika, u darn eus aradennad Gagra en Abc'hazia. Betek 2,140 m e tiskennont.
Stêrioù pennañ Jorjia a zo ar Rioni hag ar Mtkvari.
[kemmañ] Kêrioù Pennañ Jorjia
- Tbilisi 1,066,100 annezad
- Kutaisi 183,300 annezad
- Batumi 116,900 annezad
[kemmañ] Gweledvaoù
Liesek eo gweledvaoù Jorjia. E kornôg ar vro e kaver koadegoù geunniek e-barzh an izeldirioù, geunnioù, ha, er rannvroioù meneziek, koadegoù ha skornegi. Er reter e kaver ur rannvro vihan sec'h heñvel a-walc'h ouzh re kreiz-Azia. Ar c'hoadegi a c'holo 40% ar vro hag ar c'helc'hiadoù alpek pe isalpek 10%.
Darn vrasañ an annez naturel en izeldirioù a oa bet distrujet er 100 bloavezh diwezhañ gant astennadur al labour-douar hag ar c'hêrioù. Eus ar c'hoadegoù a c'holoe Kolc'his a zo aet da get, estreget er mirlec'hioù hag er parkoù broadel. Ar c'hoadegoù a chomon a vez lec'hiet en uheldirioù hag er menezioù. Eus derv, fav-put, faou, evlec'h, onn ha gwez-kistin eo kenaozet ar c'hoadegoù dindan 600 m dreist met boutin a-walc'h ez eo ar spesad atav-glaz evel ar beuz. Kavout a reer ivez un nebeut spesadoù endemiek. Darnioù Ajaria, Samegrelo hag Abc'hazia a c'holo koadegoù glaviek klouar.
Etre 600 ha 1,500 m e ya ar c'hoadegoù klouar da vesket gant gwez-sapin a yelont d'ar souezhadur pennañ a-us 1500 m. Ar gwez ne greskont ket goude 1800 ha gant pradennoù e vez dalc'het gant pradennoù alpek. A-us 3000 m e teraou kelc'hiad an erc'heg beurbad.
Disheñvel tre ouzh re ar c'hornôk ez eo gweledvaoù reter Jorjia hag-eñ eoa bet difraostet dran vrasañ izeldirioù ar reter, evel ar Mtkvari pe plaenenn anAlazani. Ouzhpenn-se, un tamm sec'hoc'h eo hiniad ar rannvro ha biskoazh e voe goloet gant koadegoù darn anezhi. Gweledvaoù a zo kenaozet eus traoniennoù niverus disrannet gant menezioù. Koadegi-sapin ar raloc'h eget er c'hornok, estreget e Borjomi. Eus derv, faou ha fav-put ez eo kenaozet 85% ar c'hoadegoù. E traonienn an Alazani e kaver koadegoù ivin ivez. A-us 1000 m e kresk sapin ha bezv dreist holl. E reter Jorjia e kaver koadegoù betek 2000 m ha ne gresk ken ar strouezh a-us da 3500 m.
[kemmañ] Hinad
Liezek eo hiniad Jorjia. Disheñveliñ a reer daou gelc'had hiniourel, a glot, tro pe dro, ouz kornôg ha reter ar vro. Ur perzh pouezus a c'hoari ar C'haokaz Bras en hiniad ar vro rak gwareziñ a ra anezhi ouzh an aer yen a c'hellfemont eus stepennoù an norzh tra ma tiwall ar c'haokaz bihan ouzh levezon aer tomm ha sec'h deuet eus ar su.
E-barzh ar c'helc'hiad istrovanel gleb emañ darn vrasañ kornôg Jorjia. War-dro 1000-4000 mm a c'hlav a zegemer pep bloaz. Ingalet en un doare unvan e vez ar glaveier, hag eñ e vezont pounneroc'h e-pad an diskar-amzer. Kemm a ra kalz hiniad ar vro hervez an uhelder. Tra ma vez tomm a-walc'h an plaenennoù e-pad an holl vloavezh o-deus an uheldirioù hañvioù fresk ha gleb ha goañvioù yen hag erc'hek (muioc'h eget 2m zegemer e kornioù-br'zo). Ajaria eo rannvro c'hlebañ Jorjia. Koadeg glaviek Mtirala, e reter Kobuleti a zegemer 4500mm a c'hlav pep bloavezh.
