Siañs
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar siañs a so gwellañ hent d'an anaoudegezh. Ar ger "siañs" a so deued deus ar latin scientia, hag a sinifi "anavezoud" pe "anaoudegezh". (Bez zo ur ger brezhoneg all, "skiant", implijed gant tud o-deus mezh gant « gerioù galleg » ; pezh so, talvoud a rà hennezh surtoud ewid sterioù kozh ar ger galleg "science"...) Evel neb mod da zastum anaoudegezh, e komañs ar siañs dre experimentiñ, ha goude e klask reünissañ fedow ha sevel reolennow.
Gant ar siañs e rankfed studiañ an traou en-ur ziwall, oh vusuliañ aneze, oc'h ober esperiañsoù ha testoù, ha e-serr klask esplikañ perag eh agiss an traou evel e raont.
Ur siantifik a rank taoler ewezh da gennig esplikacionoù o klotañ parfetamant gant pezh en-deus bed observed ha musulied. Dezañ da gavoud ar gwellañ esplikacion. Un esplikacion a hall a-walc'h bud interessant ha plijus : mar ne glot ked g' ar pezh so bed gweled ha musulied gant siantifiked all, emà red klask unan all.
Ur siantifik a glasko a-taw implij ideoù ar siantifiked all. Un den emà-eñv ; a-wezhoù en-em vanko, pe en-em lako da sonjal emà reizh un esplikacion, nà ne vefe ked bed studied anezi a-walc'h gantañ. É ideoù a vo kontroled gant siantifiked all a-benn bud sur e oa gwirion é observacionoù ha musulioù ; hè a destoù mar an ide-se so gwir pe fals...
An dra-se a so ar metod siantifik. An darn vrassañ deus an dud a zegemer ar metod-se evel ar surrañ hent ewid anavezoud an natur, an univers, korf an den, al loened, ha toud an traou.
[kemmañ] Un nebeud siañsoù
- Astronomi
- Bioloji
- Chimi
- Informatik
- Ekoloji
- Matematikow
- Fisik
- Fisioloji