Adolf Hitler
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Adolf Hitler (ganet d'an 20 a viz Ebrel 1889 e Braunau am Inn, Aostria ha marvet dre emlazh d'an 30 a viz Ebrel 1945 e Berlin) a oa ul livour dibouez a gartennoù post deuet da vezañ ur politikour aostrian-alaman, penn an NSDAP (alamaneg: Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei, strollad naziat), kañseller (adalek 1933) ha prezidant (adalek 1934) Alamagn ha "Führer" (d.l.e. sturier) an Trede Reich naziat.
Hervez a lenner en e levr Mein Kampf (skrivet gantañ asambles gant Rudolf Hess en toull-bac'h e 1924) e oa anat dezhañ e oa bet dibabet gant an tonkadur (Vorsehung), ha se zo kaoz e stagas d'ober war-dro politikerezh goude deuet fin ar brezel e dibenn ar bloavezh 1918. Dre ma oa helavar ha ma ouie ober brud e tastumas kalz a dud en-dro dezhañ buan a-walc'h.
En 1919 e lakaas e anv en DAP, a oa da vezañ an NSDAP un tamm war-lerc'h.
(diechu, anat deoc'h)
War e urzh eo e voe kroget an Eil Brezel Bed dre dagañ Polonia d'an 1añ a viz Gwengolo 1939 ha drouklazhet 11 milion bennak a dud (en o zouez 6 milion a yuzevien) e kampoù-diouennañ savet gant an SS war dachenn Polonia dreist-holl ha gant an Einsatzgruppen gwallvrudet. Kablus eo ivez da varv 30 milion bennak a dud all lazhet e-kerzh ar brezel kroget gantañ.
Gwelet ivez: