William Shakespeare
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Un dramaour hag ur barzh eo William Shakespeare, ar skrivagner brudetañ e bed al lennegezh saoznek. E Stratford-upon-Avon eo bet ganet e miz Ebrel 1564 ha badezet d'an 26 a viz Ebrel. Lidet e vez e zeiz-ha-bloaz d'an 23 p'emañ gouel sant Jord, paeron Bro-Saoz. Marvet eo bet d'an 23 a viz Ebrel 1616.Pa oa ar Rouanez Elesbed 1añ o ren e mare e obererezh lennegezh ec'h aparchant oberenn Shakespeare da vare al lennegezh elesbedat. Skrivañ a reas 1 600 sonedenn, met n'eus nemet un ugent pezh-c'hoari ma vezer sur eo Shakespeare an oberour anezho. Tabut a zo bet war peseurt lodenn labour a zo bet sevenet gantañ. P'en deus asantet da embannadurioù 'zo, reoù all a zo bet savet hep e ali ha leun a fazioù int.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
N'eo ket gwall anavezet buhez William Shakespeare. Pa oa e vamm ganet en un tiegezh perc'henned douar e timezas ur pelleter a c'hounezas bezañ anvet da vaer Stratford. Ha William, trede bugel diwar 8, a yeas da studiañ d'ur grammar school (ur skol eil derez) ar gêr hag a yeas marteze da Skol-Veur Oxford e-pad un nebeud mizioù. Koulskoude e timezas, yaouankik a-walc'h, pa oa 18, gant Ann Hathaway. Tri bugel a zeuas er familh dindan 3 bloaz ha ne ouzer ket pelec'h e oant o chom.
E 1592 e ouzer e oa o chom e Londrez hag anavezet dija evel komedian ha dramaour. Soutenet e oa gant kont Southampton hag e tedias dezhañ un darn eus e varzhonegoù hag ur pezh-c'hoari. Prenañ a reas Shakespeare ul lodenn e kompagnunezh c'hoariva perc'hennet gant an aotrou kambrelan (Al Lord Chamberlain e saozneg).
War-dro bloavezhioù diwezhañ ar XVIvet e oa Shakespeare unan eus pennoù C'hoariva ar Voul-Douar (Globe Theater) ha goude-se e teuas da vezañ lodenner C'hoariva ar Blackfriars. Ne seblant ket bezañ chomet komedian goude 1603.
War-dro 1610 e teuas da Stratford en-dro. Mervel a reas a-raok 6 vloaz goude.
[kemmañ] Oberenn
[kemmañ] Roll an oberennoù
[kemmañ] Barzhoniezh
- Shakespeare's Sonnets
- Venus and Adonis
- The Rape of Lucrece
- The Passionate Pilgrim
- The Phoenix and the Turtle
- A Lover's Complaint
[kemmañ] C'hoariva
[kemmañ] Fentc'hoarioù
- The Tempest
- The Two Gentlemen of Verona
- The Merry Wives of Windsor
- Measure for Measure
- The Comedy of Errors
- Much Ado About Nothing
- Love's Labour's Lost
- A Midsummer Night's Dream
- The Merchant of Venice
- As You Like It
- Taming of the Shrew. Lakaet e brezhoneg gant Emily: Ar Geben Doñvaet.
- All's Well That Ends Well
- Twelfth Night or What You Will
- The Winter's Tale
- Pericles, Prince of Tyre
- The Two Noble Kinsmen
- Cymbeline
[kemmañ] Pezhioù-c'hoari istorel
- King John
- Richard II
- Henry IV, part 1
- Henry IV, part 2
- Henry V
- Henry VI, part 1
- Henry VI, part 2
- Henry VI, part 3
- Richard III
- Henry VIII
[kemmañ] Trajediennoù
- Romeo and Juliet (bet lakaet e brezhoneg gant Klerg, Romeo ha Julieta)
- Troilus and Cressida
- Coriolanus
- Titus Andronicus
- Timon of Athens
- Julius Caesar
- Macbeth (bet lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon, Makbez)
- Hamlet
- King Lear
- Othello (bet lakaet e brezhoneg gant Klerg)
- Antony and Cleopatra
[kemmañ] Pezhioù-c'hoari kollet
- Love's Labour's Won
- Cardenio
[kemmañ] Pezhioù-c'hoari amwir
- Edward III
- Sir Thomas More
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Open Source Shakespeare
- Dornlevrioù evit an holl oberenn
- British Library; 93 skouerennoù embannadur orin in quarto
- Oberennoù klok