Un hinad tremeniat etre ar c'helc'hiadoù istrovanel gleb ha kevandirel he-deus Jorjia ar reter. Gant aer yen ha sec'h kreiz-Azia ha gant aer gleb ar mor Kaspian eo levezonet amzer ar vro. Gant aradennadoù Likhi ha Meskheti e vez harpet aer gleb ar Mor Du ar peurliesañ. Kalz nebeutoc'h a c'hlav a zegemer darn-se ar vro (war-dro 400-1600mm) hag e-pad an nevez-amzer hag an diskar-amzer e kouezh dreist holl. Kalz sec'hoc'h e vez an hañv hag ar goañv. Evel er c'hornôg e c'hoari ur perzh pouezus an uhelder. Kalz yenoc'h e vez ar c'hornioù-bro a-us 1500 m hag er re a-us 2000 m e vez o reviñ zoken e-pad a hañv.
[kemmañ] Politikerezh
Goude un enkadenn a-zivout disoc'h dilennadegoù 2003 e voe kaset kuit eus ar galoud Eduard Shevardnadze d'ar 23 miz du 2003 gant dispac'h ar rozenn. Ar prezidant etretant a vo prezidant ar parlamant a oa bet freuzet e zivodadenn. D'ar 4 genver 2004 e voe dilennet da brezidant Mikheil Saakashvili, penn an Emsav Broadel Demokratel a c'hounezas darn vrasañ ar mouezhioù en dilennadeg lezennel a heulias. Ur strollad arall nemetañ (Enebouriezh an Tu-Dehou) a dizhas ar 7% ret da gaout kannidi er parlamant. Kred ar ra ar sellerien e oa an dilennadeg-se an hini frankañ e istor ar vro, hag eñ e oa tabud etre ar gournamant kreiz ha penn Ajaria, Aslan Abashidze.
War gresk e yeas ar stennadur etre Ajaria hag ar gouarnamant goude an dilennadeg. Tarzhañ a reas an enkadenn d'ar Iañ miz mae pa zistrjas Aslan Abashidze ar pont o liamm Ajaria ouzh peurrest ar vro e respont da bleustradegoù milourel jorjiat. Rediet e voe da dec'hout kuit eus ar vro gant manifestadegoù bras e Batumi d'ar 5 mae, avat.
D'an 3 a viz c'hwevrer e varvas ar ministr kentañ Zurab Zhvania e ti Raul Usupov, gouarner Kvemo Kartli, puñsunet gant monoksid karbon.
Abaoe m'en deus kemeret ar galloud en deus Saakashvili lakaet war gresk darn ar budjed-stad gouestlet d'al lu. Homañ he deus tizhet 25.000 a dud, 5.000 anezho a oa bet stlejet gant kelennerien amerikan. Un nebeut eus ar soudarded-se a oa bet kaset da Iraq, lec'h ma servijont e Baqubah hag e Kelc'hiad Glaz Baghdad. E miz Mae 2005 e yeas an XIIIvet batailhon a droidegezh d'an unanenn gentañ o servij er-maez Jorjia.
[kemmañ] Darempredoù etrebroadel
Darempredoù mat he deus Jorjia gant hec'h amezeien - Turkia, Armenia hag Azerbaidjan - ha kermer perzh a ra er C'huzul Armerzhel ar Mor Du hag d'ar GUAM. Tost-tre ouzh Ukraina eo hag e-pad an Dispac'h Orañjez e Kyiv e vanifestas kalz jorjiz da harpañ Viktor Yushchenko.
[kemmañ] Darempredoù gant AFNA
Oc'h arnodiñ da vont d'un izel gwir eus AFNA emañ Jorjia. E miz Eost 2004 e voe kinniget ar Raktres ag Oberianiz a Gevelerezh Hiniennel hag degemeret e voe gant Kuzul Atlantel an Norzh eus an AFNA. Adalek-se ez eo ebarzhet Jorjia en eil prantad eus ar c'henstagadur ouzh an AFNA.
D'ar 15 c'hwevrer 2005 e voe anvet un ofiser-liamm e Jorjia e frammadur ar C'hevelerzh evit ar Peoc'h.
[kemmañ] Darempredoù gant Unaniezh Europa
Mont e-barzh Unvaniezh Europa hag en AFNA e c'hoanta Jorjia. Ne vo posupl nemet en un dazont pell a-walc'h, avat. Evel ma ne fell ket da Jeojia mont da harzioù etre kelc'hiadoù-levezon ar Stadoù-Unanet ha Rusia e klask ar vro tostaat ouzh ar Stadoù-Unanet en ur genderc'hel da genlabourat gant Rusia.
E miz Here 2006 he deus sinet Jorjia ur raktres oberiantiz gant UE e frammadur Politikerezh ag Amezegezh Europeat. Gwirikaet e vo d'an 14 a viz Du.
