Monaco
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||||
Kan broadel | Deo Juvante ( "Gant skoazell Doue") |
||||||
Ger-stur | |||||||
Yezh ofisiel | galleg | ||||||
Kêr-benn | Monaco (kêr) | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
1.95 km² 0.0% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
35,656 (2005) 18,285/km² |
||||||
Tiern (priñs) | Albert II | ||||||
Ministr Stad | Jean-Paul Proust | ||||||
Gouel broadel | |||||||
Moneiz | Euro | ||||||
Kod pellgomz | 377 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .mc |
Priñselezh Monaco (galleg: Principauté de Monaco; monegaskeg: Principatu de Múnegu; okitaneg: Principat de Mónegue), ent-berr Monaco a zo ur vonarkiezh vonreizhel hag ur geoded-riez lec'hiet etre ar mor Kreizdouar ha Frañs (departamant an Alpes-Maritimes). Unan eus ar pemp mikroriez europat eo.
An eil bro vihanañ er bed goude ar Vatikan hag an hini gant ar stankter poblañs brasañ er bed an hini eo. An hini gant ar muiañ a vilionerion (hag a boliserion) dre annezad eo ivez.
Taolenn |
[kemmañ] Douaroniezh
Priñselezh Monaco a zo an eil riez dizalc'h bihanañ er bed goude ar Vatikan. War vord ar Mor Kreizdouarel eo lec'hiet, 18 km war-du ar reter eu Nice hag e-kichen harz Italia. War tri c'hostez eo kelc'hiet gant ar rannvro Provence-Alpes-Côte d'Azur e Frañs. Ur riblenn strizh e-harz an Alpoù. E lec'h uhelañ a zo "Le Rocher" (140 m).
Brudet eo ar briñselezh evit hec'h hinad. War-dro 8°C eo an temperadur e-pad ar goañv ha war-dro 26°C e-pad an hañv. Un draezhenn hir a ra tro douareier ar briñselezh. Eus kostez palez ar Priñs, avat, e kaver un tornaod serzh a bign 63 m a-us ar mor.
[kemmañ] Melestradur
E pevar c'harter eo rannet Monaco :
- Kêr-Vonaco : ar gêr gozh lec'hiet war ur beg-douar roc'hellek, Roc'h Monaco e anv.
- La Condamine : karter gwalarn a endalc'h ar porzh.
- Monte Carlu : ar c'harter-annez m'emañ ar c'hazino.
- Fontvieille : ur c'harter nevez savet war douaroù gounezet war ar mor
Karter eus La Condamine a zo rannet e
- La Condamine end-eeun, m'emañ ar porzh
- Moneghetti
- Les Revoires, m'emañ al liorzh pellvro
- La Colle
Monte Carlu a zo rannet e
- Monte Carlu, m'emañ ar c'hazino
- Larvotto, m'emañ an draezhenn
- Saint Roman
- Saint Michel
[kemmañ] Istor
Tennañ a ra Monaco hec'h anv eus ar gresianeg. Trevadennerien c'hresian Marselha a zalc'he un darn vras eus an aod er VIved kantved kent Jezuz-Krist a oa anvet Monoikos (gresianeg Μόνοικος) gant al Liguriz, ar pezh a dalvez "an ti nemetañ". Hervez ur vojenn gozh e tremenas Herakles dre rannvro Monaco hag un azeuldi a voe savet ennañ evitañ : azeuldi Herakles Monoikos.
Didu e oa ar vro betek ma voe roet da Genova gant an impalaer Henry VI e 1191. Ar republik a savas ur c'hreñvlec'h enni e 1228. E 1297 e voe kemeret gant François Grimaldi a renas e ziskennidi ar vro betek 1731 pa dremenas an tron da Jacques de Goyon-Matignon a-drugarez d'e eured gant hêrez ar priñs diwezhañ. Adkemer a reas an anv Grimaldi.
Staget e voe ar briñselezh ouzh Frañs e 1793 met adsavet e voe gant Kuzul Vienna e 1815. Ur protektorad eus Sardinia e voe betek feur-skrid Turin pa berc'hennas Frañs Kontelezh Niça. Koll a reas Monaco neuze Roquebrune ha Menton (95% ar vro) a oa en em savet a-enep ar priñs hag a voe staget ouzh Frañs.
E 1911 ez eas ar vro d'ur vonarkiezh vonreizhel hag e 1918 e sinas ar vro ur stagadenn da Feurskrid Versaille hag a lakaas anezhi e gwarez Frañs. Rainier III a yeas da briñs goude marv e dad-kozh Loeiz III e 1949. Ur vonreizh nevez a roas d'ar vro e 1962, dilemel a reas ar c'hastiz a varv ha grataat a reas d'ar merc'hed ar gwir da votiñ. Krouiñ ar reas ul lez-varn veur da wareziñ ar gwirioù diazez. Ezel d'ar Broadoù Unanet eo Monaco abaoe 1993.
E 2002 e sinas ar briñselezh ur feur-skrid-gwarez nevez gant Frañs. Gwarantiñ a ra e chomo Monaco ur riez frank zoken ma n'eus hêr ebet gant ar priñs. He difenn a zo e karg Frañs c'hoazh avat.
E 2005 e varvas Rainier III. E vab Albert II a voe kurunet d'ar 12 ar viz Gouere 2005.
