Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||||
Kan broadel | God Save the Queen | ||||||
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel | hini ebet (Anavezet eo ar yezhoù-mañ: Saozneg, Kembraeg, Iwerzhoneg, Gouezeleg Skos, Kerneveureg, Skoteg |
||||||
Kêr-benn | Londrez | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
244,820 km² 1.34% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankder ar boblañs |
59 834 900 (2004) 246.5/km² |
||||||
Rouanez | Elizabeth II | ||||||
Kentañ ministr | Tony Blair | ||||||
Moneiz | Pound (lur) Sterling (£) | ||||||
Kod pellgomz | 44 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .uk | ||||||
(1) Roll stummoù ofisiel anv ar vro e yezhoù rannvroel Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon: |
|
Ar Rouantelezh-Unanet, zo Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon stumm hir hec’h anv, zo ur Stad europat dizalc’h bet krouet e 1801. Ar Stad-se a ya Breizh-Veur, Bro-Saoz, Skos, Kembre ha Norzhiwerzhon d’hec’h ober. An darn vrasañ eus he ziriad zo nepell diouzh aodoù gwalarn ar c’hevandir europat ha tro-dro dezhi emañ Mor an Hanternoz, Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel. Ar menez Beinn Nibheis (1 343 m) eo ar beg uhelañ anezhi. E Skos emañ.
Notenn : arabat droukkemer ar Rouantelezh-Unanet evit Bro-Saoz, unan eus ar broadoù a ya d’hec’h ober, na gant Breizh-Veur, an enezenn bennañ.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Pennad dre ar munud : Istor ar Rouantelezh-Unanet
- Roll ar rouaned
- Roll ar vinistred kentañ
[kemmañ] Politikerezh
Pennad dre ar munud : Politikerezh Breizh-Veur
- Gouarnamant
Ar Rouantelezh-Unanet, evel m’en diskouez hec’h anv, zo anezhi ur rouantelezh hogen lidel penn-da-benn eo galloud ar roue (ar rouanez Elisabeth II, e gwirionez. Ren a ra ar rouanez hogen ne ouarn ket. Tony Blair eo ar Ministr kentañ. Embreget e vez galloud erounit an unpenniezh vonreizhel-se, en anv ar Rouanez, gant ar ministr kentañ ha ministred all ar c’habined. Gouarnamant He Meurdez eo ar c’habined eta. Atebek eo ar vinistred eus ar Parlamant : ar « c’horf lezennadurel » an hini eo. Lavaret e vez peurliesañ ez eo ar c’horf uhelañ. Ar Rouantelezh-Unanet, evel nebeut a vroioù all er bed a-bezh, n’eus ket a lezennoù d’ober ar vonreizh anezhi. Savet eo gant kendivizadoù bonreizhel, gant elfennoù liesseurt a zeu eus ar boazamantoù hag eus ar c’hommon law, a vez graet lezenn vonreizhel Breizh-Veur anezhi peurliesañ.
Ezel eo ar Rouantelezh-Unanet eus OTAN, Unaniezh Europa, Kuzul Europa , an S8, an ABU, an AFNA, ar C’hommonwealth hag an AESD. Ur riez gant ar galloud nukleel eo hag ivez ur galloud milourel kreñv p'eo bet gouest da zelc'her penn da Alamagn nazi e 1940-1945 ha da gas meur a rejimant da vrezelioù Irak e 1991 ha 2003.
Levezon vras he deus ar Rouantelezh-Unanet, bet an Impalaerezh vreizhveuriat bras-divent gwechall, er bed a-bezh dre ma vez komzet saozneg e meur a vroioù dreist-holl ha dre m’he deus darempredoù dibar gant Stadoù-Unananet Amerika.
- Lezenn
Teir reizhiad lezennoù diforc’h he deus ar Rouantelezh-Unanet : al Lezenn saoz (« English Law »), a vez lakaet da dalvezout e Bro-Saoz hag e Kembre, al Lezenn norzhiwerzhonat (« Northern Ireland law ») evit Norzhiwerzhon hag al Lezenn skosat, ur reizhiad hiron diazezet war pennaennoù ar c’hommon laws hag ar civil laws, evit Skos. Gwarantiñ a ra an Akta Unaniezh , bet sinet e 1707, reizhiad al lezennoù distag evit Skos.