[kemmañ] Darempredoù gant ar Stadoù-Unanet
Tost eo Jorjia ouzh ar Stadoù-Unanet ha levezon ar vro-se enni en-deus lakaet he darempredoù gant Rusia da washoc'h. Un abeg a ziemglev pouezus eo san Baku-Tbilisi-Ceyhan savet gant ar Stadoù-Unanet da liammañ Turkia ouzh maeziadoù eoul-maen Azerbaidjan hep mont a-dreuz tachennad Rusia. E 2004 o doa embannet ar Stadoù-Unanet e paouezfent gant o frogramm ispisial a skoazell vilourel. Erlec'hiet e vo gant ur programm a skoazell reizhoc'h. Lâret en deus Colin Powell ne c'hoantae ket ar Stadoù-Unanet sevel diazezlec'hioù er vro.
[kemmañ] Darempredoù gant Rusia
Darempredoù Rusia ha Jorjia |
Events
Broioù sellet outo
|
Kollet he-deus rusia he rol ag hanterour en diemglev etre Jorjia hag Abc'hazia hervez ar ministr jorjiat an darempredoù etrevroadel Gela Bezhuashvili. Hervezañ ez emañ Jorjia o vont d'arnodiñ da genziviz gant an emsaverien abc'hazat en un doare dihanterour.
En enkadenn emañ an darempredoù etre Rusia ha Jorjia adalek m'he-doa gouarnamant Saakashvili addalc'het Kodori Gorge. Tamallet he-deus Rusia Jorjia da vezañ bet torret e ouestloù tra ma zamalle Jorjia Rusia da skoazell an disrannerien. Paseporzhioù rusat a voe roet da galz annezidi Abc'hazia hag Osetia ar Su.
Daou ziazezlec'h milourel he-deus Rusia c'hoazh war dachennad Jorjia hag er vro emañ pennlec'h luioù rusat ar c'haokaz. Hervez emglevioù 2005-2006 e tle ar soudarded rusat mnt kuit eus ar vro e 2008.
E miz Gwengolo 2006 e voe bac'het pevar ofiser rust eus ar sevijoù kevrin. O zamall a ra ar gouarnamant jorjiat da gaout ur perzh en enkadenn Kodori. Da galz gwashoc'h ez eo aet an darempredoù etre an div vro goude-se ha troc'het he deus Rusia tout he liammoù armerzhel ha zoken postel gant Jorjia. Kinniget he-deus Jorjia da enebiñ donedigezh Rusia e-barzh Aozadur Bed ar Genwerzh
[kemmañ] Armerzh
War al labour-douar hag an douristelezh eo diazezet armerzh Jorjia. E-pad darn vrasañ an XXvet kantved e oa un lodenn eus an armerzh soviedel. Goude 1991 e krogas ar stad da frankizaat a armerzh, avat. Hervez ar Bank Bedel eo Jorjia ar vro adreizher kentañ er bed ha an hini 37vet eo evit an aesder d'ober aferoù.
An touristerezh hag gounidigezh ar sitroñs hag ar rezin a zo andon a leveoù pennañ ar vro. Produiñ a ra te ivez met n'eo ket uhel tre e galite c'hoazh. Un nebeud mengleuzioù (kouevr ha manganez dreist holl) ez eus er vro hag ur greanterzh bihan hag a brodu dilhadoù, gwinn ha produioù kimiek dreist holl. Dleout a ra enporzhiañ darn vrasañ hec'h energiezh.
Daouast da freuzioù ar brezel diabarzh e vez o kreskiñ armerzh Jorjia adalek 1995 ha war zigresk ez eo aet ar monc'hwezh. Kudennoù ez eus gant ar stad evit dastum an tailhoù, avat, hag un dic'hounid bras en-deus e vudjed. Berrentezioù ag energiezh a zo ur gudenn arall, hag eñ he-deus he frevezekaet ar gouarnamant. Ar fed e teu darn vrasañ an energiezh eus Rusia n'int ket mat an darempredoù n'aesa ket an traoù kennebeut.
[kemmañ] Demografiezh
4,661,473 ag annezidi he-deus Jorjia, 88% anezho a zo jorjiz. An azeried a furm 6,5% ar boblañs, an armeniz 5,7% hag ar rused 1,5% (lod anezho a zo divroet adalek dieubidegezh ar vro). An Abc'hazed en Abc'hazia hag an Oseted en Osetia ar Su o-deus savet republikoù disranner na'z int ket anavezet gant ar broioù arall.
