Piotr Kropotkin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Piotr Alekseievitch, priñs Kropotkin (1842-1921) (rusianeg Пётр Алексе́евич Кропо́ткин).
[kemmañ] Buhez
Ganet eo bet Piotr d’an 21 a viz Kerzu 1842 e Moskva en ur familh eus an noblañs vras. Studiañ a reas Kropotkin e Sankt Petersbourg e Skol ar Floc’hed adalek e bemzek vloaz. Pa guitaas ar skol pemp bloaz war-lerc’h evel serjant. Ret e voe dezhañ servijout ar tsar Aleksandr II, e lez ar tsar e voe heuget gant emzalc’h ar gourtizaned.
A-benn ar fin e teu Piotr Kropotkin da vezañ ofiser. Choaz a ra mont da Sibiria da servij ar jeneral Koukel. Ar jeneral-se en devoa mennozhioù radikal ha meur a levr gant Herzen en e bakadoù, tro en doa bet an den-se da gejañ gant Bakounin pa oa en harluet e Sibiria.
Ergerzhadeg kentañ Kropotkin a voe e Mandchouria. Bez' en doa da glask un hent eeun etre rannvro Baykal ha trevadennoù traoñienn ar ster Amour.
Ar bloavezh war-lerc’h eo ret dezhañ klask un hent etre rannvro Baykal hag hini Yakoutsk.
E-kezh an ergerzhadeg-se e skrivas Kropotkin teoriennoù diwar-benn ar skornadur.
E dibenn ar bloavezh 1867 e kuita an arme hag e tistro da Sankt Peterbourg.
Studiañ a ra skiantoù an natur hag an douaroniezh pemp bloavezh pad. Anvet e voe neuze e-penn Kevredigezh Douaroniezh Rusia hag ergerzhañ a reas eviti skornegoù Bro-Finland ha Sveden etre 1871 ha 1873. Dedennet e voe ivez gant ar politikerezh ha lenn a reas oberennoù ar skrivagnerien bennañ. En em dommañ a reas neuze ouzh an teoriennoù diveliour.
Goude marv e dad e 1872 ez eas Kropotkin da veajiñ da Vro-Suis. Desachet e voe enno gant Aozadur Etrevroadel al Labourerien (AEL), erruet e Zürich en em emouestlas en ur rann diouzh an AEL.
Goude-se ez a da weladenniñ ar Jura e-lec’h ma oa tost an diveliouriezh ouzh kalonoù ar saverien orolajoù. E Neuchâtel e kej gant James Guillaume hag a teu da vezañ ur mignon bras dezhañ.
Pa zistro Kropotkin da Rusia e grog da vrudañ ar mennozhioù diveliour. Prezeg a ra e karterioù pobl Sakt Peterbourg gwisket evel Yann Gouer. E 1874 e vez harzet ha bac’het e kreñvlec’h Pêr ha Paol evit « propaganda dispac’hel ». Tec’hout a ra da Vro-Saoz gant sikour e c’hoar.
Kropotkin a tistro neuze da Vro-Suis.
E miz Kerzu 1876 emañ e Neuchâtel e-lec’h ma kej gant Malatesta ha Cafiero hag a zo o aozañ ur plan evit un emsavadeg en Italia. En em staliañ a ra neuze er Jura, ha beajiñ a ra un tamm e pep lec’h en Europa : e Belgia, e Frañs, e-lec’h ma kej gant Elisée Reclus. E miz Even 1877, e vez krouet ar gazetenn "l'Avant-garde" gant Kropotkin ha Paul Brousse, ar gazetenn-se a zo etrevroadelour hag etrevroadel. E diskaramzer 1877 e kemer perzh Kropotkin en emvod-meur Verviers, hini rann bakounek an AEL. Goude-se ez a da Gatalonia, souezhet ha plijet eo da welet pegen tost eo ar mennozhioù diveliour ouzh al labourerien gatalan. E Katalonia e kej gant Sophie Ananief hag a vo e gompagnunez betek fin e vuhez. E 1879 ec'h embann Kropotkin ur gazetenn evit ar gevredelezh jurasian : "le Révolté" hag a zeuio da vezañ " la Révolte " e 1887 hag a-benn ar fin "les Temps nouveaux" e 1895.
E 1880 ez a da Vro-C’hall da genlabourat gant Elisée Reclus evit sevel lodenn rusat "la géographie universelle".
Pa zistro da Vro-Suis e vez kaset kuit rak drouklazhet eo bet Aleksandr II tsar Rusia hag urzh a zo da gas kuit an holl dispac’herien rusian.
E 1882 e vez harzet Kropotkin e Bro-C’hall gant 60 diveliour all. Kropotkin ha tri stourmer all a zo kondaonet da bemp bloaz toull-bac’h, ar reoù all a vez kondaonet da bevar bloaz. E-pad ar bloavezhioù-se e kelenn Kropotkin mentoniezh, skiantoù an egor ha fizik d’e gamaladed, ha pep hini anezho a zesk ur yezh estren.
Goude ma vefe bet lezet da vont er-maez ez eas Kropotkin d’en em staliañ da Vro-Saoz gant Sophie.
Enno e krog ar mennozhioù diveliour d’ober berzh. E 1885 e krog Henry Seymour gant ar gazetenn "The anarchist". En East End Londrez ec'h embann an diveliourien yuzev ur gelaouenn e yiddish (Mignon al labourer).
Ar strollad Freedom, m’eo Kropotkin unan eus e grouerien, a embann e gazetenn "Freedom". Embannet eo al levr La morale anarchiste e 1890, e 1892 eo tro la Conquête du Pain. Goude-se e reas un droiad da Vro-Ganada da brezeg diwar-benn ar skornegoù ha stummadur kevandir Azia, heuliet eo an droiad-se gant unan all er Stadoù-Unanet evit komz eus an diveliouriezh, ar wech-mañ.
E 1905 emañ an dispac’h rusat kentañ, brudañ a ra Kropotkin an darvoud e Londrez.
E 1911 e skriv Kropotkin evit kelaouenn ar Rusianed harluet, "Rabotni Mir".
Dont a ra Jean Grave d’e welet e 1916, komz a reont diwar-benn ar brezel ha soñjal a ra dezho e vefe mat dezho bezañ eus tu ar reoù gevredet. Skrivañ a reont Manifesto ar c’hwezek.
E 1917, e tiviz Kropotkin distreiñ da Rusia. Feuket eo gant kinnig Kerenski : reiñ karg ur ministr dezhañ, ha, pa ’mañ ar galloud gant Lenin e nac’h kemer perzh e pep stumm a gouarnamant e vefe. Kropotkin a zo a-enep-groñs diktatouriezh ar volcheviked, ha stourm a ra enep dezhi. Mervel a ra e Dimitrov d’an 8 a viz C’hwevrer 1921 gant e vignoned nesañ en-dro dezhañ.
Interamant Kropotkin a zo an darvoud dieub diwezhañ en URSS.
Dodenn bennañ oberennoù Kropotkin a zo diskar ha kas d’an traoñ pep stumm a stad pe a gouarnamant hag aozañ ur gevredigezh komunour diazezet war ar genskoazell hag ar c’henlabour. Skrivañ a reas e galleg koulz hag e saozneg.
[kemmañ] Oberennoù
E oberennoù pennañ a zo :