Kambr al Lords eo al lez uhelañ evit barn ar vuntrerien hag an dorfedourien e Bro-Saoz, Kembre ha Norzhiwerzhon hag evit barn an dorfedourien hepken e Skos. Kemmoù zo bet degaset nevez zo er vonreizh hag e-se e vo treuzkaset galloudoù Kambr al Lords da Lez uhelañ ar Rouantelezh-Unanet.
[kemmañ] Adrannoù
Pennad dre ar munud : Adrannoù ar Rouantelezh-Unanet
Peder rann a ya d’ober ar Rouantelezh-Unanet. Alies e vez graet « Home nations » (broadoù orin) pe broioù bonreizhañ anezho. Rannet e vez pep broad gant ar gouarnamantoù lec’hel. Envel a ra ar Rouanez ul Letanant-Lord evit dileuriañ anezhi en takadoù diforc’h dibar a-dreuz ar Rouantelezh. En daolenn amañ dindan e teskriver buan ar peder bro vonreizhañ :
Banniel | Bro | Kêr-benn | Poblañs | Gorread |
---|---|---|---|---|
Bro-Saoz | Londrez | 50,100,000 | 120,395 km² | |
Skos | Dinedin | 5,062,000 | 88,782 km² | |
Kembre | Kerdiz | 2,950,000 | 20,779 km² | |
Norzhiwerzhon | Béal Feirste | 1,685,000 | 13,843 km² |
Notenn: An tiriadoù tramor zo anezho tiriadoù dindan aotrouniezh ha dindan reolerezh furmel ar Rouantelezh Unanet met ned eont ket d’ober ul lodenn eus ar Rouantelezh da lavaret mat.
Enez Vanav, beliezh Jerzenez ha beliezh Gwernenez n’int ket lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet ; bez’ emain e dalc’h ar Gurunenn Saoz.
[kemmañ] Douaroniezh
Pennad dre ar munud : Douaroniezh ar Rouantelezh Unanet
An darn vrasañ eus Bro-Saoz zo, evit gwir, ur bladenn n’eo ket gwall uhel hag a zo rannet a reter da gornôg gant un takad meneziekoc’h. An Thames (346 km) hag ar stêr Severn (354 km) eo an div stêr bennañ eus ar Rouantelezh. Stêr hirañ ar Rouantelezh eo ar stêr Severn. E-kichenig Dover emañ ar riboul dindan Mor Breizh a liamm Breizh-Veur ouzh Frañs. N’eus ket a uhelennoù ouzhpenn 1000 m e Bro-Saoz. Ar Scafell Pike, dezhañ 978 m a uhelder, eo ar beg uhelañ eu Bro-Saoz. El Lake District, e Kumbria emañ.
Liesseurt eo douaroniezh Skos, gant lowlands er su ha highlands en norzh hag er c’hornôg. Ar menez Beinn Nibheis (1 343 m) eo al lec’h uhelañ war un dro eus Skos hag eus ar Rouantelezh-Unanet. Brec’hioù hir ha don a sank en he douaroù. Tost da 800 enezenn zo e Skos. An darn vrasañ anezho zo e kornôg hag e norzh ar vro. En o zouez emañ an inizi Gall, inizi Arcaiibh hag inizi Sealtainn . Daoust m’eo Dinedin (Edimbourg) kêr-benn Skos, ur gêr binvidik an istor hag ar savouriezh anezhi, ez eo Glaschu (Glasgow) ar gêr bennañ eus ar vro.
Kembre (Cymru e kembraeg) zo anezhi ur vro zo stank ar menezioù enni. Yr Wyddfa (Snowdon) ( 1085 m) eo ar beg uhelañ anezhi. Caerdydd (Kêrdiz), ur gêr e su ar vro, zo kêr-benn Kembre abaoe 1955. Emañ an darn vrasañ eus an dud o chom e su Kembre, dreist-holl er c’hêrioù a-seurt gant Abertawe (Swansea), Casnewydd (Newport) pe Caerdydd. Wrecsam eo ar gêr vrasañ en norzh.