[kemmañ] Politikerezh
Manoaco a zo ur vonarkiezh vonreizhel adalek 1911. Penn ar stad eo ar priñs. Skour-oberiañ a zo kenaozet eus ur ministr-stad anvet choazet gant ar priñs war ul listenn savet gant ar stad-gall. Ur c'hodedour gall a zle bezañ. Hervez bonreizh 1962 e rann ar priñs gant ur C'huzul broadel a 24 izel dilennet evit pemp bloaz.
An aferoù lec'hiel a zo graet war-o-zro gant ur c'huzul-kêr, ur maer en e benn.
E gannader kentañ a zegemeras Monaco da 16 ar viz c'hwevrer 2006, eus Frañs.
[kemmañ] Armerzh
An andon bennañ a leve eus Monaco a zo an douristelezh. Liesekaet he-deus ar briñselezh e oberiantizoù dre herberc'han greanterzhioù evel ar viotermerezh pe an tretoù.
Ur "paradoz fiskel" e vez kavet alies hag un dan vras eus hec'h annezidi a zo milionerien a vroioù arall. Tailhoù war al leve ebet ez eus hag ar stad a vir ur monopol e tachennoù niverus evel ar post pe ar butun. Ar rouedad-pellgomz a berc'henne ar stad ivez met 49% eus ar gevredigezh-stad gozh ,Monaco Telecom a oa bet gwerzhet da Cable and Wireless, 6% d'ar Compagnie Monégasque de Banque. Ur monopol eo c'hoazh, avat, ha 45% eus ar c'helodennoù a vir ar stad. Al lveve buhez a zo uhel, heñvel a-walc'h ouzh ar pezh a gaver e kornioù-bro pinvikikañ Frañs. N'int ket tout an annezidi pinvidik, avat, ha leve ar geodedourien vonegask a zo tost a-walc'h ouzh hini ar c'halloued. Lojeizoù ispsisial a vir ar stad evito d'aotren dezho da chom e-barzh ar vro.
Diouer a dailhoù war al leve en-deus hoalet kalz "repuidi fiskel" eus ar broioù europeat arall. Gounid a ra darn vrasañ o arc'hant er-maez ar briñselezh. Ar re vrudetañ a zo aktourien pe vleinierien Formul Unan met ur vinorelezh ez int. Darn vrasañ annezidi Monaco a zo tud-kefridioù.
E 2000, un dezrevel gant ar gannidi Arnaud de Montebourg ha Vincent Peillon a dammallas ar briñselezh da gannañ arc'hant lous. Hervezo e waskfe ar gouarnamant ar justis da wareziñ oberiourien torfedoù finansel. E respond e c'houlennas Monaco enklaskoù digant an OCDE hag ar Financial Action Task Force on Money Laundering. Diskouez a reas an enklaskoù-se e oa diwir tamalladennoù an daou gannad gall.
N'eo ket Monaco un darn eus an Unvaniezh Europeat e-barzh un unvaniezh-zouan gant Frañs emañ ha an hevelep moneiz eo. Kent 2002 e kogne ar briñselezh un moneiz : ar franc monegasque. E 2002 e tremenas d'an Euro met mirout a reas ar gwir da kognañ pezhioù gant arouez Monaco warno.
[kemmañ] Deskadur
Deg skol-stad ez eus e Monaco, seizh skol an derez kentañ e-o-zouez, ur skolaj, ul lise jeneral ha teknik hag ul lise-otel. Div skol privez skoazellet gant ar stad ez eus ivez (an Institution François d'Assise Nicolas Barré hag an Ecole des Sœurs Dominicaines) hag ur skol etrevroadel (International School of Monaco).
Ur skol-veur ez eus, an International University of Monaco.
[kemmañ] Demografiezh
Ur vinorelezh en o bro ez int ar vonegasked. Gall eo darn vrasañ an annezidi (47%) tra ma'zeo ar vonegasked hag an italianeg 16%. Ar 21% a chom a stroll 125 broadelezhioù arall.
Ar galleg a zo ar yezh ofisiel nemeti met italianeg ha saozneg a vez komzet gant un lod bras eus ar boblañs. Komz a reer ivez okitaneg ha monegaskeg un diskennad eus ar jenoeg a zeskenner dre ret e-barzh an holl skolioù eus ar briñselezh.
[kemmañ] Relijion
Ar relijion gatolik a zo ar relijion-stad met frankizioù ar feizioù arall a zo gwarantet gant ar vonreizh
[kemmañ] Liammoù diavaez
|
|||
Alamagn · Aostria · Belgia · Breizh-Veur · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek |
|||
Ar 21 Stad ezel eus Kuzul Europa, ouzhpenn ar re meneget a-us | |||
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Bulgaria · Island · Jorjia · Kroatia · Liechtenstein · Moldova · Monaco · Norvegia · Republik Makedonia · Roumania · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina |
|||
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa | |||
Belarus · Montenegro · Vatikan |
|||
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial | |||
Åland · Akrotiri ha Dekhelia · Jibraltar · Gwernenez · Manav · Inizi Faero · Jerzenez · Jan Mayen · Kosovo · Svalbard | |||
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet | |||
Republik Turk Kiprenez an Norzh · Treuznistria ·Nagorno-Karabac'h ·Abc'hazia ·Osetia ar Su ·Tchetchenia |