Statistikoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar statistikoù a zo ur siañs hag un teknik evit tennañ informasionoù deus dataennoù kwantitativ empirik. Diazezet eo war teorienn ar probabterioù, ur brank deus ar matematikoù apliket.
Hervez teorïenn ar probabterioù e vez modelizet ar g-krennen hag an dïasurded. Pa raer statistikoù, e labourer evit sevel planifikasion hag evit rontaad ha displegañ an arselloù, heb ankouaat lakaat da c'hoari ar variañs hag an dïasurded e-barzh.
An term a zo daet deus ar latin stastisticum collegium ("Kusul ar Stad"). Diwar ar lavarenn-se zo bet krouet ur ger italian statista ("politisian"). Ar ger statistik a zo bet implijet neuze en 1749 gant Gottfried Achenwall en alamaneg, ha kemeret en saosneg ('statistics') hag en yezhoù all goude.
Sevel statistikoù a oa gwraet gant politisianed pe gant o administratourion gwezhall.
Hiziw an dez, e vez savet statistikoù gant antreprizoù ha gant tud oc'h ober war-dro siañsoù an natur, siañsoù sossial, medissinerezh, bep sort all...