Northizerwhon zo anezhi ur vro zo stank an torgennoù enni. Ar c’hêrioù pennañ zo Béal Feirste (Belfast), Doire (Derry pe Londonderry) hag Ard Mhacha (Armagh). Ar broviñs-se a ya d’ober ul lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet. Loch nEathach (Lough Neagh) (388 km²) eo al lenn vrasañ eus an inizi breizhveuriat. Al lenn zo war-dro 30 kilometr er mervent da Véal Feirste. Sliabh Dónairt (Slive Donard) (849 m) eo ar beg uhelañ eus Norzhiwerzhon.
Soñjal a reer ez eus war-dro 1 000 enezenn er Rouantelezh-Unanet ; 700 anezho zo e Skos. Naturel eo an darn vrasañ eus an inizi-se ; lod anezho avat zo bet krouet gant Mab-den war-bouez mein ha koad.
Evit keñveriañ, gorread ar Rouantelezh-Unanet zo ken bras pe dost eus gorreadoù Roumania, Ecuador, Ghana hag eus gorread Ouganda zoken.
- Kêrioù ar Rouantelezh-Unanet
- Roll al lec’hioù pellañ eus ar Rouantelezh-Unanet
[kemmañ] Armerzh
Pennad dre ar munud : Armerzh ar Rouantelezh-Unanet
[kemmañ] Poblañsouriezh
Pennad dre ar munud: Poblañsouriezh ar Rouantelezh-Unanet
[kemmañ] Sevenadur
Pennad dre ar munud: Sevenadur ar Rouantelez Unanet
Ar yezhoù rannvroel anavezet zo :
- ar c’herneveureg (e Kernev-Veur)
- ar gouezeleg Skos (e Skos)
- ar c’hembraeg (e Kembre)
- an iwerzhoneg (en Norzhiwerzhon)
- ar skoteg (e Skos)
- ar skoteg eus Ulster (en Norzhiwerzhon)
En o frankiz emañ ar melestradurioù lec’hel da implijout yezhoù an enbroidi pe yezhoù all dibabet ganto ha diouzh an dud zo o chom en o fastell-vro.
- Lennegezh saoz
- Ar vro gentañ eo bet oc’h embann timbroù post e 1840, ar Penny Black eo an anv an timbr kentañ.
Patrom:Entête tableau charte
Deiziad | Anv brezhonek | Anv saozneg | Evezhiadennoù |
---|---|---|---|
1añ Genver | Deiz kentañ ar bloaz | New Year's Day | Un deiz-gouel eo deiz kentañ ar bloaz e pep lec’h |
2 Genver | Eil devezh kentañ ar bloaz | January 2nd Holiday | E Skos hepken ez eo an eil deiz kentañ ar bloaz un deiz-gouel. |
17 Meurzh | Sant Padrig | St Patrick's Day | Deiz-gouel e Norzhiwerzhon hepken |
Deiz gouel Pask a lider d’ar Sul kentañ goude loargann ar gedez nevezamzer. Gwener a-raok Sul-Fask. |
Gwener-ar-Groaz | Good Friday | Kroazstagadenn Jezuz-Krist |
Lun goude Sul Fask. | Lun Fask | Easter Monday | Dasorc’hidigezh Jezuz-Krist (ne vez ket lidet e Skos) |
Lun kentañ eus miz Mae | 1añ Mae | May Day | Lidañ a reer anezhañ d’ar 1aña viz Mae da gustum. |
Lun diwezhañ eus miz Mae pe Lun kentañ eus miz Mezheven | Deiz-gouel an nevezamzer | Spring Bank Holiday | Lun ar Pantekost da gustum |
12 Gouere | Emgann ar Bóinn | Battle of the Boyne / Orangemen's Holiday | Deiz-gouel (e Norzhiwerzhon hepken) |
Lun kentañ eus miz Eost | Deiz-gouel an hañv | Summer Bank Holiday | Deiz hengounel (e Skos hepken) |