Div bobl gartveliek, ar svaned hag ar vingrelied a vev e Jorjia ha kavout a reer un nebeut lazed ivez. Disheñvel ez int dre o yezh eus ar jeorjiz arall met tost tre outo dre o sevenadur. Bez ez eus ivez kalz minorelezhioù bihan arall o vevañ er vro : Assiried, tchetchened, gresiz, kabarded, kurdiz, yuzevien, tatared, turked hag ukrainiz.
Digreskiñ kalz he-deus graet poblañs Jojia adalek diskarr an Unaniezh Soviedel. Disrannidigezh Abc'hazia hag Osetia ar Su, an diemglev en Adjaria hag ar c'hudennoù armerzh o-deus degaset kalz jeorjiz da zivroiñ, e Rusia dreist holl. Da washoc'h eo lakaet ar gudenn gant ur feur-ganidigezh izel tre. Ur milion annezidi nebeutoc'h eget e 1991 he-deus Jorjia ha krediñ a ra reoù'zo ez eo izeloc'h c'hoazh. Un efed a-gostez eus digresk ar boblañ eo e yar war zigresk ivez kenfeur ar minorelezhioù rak niverusoc'h ez eo o izili da zivroiñ.
[kemmañ] Relijion
Darn vrasañ ar boblañs (83.9%) a berc'henn d'an Iliz Ortodoks Jorjia. Unan eus ar broioù kentañ gounezet d'ar feiz kristen e voe Jorjia. Da relijion-stad e yeas e 327 met krediñ a reer e oa kummuniezhioù kristien en Egrisi kent prezegenn Sant-Nino. Ouzhpenn-se e prezegas an ebestel Per ha Andrev er vro. Unan eus an ilizioù koshañ eo neuze iliz Jorjia.
Ar minorelezhioù relijiel pennañ a zo ar Vuzulmaned (9,9%), an Armeniz (3,9%) hag ar gatoliked (0,8%).
|
|||
Alamagn · Aostria · Belgia · Breizh-Veur · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek |
|||
Ar 21 Stad ezel eus Kuzul Europa, ouzhpenn ar re meneget a-us | |||
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Bulgaria · Island · Jorjia · Kroatia · Liechtenstein · Moldova · Monaco · Norvegia · Republik Makedonia · Roumania · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina |
|||
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa | |||
Belarus · Montenegro · Vatikan |
|||
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial | |||
Åland · Akrotiri ha Dekhelia · Jibraltar · Gwernenez · Manav · Inizi Faero · Jerzenez · Jan Mayen · Kosovo · Svalbard | |||
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet | |||
Republik Turk Kiprenez an Norzh · Treuznistria ·Nagorno-Karabac'h ·Abc'hazia ·Osetia ar Su ·Tchetchenia |
|
|
---|---|
Afghanistan | Arabia Saoudat | Armenia2 | Azerbaidjan1 | Bahrein | Bangladesh | Bhoutan | Brunei | Egipt3 | Emirelezhioù Arab Unanet | Filipinez | India | Indonezia5 | Iran | Iraq | Israel | Japan | Jordania | Jorjia1 | Kambodja | Kazac'hstan1 | Kiprenez2 | Kirgizstan | Korea an Norzh | Korea ar Su | Koweit | Laos | Liban | Malaysia | Maldivez | Mongolia | Myanmar | Nepal | Oman | Ouzbekistan | Pakistan | Katar | Rusia1 | Republik Pobl Sina | Republik Sina (Taiwan) | Singapour | Siria | Sri Lanka | Tadjikistan | Thailand | Timor ar Reter4 | Turkia1 | Turkmenistan | Viêt Nam | Yemen | |
Stadoù ha n'int ket anavezet | |
Nagorno-Karabac'h2 | Tamil Eelam | |
Rannvroioù gant ur statud ispisial | |
Hong Kong | Makao | Palestina | |
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn. |
Kenglad ar Stadoù Dizalc'h (KSD) | ||
---|---|---|
Armenia | Azerbaidjan | Belarus | Jorjia | Kazac'hstan | Kirgizstan | Moldova | Ouzbekistan | Rusia | Tadjikistan | Ukraina | ||
Stad kevreet: Turkmenistan |
Broioù ar Mor Du | ||
---|---|---|
Bulgaria • Jorjia • Roumania • Rusia • Turkia • Ukraina |
|
||
---|---|---|
Rusia•Jorjia •Armenia •Azerbaidjan |
||
Nann-anavezet | ||
Nagorno-Karabac'h • Abc'hazia • Tchetchenia • Osetia ar Su |