Suleiman ar Meurdezus
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Unan eus ar sultaned hag impalaerien otoman galloudusañ ha lufrusañ eo bet Suleiman Iañ, lesanvet ar Meurdezus. Ganet oe bet e 1494 e Trabzon (Turkia) ha marvet eo bet e Szeged (Hungaria) e 1566. Ren a reas an impalaeriezh otoman eus 1520 da 1566 hag e talc'has da lakaat muioc'h a diriadoù dindan e veli diwar goust an Europiz hag ar Bersed. Dre varregezhioù bras e amiraled, Hayreddin Pacha, Piyale Pacha ha Dragut Pacha e teuas da vezañ ar morlu otoman an hini kreñvañ er Mor Kreizdouarel. E mare e ren e tiorroas ivez an arzoù hag al lennegezh. Lesanvet eo bet ivez Suleiman el Kanuni, da lavaret eo al lezenner p'en deus adreizhet sistem riezel ha lezennel an impalaeriezh.
[kemmañ] Yaouankiz
Mab e oa d'ar sultan Selim Iañ hag evel pep priñs otoman e heulias kentelioù a live uhel e skol impalaerel palez Topkapi e Kergustentin.
Da vezañ kendalc'het