Lun diwezhañ eus miz Eost | Deiz diwezhañ an hañv | Summer Bank Holiday | Deiz hengounel (e pep lec’h nemet e Skos) |
25 Kerzu | Nedeleg | Christmas Day | Ganedigezh Jezuz-Krist |
26 Kerzu | An deiz goude Nedeleg | Boxing Day |
[kemmañ] Anvioù ofisiel
- United Kingdom of Great Britain and Northern Ireland (saozneg)
Karta Europa ar yezhoù rannvroel ha minorel a anavez ar c’hembraeg, ar skoseg, an iwerzhoneg, ar c’herneveureg hag ar skoteg evel yezhoù rannvroel ar Rouantelezh-Unanet hag an anvioù ofisiel zo roet dezho zo :
- Teyrnas Unedig Prydain Fawr a Gogledd Iwerddon (kembraeg)
- An Rìoghachd Aonaichte na Breatainn Mhòr agus Eirinn a Tuath (skoseg)
- Ríocht Aontaithe na Breataine Móire agus Thuaisceart Éireann (iwerzhoneg)
- An Rywvaneth Unys a Vreten Veur hag Iwerdhon Glédh (kerneveureg)
- Unitit Kinrick o Great Breetain an Northren Ireland (skoteg)
[kemmañ] Lenn ivez
Patrom:CommonsCat Patrom:Wikinews
[kemmañ] Liammoù diavaez
Patrom:ODP
Patrom:Wikitravel
- (fr) I-uk, Porched ofisiel ar Rouantelezh-Unanet
- (en) Porched melestradurezh Breizh-Veur
- (en) Parlamant ar Rouantelezh-Unanet
- (fr) Sifroù ha roadennoù a-zivout ar Rouantelezh-Unanet
- (en) UK Time - Directory
Patrom:Broioù Europa (UE)
Stadoù dizalc'h: Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Bangladesh • Barbados • Belize • Botswana • Brunei • Kameroun • Kanada • Republik Kiprenez • Dominika • Fiji • Gambia • Ghana • Grenada • Guyana • India • Jamaika • Kenya • Kiribati • Lesotho • Malawi • Malaysia • Maldivez • Malta • Moris • Mozambik • Namibia • Nauru • Zeland-Nevez • Nigeria • Pakistan • Papoua Ginea-Nevez • Saint Kitts ha Nevis • Saint Lucia • Sant-Visant hag ar Grenadinez • Samoa • Sechelez • Sierra Leone • Singapour • Inizi Solomon • Suafrika • Sri Lanka • Swaziland • Tanzania • Tonga • Trinidad ha Tobago • Tuvalu • Ouganda • Rouantelezh Unanet • Vanuatu • Zambia
Tiriadoù emren: Akrotiri ha Dhekelia (Kiprenez) (R.U.) • Inizi Andaman ha Nicobar (India) • Anguilla (R.U.) • Inizi Ashmore ha Cartier (Aos.) • Australian Antarctic Territory (Aus.) • Bermuda (R.U.) • British Antarctic Territory (R.U.) • British Indian Ocean Territory (R.U.) • Inizi Gwerc'h Breizh-Veur (R.U.) • Inizi Cayman (R.U.) • Enez Christmas (Aos.) • Cocos (Keeling) Islands (Aus.) • Inizi Cook (Z.N.) • Coral Sea Islands (Aos.) • Inizi Maloù (R.U.) • Jibraltar (R.U.) • Gwerneze (R.U.) • Enez Heard hag Inizi McDonald (Aos.) • Manav (R.U.) • Jerze (R.U.) • Lakshadweep (India) • Enez Montserrat (R.U.) • Niue (Z.N.) • Enez Norfolk (Aos.) • Inizi Pitcairn (R.U.) • Ross Dependency (Antarctica) (Z.N) • Saint Helena (gant Enez Ascension ha Tristan da Cunha) (R.U.) • Inizi Georgia ar Su hag Inizi Sandwich ar Su (R.U.) • Tokelau (Z.N.) • Inizi Turks ha Caicos (R.U.)
Patrom:Porched ar Rouantelezh-Unanet