Douar (planedenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
"Douar" a adkas amañ, evit implijoù all sellet ouzh Douar (digejañ)
|
|||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Doareennoù kelc'htro | |||||||
Skin etre (1 ua) | 149 597 887 km | ||||||
Treuzkiz ar c'helc'htro | 9,4×108 km, pe 6,283 ua | ||||||
Ezkreizennegezh ar c'helc'htro | 0,016 710 22 | ||||||
Prantad reveulziañ siderel |
365,256 96 devezh | ||||||
Tizh kelc'htreiñ etre | 29,783 km/s, pe 107 218,8 km/h |
||||||
Stouadur ar c'helc'htro | 0° (dre dermenadur) | ||||||
Adplanedenn (loarenn) | 1, al Loar | ||||||
Doareennoù fizik | |||||||
Treuzkiz keheder | 12 756,28 km | ||||||
Treuzkiz polel | 12 713,55 km | ||||||
Platadur er poloù | 0,003 352 9 1÷298,242 |
||||||
Gorread | 510 067 420km² | ||||||
Volum | 1,083 21Patrom:X1012 km³ | ||||||
Mas | 5,973 6Patrom:X1024 kg | ||||||
Mas volumek etre | 5,515Patrom:X103 kg/m³ | ||||||
Gravitadur (led. 45°, uhl. 0) | 9,78 m/s² | ||||||
Prantad treiñ (devezh siderel) |
0,997 258 devezh, pe 23,934 19 h |
||||||
Tizh treiñ (er c'heheder) |
1 674,38 km/h | ||||||
Stouadur an ahel | 23,45° | ||||||
Albedo etre | 0,367 | ||||||
Tizh frankizadur | 11,186 km/s | ||||||
Temperadur war ar gorre |
|
||||||
Doareennoù an atmosfer | |||||||
Gwask atmosfer | 101 325 Pa | ||||||
Kediadur an atmosfer a-volum | |||||||
Nitrogen N2 | 78,11 % | ||||||
oksigen O2 | 20,953 % | ||||||
Argon Ar | 0,934 % | ||||||
Dour H2O (aezhenn) | varius : 0 da 7 % | ||||||
dioksidenn garbon CO2 | var. : 0,01 da 0,1 % |
An Douar (anvet Terra e latin) eo an trede planedenn dostañ d’an Heol e sistem an Heol. Furmet e vije bet ar blanedenn 4.57 miliard a vloavezhioù ’zo.
Stumm ur sferenn a zo dezhi paneve m'eo ar pennahelioù (polioù Norzh ha Su) un tammig plaenoc'h eget ma'z int war ur sferenn wir pe ur voul. Graet e vez alies a-walc'h ar voul-douar eus ar blanedenn koulz evit he deskrivañ hag evit chom hep meskañ an douar, anezhañ ul lodenn eus pluskenn ar blanedenn hag ar blanedenn hec'h-unan.
Ar planedenn douarek nemeti eo zo warni kementadoù bras a zour. Tro-war-dro dezhi ez eus un aergelc'h tev tre graet gant oksigen ha nitroGen, ar re-se an aezhennoù pennañ.
[kemmañ] Skeudennadur an Douar
P'eo ar blanedenn Douar ur voul vras e komzer eus ar voul-douar. Anavezet e oa he stumm gant ar skiantour, matematikour ha steredoniour Eratostenes , un Egiptad gresianeger, en deus jedet tro ur c'helc'h Douar gant ur resisted digredus pa weler teknikoù a c'helle implijout.
Kollet eo bet an anaoudegezhioù-se ken e krede Europiz ar Grennamzer e oa plat an Douar, e troe an Heol en-dro dezhañ eus ar Reter d'ar C'hornôg, hag e tremene dindani diouzh an noz. Koulskoude e voe adkavet testennoù Erastotenes, met hemañ en doa bet rediet kinnig martezeadennoù kemplez evit displegañ kelc'htro al Loar pa ne gave diaes lavaret e oa an Heol oc'h ober tro ar blanedenn hervez e gerzhed seblantus.
E penn ar 17vet kantved e savas un nebeud skiantourien evit prouiñ ne c'helle ket an Heol hag ar stered treiñ en dro d'an Douar avat hag ouzhpenn-se e kerzhe ar stered hag ar planedennoù en egor. Dizoloet e voe mont en-dro koskoriad an Heol gant Kopernik. Disklêriañ a reas e oa an Douar an trede planedenn tostañ d'he steredenn hag e teskrivas ar reizhiad heolel ma tro ar planedennoù en-dro d'an Heol.
Kadarnaat a reas labourioù Kopernik Galileo Galilei hag e tegasas implij ar matematikoù er steredoniezh evit jediñ kerzhed ar planedennoù.
Koskoriad an Heol | |
---|---|
Planedennoù: Merc'her - Gwener - Douar - Meurzh - Yaou - Sadorn - Ouran - Neizhan | |
Planedennoù korr: Keres - Ploudon & C'haron - Eris | |
Loarennoù pennañ: Loar - Phobos - Deimos - Io - Europa - Ganymede - Callisto - Titan - Titania - Triton | |
Traoù all: Heol - Gouriziad asteroidennoù - kometennoù - Gouriziad Kuiper - Koumoulennad Oort - Disk strewet | |
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol |