Alpoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
An Alpoù a zo un aradennad menezioù a gaver en Europa, oc'h en em ledaañ war harzoù Italia an Hanternoz, e gevred Bro-C'hall, e Suis, e Liechtenstein, en Aostria, e Su Alamagn hag e Slovenia.
Emañ uhelañ barr an Alpoù e beg ar Menez-Gwenn dezhañ uhelded 4 808 metr, war harzoù Bro-C'hall hag Italia. Kontet ez eus bet 128 pikern ouzhpenn 4 000 metr a uhelded dezho. Kalz a odeoù etre an traoñiennoù a zo muioc'h eget 2000 metr o uhelded.
[kemmañ] Istor
Deuet e oa tud d'ober o annez en Alpoù tre e dibenn ar skornadenn vras, 15 000 bloaz 'zo. Ar gern skornet divent a c'holoe an takad a ya da deuziñ...
[kemmañ] Douaroniezh an Alpoù
E teir lodenn e kustumer rannañ an Alpoù : Alpoù ar C'hornog (eus ar Mor Kreizdouar betek ar Menez-Gwenn), an Alpoù kreiz (eus Traoñienn Aosta betek ar Brenner) hag Alpoù ar Reter (eus ar Brenner betek Slovenia).